Klask
« sodet »
Frazennoù kavet : 9
-
👂 🔗 ar mab 'neo laket din clôture électrique en-dro da... d'ar poulailler goude, a-benn tapet anezhañ, met daon e oa... ma... ma gi amañ, a 'no... 'neo an abitud d'ober an dro d'ar poulailler ivez, hag a... pa oa aet en-dro, 'neus tapet kourant ! oh, ma Doue ! eñ a oa sodet ! oh ! n'eo ket kat d'andur kourant !
[...]
le [mon] fils m'avait mis clôture électrique autour de... du poulailler après, pour l'attraper, mais dame ! il y avait... mon... mon chien ici, qui avait... avait l'habitude de faire le tour du poulailler aussi, et... quand il avait fait le tour, il avait pris du courant ! oh, mon Dieu ! il s'était affolé ! oh ! il ne peut pas supporter le courant !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jan Garion, ganet e 1936 e Logivi-Plougraz, o chom e Plufur, tud bet ganet e Logivi-Plougraz / Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-08-17)
-
👂 🔗 sodet ma mamm-gozh
['zo:də mə vɑ̃m'go:s]
ma grand-mère s'était emportée
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag he mab a lâras se dezhi « ul logodenn nemet un toull emezañ zo boued d'ar c'hazh », ha sodet an hini gozh
[a i mɑ:b 'lɑ:ʁas se dɛj lo̞'go:dən mɛn tul meɑ̃ zo bwet tə hɑ:s a 'zo̞:də n:i go:s]
et son fils lui avait dit [à sa mère] « une souris à un seul trou, dit-il, est de la nourriture pour chat », et sa mère avait piqué une crise [fils ayant une relation extra-conjugale avec la voisine]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ! met hennezh zo a-hed ur vuhez o cheñch an ampoulenn memestra ! xxx ( ?), me 'blij ket din chom da sellet deus an dud o labourat hañ ! 'blij ket se din hañ ! ha bezañ zo reoù 'blij ket dezhe, me 'blij ket din e vez sellet diouzhin o labourat, me ne suportan ket se, ha... ha... ha donc euh... eñ a vez pell memestra o cheñch an ampoulenn, n'eo ket cheñch an ampoulenn aze, o met sodet e oa donc !
[o mɛ hẽːs so ˌhedəˈvyːe ʃɛ̃ʃ nɑ̃mˈpuːlən mo̞sˈtʁɑ - kɛlənɑ̃m - me biʃ kə tĩ ʒo̞m də zɛl dəz ən ˈdyt laˈbuːʁəd ɑ̃ - biʃ kə ze dĩ ɑ̃ - a be zo ʁew biʃ kə de̞ - me biʃ kə tĩ ve ˈzɛlɛd diˈwĩ laˈbuːʁət - me nə supɔʁˈtɑ̃ kə ze - a a a dɔ̃ŋk ə - hẽ ve pɛl mo̞sˈtʁɑ ʃɛ̃ʃ nɑ̃mˈpuːlən - ne̞ kə ʃɛ̃ʃ nɑ̃mˈpuːlən ˈɑhe̞ - o mɛ ˈzoːdəd wa dɔ̃ŋk]
oh ! mais il est une éternité en train de changer l'ampoule quand même ! xxx ( ?) moi je n'aime pas rester à regarder les gens travailler hein ! je n'aime pas ça hein ! et il y en a qui n'aiment pas ça, moi je n'aime pas que l'on me regarde travailler, moi je ne supporte pas ça, et... et... et donc euh... il est long à changer l'ampoule quand même, ce n'est pas changer l'ampoule là, oh mais elle s'était énervée !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag euh... sodet gant ar saout, 'na ket a gouraj da dennañ anezhañ deus... deus ar vandennad saout, hag ar c'hole a oa arri sot
[ag ə 'zo:dəd gɑ̃n zɔwt na kə 'gu:rəʒ də 'dɛnɑ̃ neɑ̃ dez dez vɑ̃n'denə sɔwt ag ə 'hwɛ:le wa ɑj zo:t]
et euh... rendu fou par les vaches [taureaux], il n'avait pas le courage de l'enlever du troupeau de... de vaches, et le taureau était devenu fou
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 sodet-libr
[’zo:də lip]
complètement fou [de colère]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 sodet 'dije warnon
[’zo:dəd diʒe ’wɑrnɔ̃]
elle se serait énervée contre moi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket soñj ken penaos 'ma lâret dezhi, 'meus ket soñj ken, sodet eo
[møs kə ˈʒɔ̃ːs ken pəˈnɔ̃ ma ˈlɑːʁə dɛj - møs kə ˈʒɔ̃ːs ken ɑ̃ - ˈzo̞ːdəd e̞]
je ne me souviens plus comment je lui ai dit, je ne me souviens plus, elle s'est emportée
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hanter-sodet eo
[ˌhɑ̃ntər'zo:dəd ɛ]
il est en furie
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi