Klask
« sonet »
Frazennoù kavet : 17
-
👂 🔗 « Oh met se a depand deus pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ. Ma 'teus c'hoant da dimeziñ abred eu... da seizh beure 'vo... 'vo ket nemet hanter-kant lur kwa ! » « Ah... hanter-kant lur, met da seizh eur beure... oh ! se zo re abred memes tra evit ober un eured kwa ! » « Ha nav eur, nav eur e vo... e vo kant lur neuze kwa ! Ha... » « Ya, met me 'meus c'hoant da gaout un eured... kaer memes tra... » « Ya met ma... ma 'teus c'hoant e vije sonet ar c'hleier hag an harmonium ha kantikoù ha tout eu... Neuze e vo daou c'hant lur emezañ. » « Oh... mat eo ar jeu neuze ! 'na lâret d'ar person. Mat eo ar jeu ! Daou c'hant lur, mat ar jeu ! »
[...]
« Oh mais ça dépend de quand tu veux te marier. Si tu veux te marier de bonne heure euh... à sept heures du matin ce ne sera... ce ne sera que cinquante francs ! » « Ah... cinquante francs, mais à sept heures du matin... oh ! ça c'est trop tôt pour faire un mariage quand même quoi ! » « Et neuf heures, neuf heures ce sera... ce sera cent francs alors quoi ! Et... » « Oui, mais moi je veux un mariage... beau quand même... » « Oui mais si... si tu veux que les cloches soient sonnées et l'harmonium et des cantiques et tout euh... Alors ce sera deux cent francs, dit-il. » « Oh... marché conclu ! qu'il avait dit au curé. Marché conclu ! Deux cent francs, marché conclu ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 1. ezhomm e oa da rep... repariñ anezhi, eu... ar fiksasionoù eu... ar reoù 'da laeret anezhi 'da... sao... saovaj un tamm 2. ha 'oa ket ken ar balancier e-barzh kwa 1. an teod a oa partiet ivez 2. « te... teod » a vez lâret deus se, ya, evel-se e vez lâret 1. ya, se eo, se eo a vez lâret, « teod... teod... teod ar c'hloc'h », ya, ya 2. ha c'hwi 'pa laket daou dent diaoul hañ ! 1. ya, me a oa bet... me a oa bihan 'vat, d'ar c'houlz-se... 1945, e oa... pa oa arriet ma dad deus an Almagn, e oa unan yaouank amañ o labourat, hag eu... 'na lâret eu... pa oa arriet Pier er gêr, Pier a oa anv ma dad ivez, « e vo sonet ar c'hloc'h emezañ, hag e welo... met daoñ ! n'eus teod ebet ken warni emezañ, boñ ! n'eo ket strikt emezañ, graet e vo », hag e oa graet unan gant eu... un dant ogejoù 2. dent an diaoul 1. 'na ivañtet... eñ... eñ 'na... graet 'na mat hañ, graet 'na mat, goude e oa 'ba en Peurid hag e oa hennezh da-heul c'hoazh, 'oa ket cheñchet
1. [em wa də ɹep - də ɹeˈpaɹĩ nɛj - ə - ˌfiksaˈsjɔ̃no ə - ˈɹew da ˈlɛːɹəd nɛj da - ʒɔ ˈʒɔːvəʃ tɑ̃m] 2. [a ˌwakə ken baˈlɑ̃sje baɾs kwa] 1. [ən ˈtɛwɔd wa paɹˈtiːəd ˈie] 2. [ˈtɛ - ˈtɛwɔd ve lɑːʁ dəs ˈse - ja - viˈse ve lɑːt] 1. [ja ze e̞ - ze e̞ ve ˈlɑːʁət - tɛwt tɛwt tɛwt ˈhlɔχ - ja - ja] 2. [a hwi pa ˈlɑkə ˈdo̞w dɛn ˈdjo̞wl ɑ̃] 1. [ja - me wa bet - me wa ˈbiˑən had - də ˈhulsːe - ... - wa - pwa aˈɹiˑə mə ˌdɑːd dəz nalˈmɑɲ - wa yn ˈjo̞wɑ̃ŋg ˈɑ̃mɑ̃ laˈbuːrət - ag ə - na ˈlɑːd ə - pwa ˈɑjə ˌpjɛɹ ˈge̞ːɹ - ˈpjɛɹ wa ˈhɑ̃ːno mə ˈdɑd je - vo ˈzɔ̃ːnə ˈhlɔχ ˌmeˑɑ̃ - a ˈwe̞ːlo mɛ dɑ̃w nøs ˈtɛwɔd be ken ˌwaɹni ˈmeˑɑ̃ - bɔ̃ - ˌne̞kə stɾik ˌmeˑɑ̃ - ˈgwe̞d vo - a wa gwe̞d ˈyn gɑ̃n ə - ən ˈdɑ̃n oˈgeːʒo] 2. [dɛn ˈdjo̞wl] 1. [na ĩˈvɑ̃tət - ẽ ẽ na - gwe̞d na ˈmɑːd ɑ̃ - gwe̞d na ˈmɑːt - ˈguːde wa ban ˈpœˑit a wa hẽːz dəˈhœːl hwas - ˌwakə be ˈʒɛ̃ʃət]
1. il fallait rép... la réparer [cloche], euh... les fixations euh... ceux qui l'avaient volée avaient... vand... vandales un peu 2. et il n'y avait plus le balancier dedans quoi 1. le balancier était parti 2. c'est « balancier » qu'on dit oui, c'est comme ça qu'on dit 1. oui, c'est ça, c'est ça qu'on dit, , « le balancier... balancier... balancier de la cloche », oui, oui 2. et vous vous aviez mis deux dents de herse hein ! oui, j'avais été... j'étais petit, à cette époque-là... 1945, c'était... quand mon père était revenu d'Allemagne, il y avait un jeune ici qui travaillait, et euh... il avait dit euh... quand Pierre était arrivé chez lui, mon père s'appelait Pierre aussi, « on va sonner la cloche dit-il, et il verra... mais dame ! il n'y a plus de balancier dessus dit-il, bon ! ce n'est pas grave dit-il, on va faire », et il en avait fait un avec euh... une dent de herse 2. des dents de herse 1. il avait inventé... il... il avait... il avait bien fait hein ! il avait bien fait, après elle était à Peurid et celui-là [balancier] était toujours avec, il n'avait pas été changé
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
– Odil Gotie, o chom e Plûned.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa aet en e gourvez pa oa sonet ar Marseillaise, ya, 'ba Belle-Isle-en-Terre dirak ar prefed, ha goude 'na ket bet droed da c'houren e-pad pemp bloaz diouzhtu
[wa ɛd ni ’guɹve pwa ’zɔ̃:nə maɹsɛlɛz ja ba bɛlilɑ̃tɛɹ diɹak ’pɹefət a ’gu:de na kə be dwɛd də ’hu:ɹən pad ’pɛmpla dy’sty]
il s'était allongé quand la Marseillaise avait été jouée, oui, à Belle-Isle-en-Terre devant le préfet, et après il n'avait pas eu droit de lutter pendant cinq ans d'affilée
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e serten menajoù zo da greistez e vije sonet ar c'hlêron, ar c'hlêron, e deue ar batronez, patronez an ti, da son ar c'hlêron « feuuuuuuu ! » da lâret eu... e oa... oa kreistez, ha neuze ni a gleve ivez, met ma zad a vije ur montr gantañ, ur montr-godell
[a ’sɛʁtən me’nɑ:ʒo zo də gɾɛjs’te: viʃe ’zɔ̃:nə ’hlɛ:ʁɔ̃n ’hlɛ:ʁɔ̃n dɛ ba’tɾɔ̃:nəs ba’tɾɔ̃:nə nti: də sɔ̃:n ’hlɛ:ʁɔ̃n fœ: də ’lɑ:ʁəd ə wa wa kɾɛjs’te: a ’nœ:e mym ’glɛwɛ ie mɛ mə zɑ:d viʃe mɔ̃n gɑ̃tɑ̃ mɔ̃n’go:l]
et dans certaines fermes à midi on sonnait le clairon, le clairon, la patronne venait, la patronne de la maison, pour sonner le clairon « feuuuuuu ! » pour dire euh... que c'était... c'était midi, et alors nous entendions aussi, mais mon père avait une montre, une montre de poche
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 sonet 'ma div wech
['zɔ̃:nə ma diw weʃ]
j'avais sonné deux fois [à la porte]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kar d'ar c'houlz-se e veze sonet ar c'hreistez 'ba Gwenezhan
[kaʁ də 'huls:e viʒe 'zɔ̃:nət hʁɛjs'te bah gwe'ne:zən]
car à cette époque-là on sonnait le midi à Gwenezhan
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa veze unan marv 'ba Gwenezhan e veze sonet ar glas
[pe viʒe yn mɑʁw bah gwe'ne:zən viʒe 'zɔ̃:nə glɑ:s]
quand il y avait un mort à Gwenezhan, on sonnait le glas
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Hennezh zo prest da vervel : nouet eo. Ha goude pa vije marv e vije sonet glas.
Hés zo prést de vélweul : noueut dè. A goudé pé vijé maw vijé zon-neut glaz.
[hes zo pʁest də velwəl nuət dɛ] [a gude pe viʒe maw viʒe zõnət glaz]
Il est mourant : il a reçu l'extrême onction. Et ensuite quand il était mort, on sonnait le glas.
Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.
Dastumer : Julien
-
🔗 pa zo sonet bremañ-souden
[pa zo 'zɔ̃:nə bə'zɔ̃m]
quand ça a sonné tout-à-l'heure
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 sonet zo ?
['zɔ̃nə zo]
ça a sonné ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 adalek ma 'mije sonet 'ba kreiz euh... ar blasenn eno, hop, e weles goulouioù o vervel partout
[’dɑ:lɛg ma miʒe ’zɔ̃:nəd bah kʁɛjz ə ’blɑsən ’e:no hɔp ’wɛ:lɛz go’lojo ’veʁwəl par’tut]
dès que j'avais sonné au milieu euh... de la place là-bas, hop, tu voyais des lumières s'éteindre partout [camp militaire]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 adalek ma 'mije sonet 'ba kreiz euh... ar blasenn eno, hop, e weles goulouioù o vervel partout
[’dɑ:lɛg ma miʒe ’zɔ̃:nəd bah kʁɛjz ə ’blɑsən ’e:no hɔp ’wɛ:lɛz go’lojo ’veʁwəl par’tut]
dès que j'avais sonné au milieu euh... de la place là-bas, hop, tu voyais des lumières s'éteindre partout [camp militaire]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa sonet ar c'hleier e-pad... noz-deiz kwa, hag e oamp o sachañ war kloc'h Bodlezan aze ivez kwa, kement oa bet sachet warnañ ken oa kouezhet 'ba ar garidell 'ba krec'h, deut diwar ar maout a vez graet deus se, pezhioù koad aze dindan euh... dindan an aks dioute kwa hein, hag e oa uzet ar c'hoad, ha kouezhet... kouezhet ar c'hloc'h, evurusamant ne oa ket kouezhet en traoñ hañ, eno e oa sac'het kwa hein
[wa ’sɔ̃:nəd ə ’hlɛjəʁ pɑ:d nɔ̃z’de: kwa ɑ wɑ̃m ’ʃɛʃəl waʁ klɔh bo’leən ’ɑhe ’ije kwa ’kemən wa be ’ʃɛʃə warnɑ̃ ken wa kwet bɑh gɑ’ri:dəl bɑh kweh dœd diwar mowd ve gwɛt təs se ’pe:ʒo kwɑd ’ɑhe di’nɑ̃:n ə di’nɑ̃:n nɑks dɔ̃tɛ̃ kwa ɛ̃ a wa ’y:zət hwɑt a kwet kwed ə hlɔh ˌevyʁy’zɑ̃mɑ̃n wa kə kwed ntʁo̞w ɑ̃ ’e:no wa ’zɑ:hət kwa ɛ̃]
les cloches avaient sonné pendant... nuit et jour quoi, et nous tirions sur la cloche de Bodlezan là aussi quoi, il avait tellement été tiré dessus qu'elle était tombé dans la galerie en haut, tombée de la poutre de cloche qu'on dit, de grosses pièces de bois en dessous euh... sous leur axe quoi hein, et le bois était usé, et la cloche était tombée... tombée, heureusement qu'elle n'était pas tombée en bas hein, elle y était restée coincée quoi hein
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 ha pa oa sonet ar c'hloc'h, arru eo an tren emezon-me
[a pe wa 'zɔ̃:nə hlɔh ɑj ɛ ntrɛɲ 'mome]
et quand la cloche avait sonné, [voilà] le train arrive dis-je
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa veze ar groaz o vont er-maez an iliz e veze sonet neuze
[pe viʒe gwrɑ:z vɔ̃n me̞:z 'ni:lis viʒe 'zɔ̃:nəd 'nœhe]
quand la croix sortait de l'église, on sonnait alors [les cloches]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze sonet dezhe gwechall gant ar falc'h, « ding ha ding ha ding », lakat anezhe da dis...
[viʒe ’zɔ̃:nət tɛ gwe’ʒɑl gɑ̃n ə vɑlx dĩŋgədĩŋgədĩŋg ’lɑkə nɛ: də dis]
on les sonnait autrefois [abeilles] avec la faux, « ding et ding et ding », les faire desc...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me n'onn ket petra 'na prenet hag e oa o kargañ kez... euh... ar gazeg o tarc'hañ un taol pav, friket e voutailhad win ha sonet egile
[me nɔ̃ kə pra na ’pre:nət a wa ’kɑrgɑ̃ ’ke ə ’gɑ:zək ’tɑrhə tol’pɑw ’fricəd i vu’tɑʎə wi:n a ’zo:nəd e’gi:le]
moi je ne sais pas ce qu'il avait acheté et il était en train de charger les che... euh... le cheval lui a balancé un coup de patte, sa bouteille de vin brisée et l'autre sonné
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi