Klask
« trailhañ »
Frazennoù kavet : 8
-
👂 🔗 1. pa diskennez Kerdoualen ! emañ Traou ar Wazh ! 2. Traou ar Wazh, aze e oa ur vilin gwechall ! ya, gwelet e vije an dour, en... skluj bepred, eh ! gwelet a rit, an dud zo arri sot ! bremañ e vezont o trailhañ ar sklujoù-tout
1. [... ˌke̞ꝛduˈɑˑlən - ... ˌtɾɔwˈwɑˑs] 2. [ˌtɾɔwˈwɑˑ - ... - ja - ... - ... ˈsklyːʒ ... - ... - ... - ... - ... ˈsklyːʒo ...]
1. quand tu descends Kerdoualen ! il y a Traou ar Wazh ! 2. Traou ar Wazh, là il y avait un moulin autrefois ! oui, on voyait l'eau, dans... l'écluse toujours, eh ! voyez-vous, les gens sont devenus stupides ! maintenant ils cassent toutes ces écluses-là
ar C'houerc'had
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Kristina ar Wern, ganet e 1959 e ar C'houerc'had, o chom e ar C'houerc'had, tud bet ganet e Plûned / ?.
merc'h da Andre ar Wern
– Andre ar Wern, ganet e 1929 e Plûned, o chom e ar C'houerc'had, marvet e 2023, tud bet ganet e Treglañviz / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 paotr kaezh ! ouzhpenn pemzek razh a oa aet er-maez ! 'oant ket reoù vras, reoù vihan du, met karzhañ a raent, 'ma ket... a-benn ar fin 'ma tapet un tamm bazh, ar reoù all a chome da sellet, barrek da lazhañ... unan 'ma lazhet memestra, sell aze tout ! hag ar reoù all a oa krog... o trailhañ polotennoù fisel 'ba ar pres, ha... ha 'ba ar pres 'meus serret an nor warne mat, 'oa ket bras, toullet a vez ezhomm met... ya, hag ar re-se 'da graet ur c'hlodad 'ba... 'ba ar bolotenn fisel
[po̞tˈkɛːs - ˌspe̞n ˈpe̞mze̞g ˌɣax wa ˌɛd ˈme̞ːs - ˌwɑ̃ɲ kə ˌɹewˈvɹɑːz - ɹew ˈviˑən ˈdyˑ mɛ ˈkɑɹzə ɹɛɲ - ˌma kə - be̞nˈfin ma ˌtɑpə tɑ̃m ˈbɑˑz - ɹewˈɑl ˌʃo̞me̞ də ˈzɛlət - ˈbɑɹɛg da ˈlɑhɑ̃ - ˈyn ma ˈlɑhə mo̞sˈtɹɑ - sɛl ˌɑhe ˌtut - a ɹewˈɑl wa ˌkɹɔˑk - ˈtɹɑjɑ̃ ˌtut pøloˌteno ˈfisəl bah ˈpɹɛs - a a bah ˈpɹɛs møz ˌzɛɹə ˈnoˑɹ ˌwaɹne̞ ˈmɑːd - ˌwa kə ˈbɹɑːz - ˈtuləd ve ˌem mɛ - ˌjɑ - a ˌɹeˑe da ˌgɛd ˈhloːdəd bah - bah bɔˌlɔtən ˈfisəl]
mon pauvre ! plus de quinze rats en étaient sortis ! ce n'étaient pas des gros, des petits noirs, mais ils détalaient, je n'avais pas... finalement j'avais attrapé un petit bâton, les autres restaient regarder, capable de tuer... j'en avais tué un quand même, voilà tout ! et les autres commençaient... en train d'abîmer les pelotes de ficelle dans la presse, et... et dans la presse j'ai bien fermé la porte, elle n'était pas grande, ils ont besoin de trouer mais... oui, et ceux-là avaient fait une portée dans... dans la pelote de ficelle
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha hennezh a chome da labourat pa 'h ae ar reoù all d'o merenn, eñ ne oa den ebet war e lerc'h, hennezh a oa o trailhañ traoù ha neuze e voute mein pa c'halle war ar park ha gwez
[a hẽ̞:s ’ʃo̞me də la’bu:ɹat pe he ɹew al do mɛɹn hẽ̞: wa den bed waɹ i lɛɹh hẽ̞:s wa ’tɾɑʎə tɾɛw a ’nœ:he ’vute mɛɲ pe ’hɑle waɹ pɑɹk a gwe:]
et celui-là continuait de travailler quand les autres allaient déjeuner, lui personne ne l'accompagnait, celui-là défonçait tout et alors il poussait des pierres quand il pouvait sur le champ et des arbres [avec son tracto]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha hennezh a chome da labourat pa 'h ae ar reoù all d'o merenn, eñ ne oa den ebet war e lerc'h, hennezh a oa o trailhañ traoù ha neuze e voute mein pa c'halle war ar park ha gwez
[a hẽ̞:s 'ʃo̞me də la'bu:ɹat pe he ɹew al do mɛɹn hẽ̞: wa den bed waɹ i lɛɹh hẽ̞:s wa 'tɾɑʎə tɾɛw a 'nœ:he 'vute mɛɲ pe 'hɑle waɹ pɑɹk a gwe:]
et celui-là continuait de travailler quand les autres allaient déjeuner, lui personne ne l'accompagnait, celui-là défonçait tout et alors il poussait des pierres quand il pouvait sur le champ et des arbres
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 O trailhañ he genoù emañ.
[ˈtʁaʎɑ̃ i ˈge:no mɑ̃]
Elle parle pour ne rien dire, elle est fatiguante à continuer de parler. [litt. « elle abîme sa bouche »]
Le Dû 2012a p.215 (draillañ) Le Dû 2012b p. 283 (jacasser)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ha me a oa du-hont o trailhañ skilhoù gant... gant... gant ar machin
[a me wɑ̃n 'dyɔ̃n 'tɾɑʎɑ̃ 'skiʎo gɑ̃n gɑ̃n gɑ̃n ma'ʃi:n]
et moi j'étais là-bas en train de casser des bûchettes avec... avec... avec la machine
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oa o trailhañ skilhoù
[me wa 'tɾɑʎə 'skiʎo]
je fendais des bûches
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'int ket darev c'hoazh ? amañ 'h int eu... an evned zo o trailhañ anezhe tout hañ ! goullet 'na... goullet 'na... se zo kaoz 'meus poazhet... poazhet anezhe eu... da lakat eu... met tout, tout e oant drailhet hañ ! tout 'ma... Herve zo bet aze disadorn ha 'neus goullet ganin « bezañ zo figez ? » « met ya ! 'teus ket 'met tapout hañ ! warlene 'ma lâret dit tapout, 'ma ket gwelet hini ebet o tapout ur skeul emezon-me, gant ur skeul, 'ba krec'h, zo reoù darev ha neuze emañ tout an evned o drailhañ anezhe » « ha me 'meus ket graet » « met me 'rin ket hañ ! emezon-me, (me n'an ket ?) 'ba ar wezenn, ha neuze a-benn ar fin xxx ( ?) ha ma 'teus c'hoant da gaout xxx ( ?), tap hañ ! » e lâran anezhañ... e lâran dezhañ, met 'ra ket foutr hañ ! eñ 'blij ket kaer se dezhañ moarvat, ha neuze 'ra ket foutr
[ˈniɲ cə ˈdɑʁw hwas - ˈɑ̃mɑ̃ hiɲ ə - ˈne̞wnəd zo ˈtʁɑjə ne̞ tud ɑ̃ - ˈgulə na ˈgulə na - zes ko̞ːs møs ˈpwɑhə - ˈpwɑhə ne̞ ə də ˈlɑkəd ə - mɛ tut tud wɑ̃ɲ ˈdʁɑjəd ɑ̃ - tud ma - ˈhɛʁve zo bed ˈɑhe̞ deˈsɑːn a nøz ˈgulə gəˈnĩ - ˈbeːɑ̃ zo ˈviːɟəs - mɛ ja - ˈtøs kə mɛ ˈtɑpud ɑ̃ - aʁˈlœːne ma ˈlɑːʁə dit ˈtɑput - ˈma kə gwe̞ːl ˈhiːni bet ˈtɑpə skœːl ˈmɔ̃me̞ - gɑ̃n ˈskœːl bah ˈkweχ so ʁew ˈdɑʁw a ˈnœhe mɑ̃ tud ˈne̞wnəd ˈdʁɑjɑ̃ ne̞ - a me ˈmøs kə gwe̞t - mɛ me ˈʁĩŋ kəd ɑ̃ - ? bah ˈweːən ? a ma tøs hwɑ̃n də ˈgɑːt tɑp ɑ̃ - ˈlɑːʁɑ̃ neɑ̃ - ˈlɑːʁɑ̃ deɑ̃ ? - ẽ ˈbiʃ kə kɛːʁ ze ˈdeɑ̃ maˈhɑt - a nə ˈʁa kə fut]
elles ne sont pas encore mûres ? ici elles sont euh... les oiseaux les abîment toutes hein ! il avait demandé... il avait demandé... c'est pour cette raison que je les ai cuites... les ai cuites euh... pour mettre euh... mais toutes, elles étaient toutes abimées hein ! j'avais tout... Herve est venu là samedi et il m'a demandé « il y a des figues ? » « mais oui ! tu n'as qu'à en prendre hein ! l'an dernier je t'avais dit d'en prendre, je n'avais vu personne prendre d'échelle dis-je, avec une échelle, en haut, il y en a des mûres et alors tous les oiseaux sont en train de les abimer » « et moi je n'ai pas fait » « mais moi je ne ferai pas ! dis-je, (je ne vais pas ?) dans l'arbre, et alors finalement xxx ( ?) et si tu veux en avoir xxx ( ?), prends hein ! » que je dis... que je lui dis, il s'en fout, lui n'aime pas ça sans doute, et alors il s'en fout
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi