Klask
« vandennad »
Frazennoù kavet : 7
-
👂 🔗 1. amañ an deiz all gant ar pardon, a-hervez 'neuint drailhet traoù, 'ba... reoù... trizek pevarzek vloaz, memestra ! o zud zo sañset da c'hoût... 2. frioù brein kwa ! 1. pelec'h emañ ar re-seoù en noz ivez hañ ! 2. frioù brein ! 1. frioù lous ya ! 2. ha goude... o zud, o zud a vez wazh deusonte, kua ! o zud zo wazh deusonte 1. ur vandennad en em dastumet evel-se ! oc'h ober la fête, goude e oant aet da drailhañ traoù
[...]
1. ici l'autre jour à l'occasion du pardon, à ce qu'il parait ils sont détérioré des choses, à... des [ados de]... treize quatorze ans, quand même ! leurs parents sont sensés savoir... 2. des branleurs quoi ! 1. où sont ceux-là la nuit aussi hein ! 2. des branleurs ! 1. des petits cons oui ! 2. et après... leurs parents, meurs parents en pâtissent, quoi ! leurs parents en pâtissent 1. une bande qui se rassemble comme ça ! faisant la fête, après ils étaient allés détériorer des choses
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.
– Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ar re-mañ eo kelien-saout, anavezout a ran anezhe, ar reoù all zo brasoc'h, kelien-saout a vije dindan o c'hof, a derc'he... a derc'he da harlinkat anezhe, 'dije peoc'h ebet, geo gant o... gant o lost 'te e raent, neuze e degasent ur vandennad da kraou, kraou saout
[mɛ ˈɣemə he̞ ˌkɛjɛn ˈzɔwt - hɑ̃ˌve ə ɣɑ̃ ˈne̞ - ɣeˈwɑl zo ˈbɣɑsɔx - ˌkɛjɛn ˈzɔwd ˌviʃe diˌnɑ̃ˑn o ˈhoˑf - ˈdɛhɛ ˈdɛhɛ də haꝛˈliŋcə ˈne̞ - ˌdiʒe ˈpœɣ bet - ˌge̞ gɑ̃ o - gɑ̃n o ˈlɔst te ɣɛɲ - ˌnœhe ˈdɛsɛɲ vɑ̃nˈdenəd də kɣɔw - kɣɔw ˈzɔwt]
mais celles-ci ce sont des mouches de vaches, je les reconnais, les autres dont plus grosses, les mouches de vaches étaient sous leur ventre, elles continuaient... elles continuaient de les chatouiller, elles n'avaient jamais la paix, si avec leur... avec leur queue pardi ! elles faisaient, alors elles ramenaient une bande à l'étable, à l'étable
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh met a-wechoù 'h arrie bandennadoù ! kar ar razhed aze, 'teus bet klevet ivez, 'h eont da welet a-raok, hag e vez kaset div pe deir gant ar gompagnoned, ha ma... ma deuont war o c'hiz da welet penaos e vez kont lec'h all a-raok e vezont demenajet, ha ma 'nez kavet boued ha traoù e barti tout ar vandennad kwa
[o mɛ ˌweˑʒo ˌhɑje̞ bɑ̃ndeˈnɑːʒo - kaɹ ˈɹɑhəd ˌɑˑze - tøz be ˈklɛwəd ˌiˑe - hɛɲ də ˈwe̞ld əˌɹo̞ˑk - a ve ˌkɑsəd ˈdiw pe ˈdɛːɹ gɑ̃n ə gɔ̃paˈɲɔ̃ːnəd - a ma ma dɛɲ waɹ o ˈhiːs də ˌwe̞ˑl pəˌno̞ ve ˈkɔ̃n ˌle̞x ˈɑl ˌɹo̞ˑg ve̞ɲ demeˈnɑːʒət - a ma ne ˌkɑˑd ˈbwet a ˈtɹɛw ˈbɑɹti ˌtud ə vɑ̃nˈdenət kwa]
oh mais parfois des bandes [de rats] arrivaient ! car les rats là, tu as entendu aussi, ils vont voir avant, et deux ou trois sont envoyés par les compagnons, et si... s'ils reviennent pour voir comment c'est ailleurs avant de déménager, et s'ils ont trouvé de la nourriture et tout, toute la bande part quoi
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'int ket savet... an nen a veze esaet eu... derc'hen anezhañ kwa evel e vez lâret eu... e-kichen ar reoù zo bremañ, ar reoù yaouank zo bern zo savet hep o zud, neuze emaint a-vandennad eu... evel...
[nɛɲ cə ’zɑ:vət nen viʒe hɛ’sɑ:d ə ’dɛɹhɛn neɑ̃ kwa wɛl ve lɑ:d ə ’kiʃən ɹew zo ’bomɑ̃ ɹew ’jo̞wɑ̃ŋg zo bɛɹn zo ’zɑ:və heb o zyt ’nœ:he maɲ ’ɑ:he vɑ̃n’denad ə wɛl]
ils ne sont pas élevés... on essayait euh... de le tenir [l'enfant] quoi comme on dit euh... alors que ceux qu'il y a maintenant, les jeunes sont plein à être élever sans leurs parents, alors ils sont en bande euh... comme...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'int ket savet... an nen a veze esaet eu... derc'hen anezhañ kwa evel e vez lâret eu... e-kichen ar reoù zo bremañ, ar reoù yaouank zo bern zo savet hep o zud, neuze emaint a-vandennad eu... evel...
[nɛɲ cə 'zɑ:vət ne:n viʒe hɛ'sɑ:d ə 'dɛɹhɛn neɑ̃ kwa wɛl ve lɑ:d ə 'kiʃən ɹew zo 'bomɑ̃ ɹew 'jo̞wɑ̃ŋg zo bɛɹn zo 'zɑ:və heb o zyt 'nœ:he maɲ 'ɑ:he vɑ̃n'denad ə wɛl]
ils ne sont pas élevés... on essayait euh... de le tenir [l'enfant] quoi comme on dit euh... alors que ceux qu'il y a maintenant, les jeunes sont plein à être élever sans leurs parents, alors ils sont en bande euh... comme...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur vandennad aze
[ə vɑ̃n'denəd 'ɑ:he]
une bande là [d'étourneaux]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag euh... sodet gant ar saout, 'na ket a gouraj da dennañ anezhañ deus... deus ar vandennad saout, hag ar c'hole a oa arri sot
[ag ə 'zo:dəd gɑ̃n zɔwt na kə 'gu:rəʒ də 'dɛnɑ̃ neɑ̃ dez dez vɑ̃n'denə sɔwt ag ə 'hwɛ:le wa ɑj zo:t]
et euh... rendu fou par les vaches [taureaux], il n'avait pas le courage de l'enlever du troupeau de... de vaches, et le taureau était devenu fou
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi