Klask
« welont »
Frazennoù kavet : 10
-
👂 🔗 Ha Monseigneur Serrand, eñ a oa un den ha... modern a-walc'h kwa, ha 'na lâret : « Bon eu... me a vez partout, 'ba ar parroujoù bras, an ilizoù bras, Landreger, Lannuon, Loudeag, Gwengamp ha... tout ar pardonioù aze. Met ret e vo din mont da welet eu... ar veleien zo 'ba eu... tammoù parroujoù vihan aze. Ar re-se 'welont ket an eskob nemeur kwa ! »
[lɑ̃nˈdʁeˑgəꝛ - lɑ̃ˈnyˑõn - luˈdeˑak - ˈgwe̞mgɑ̃m]
Et Monseigneur Serrand, lui c'était un homme qui était... assez moderne quoi, et il avait dit : « Bon euh... moi je suis partout, dans les grandes paroisses, les grandes églises, Landreger, Lannuon, Loudeag, Gwengamp et... tous les pardons là. Mais il faudra que j'aille voir euh... les prêtres qui sont dans euh... les petites paroisses là. Ceux-là ne voient guère l'évêque quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 hag ar person, pa oant arriet amañ, person Plûned, 'na lâret 'ba eu... ar gador-sarmon, ur pennad goude e oa arri eu... an daou goublad yaouank-se, amañ, « ha pas ober evel ar C'hernevaded zo nevez-arri aze deus kostez... kostez Plizidi, 'welont ket nemet al labour »
[...]
et le curé, quand ils étaient arrivés ici, le curé de Plûned, avait dit dans euh... la chaire, un moment après qu'ils soient arrivés euh... ces deux jeunes couples-là, ici, « et ne pas faire comme les Cornouaillais récemment arrivés là de... de Plizidi, obsédés par le travail [litt. qui ne voient que le travail] »
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 ya, evel-se e welont tud bepred, e tont hag e vont ha traoù kwa !
[boˈpɾet]
oui, comme ça ils voient toujours du monde, qui passent et repassent et tout quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ e vezont tapet gant an oto eu... en em... en em welont ket kazi... surtout evel emañ kont bremañ gant ar c'hleñved ha tout aze, se zo ur gwall afer hañ !
[ˈbœmɑ̃ ve̞ɲ ˈtɑpə gɑ̃n ˈnoto ə - nɔ̃n nɔ̃n we̞ˈlɛɲcə ˈkɑhe - syɹtu we̞l mɑ̃ ˌkɔ̃n ˈbœmɑ̃ gɑ̃n ˈhlẽːvəd a ˈtud ˌɑhe - ze zo ˌgwɛl ˈɑfəɹ ɑ̃]
maintenant on les prend avec la voiture [enfants véhiculés à l'école] euh... ils ne se... ils ne se voient presque pas... surtout avec la situation actuelle avec la maladie et tout là, c'est un sacré problème hein !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ar re-se zo tud hag a vo lâret n'int ket intelijant peogwir ne welont ket nemet 'ba o stumm, n'int ket kat d'en em lakat 'ba pozision all ebet
[mɛ ɹee zo tyt a vo lɑ:d nɛɲ cət inteˈli:ʒən py'gy:ɹ nə we̞lɑ̃ɲ cəd mɛd o stym nɛɲ cə kɑt tə nɔ̃n 'lɑkəd ba pozi'si:ɔ̃n nal bet]
mais ceux-là sont des gens dont on dira qu'il ne sont pas intelligents puisqu'ils n'arrivent pas à se décentrer [litt. ils ne voient que de leur position], ils ne sont pas capables de se mettre dans une autre position
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa welont anezhe, « hopala ! emeze, herie emañ an deiz »
[pe 'we̞:lɛɲ nɛ: 'opla mɛ: 'hɛje mɑ̃ nde:]
quand ils les voient, « hop là qu'ils disent, c'est aujourd'hui le jour »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Pa vez erc'h war an douar, ar yer a vez dall. Ne welont ket sklaer.
Pé vé èc'h wa-n douar yir vé dal. Wélin tyeut sklèr.
[pe ve ɛʁx wan duaʁ jiʁ ve dal] [wɛlɛ̃ cət sklɛʁ]
Quand il y a de la neige au sol les poules sont aveugles. Elles ne voient pas claire.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ya, se a oaront pa welont anezhe o tont kwa deus... deus a-bell
[ja ze 'wɑ:rɛɲ pe wɛ:lɛɲ nɛ: tɔ̃n kwa dəz dəz bɛl]
oui, ça ils le savent quand ils les voient arriver de... de loin
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. n'en em welont ket ken 2. n'en em veskont ket ken 1. meskañ ? 2. ya, en em veskañ, en em... n'en em glevont ket ken, ne se fréquentent pas, an daou vreur n'en em glevont ket ken
1. [nõn we̞:lɔ̃ɲ kə ken] 2. [nõn ves’kɛɲ cə ken] 1. [’meskɑ̃] 2. [ja nɔ̃n ’veskɑ̃ - nɔ̃n - nɔ̃n glɛ’wɛɲ cət - nə sə fʁekɑ̃t pa - ’ndo̞w vʁœ:ʁ nɔ̃n glɛ’wɛɲ cət ken]
1. ils ne se fréquentent plus 2. ils ne se fréquentent plus 1. se fréquenter ? 2. oui, se fréquenter, se... ils ne s'entendent plus, « ne se fréquentent pas », les deux frères ne s'entendent plus
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koñsomiñ ya, met petra ? tout se ? 'goñsomont ket met kalz ne... nebeu... keroc'h int da brenañ deja, pelloc'h e bad met... n'eo kat memes d'alum, na da lakat anezhe gant ar frajil int, alors ! peotramant e bad evel e bad an amann alors ! et c'est mis en petits machins kua, tout an dud 'welont ket se war ar journal hañ !
[kɔ̃ˈso̞mĩ ja mɛ pʁa tut se - gɔ̃soˈmɛɲ cəd mɛ kɑlz nœ nœˈbœ - ˈkeːʁɔχ hiɲ də ˈbʁeːnɑ̃ deˈʒɑ - ˈpɛlɔχ bɑːd mɛ - ne̞ kad ˈmo̞məz ˈdɑlym na də ˈlɑkə ne̞ gɑ̃n ˈfʁɑːʒil iɲ - aˈlɔʁ - pəˈtɑ̃mɑ̃n bɑːd we̞l bɑːd naˈmɑ̃n aˈlɔʁ - ... ˈkya - tunˈdyt we̞ˈlɔ̃ŋ kə ze waʁ ˈʒuʁnal ɑ̃]
consommer oui, mais quoi ? tout ça ? elles [ampoules] ne consomment pas beaucoup m... moin... déjà elles sont plus chères à acheter, ça dure plus longtemps mais... elle ne peut même pas s'allumer, ni de les mettre tellement elles sont fragiles, alors ! sinon ça dure comme dure le beurre alors ! et c'est mis en petits machins quoi, tous les gens ne voient pas çà dans le journal hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi