Klask
« zad-iou-gozh »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 Ha gant-se, eu... ma... ma zad-kozh, ma zad-iou-gozh, kontant da vezañ achu e... e seizh vloaz, petra 'nea graet nemet... e oant antreet e bourk Pleuveur. Bepred e oa... n'eus ket pell zo e oa c'hoazh un ostaleri, ha bremañ 'soñj ket din, a-fas d'an iliz. Kontant achu e seizh vloaz. Hag ar paotr, fidamdoulle ! evet ur bannac'h, evet daou ha tri, voilà ! Tomm dezhañ. Met aze e deue un n'onn petra, des... evel a lâromp des recruteurs, ma kerez lâret. Kar d'ar c'houlz-se, pa 'dijent arc'hant, a baeent unan all da vont en o flas ! 'Oant ket oblijet d'ober. Bremañ 'vije ket a voaien d'ober se kwa. Gant arc'hant, nann, na gant aour ivez. Met... aze e oa kont evel-se. Hag e gavent tud, kontant da vont en o flas en ur baeañ kwa. Aour 'dijent hañ ! Boñ...
[...]
Et donc, euh... mon... mon grand-père, mon arrière-grand-père, content d'avoir fini son... ses sept années, qu'avait-il fait mais... ils étaient entrés dans le bourg de Pleuveur. Il y avait toujours... il n'y a pas longtemps il y avait encore un bistro, et maintenant je ne crois pas, en face de l'église. Content d'avoir fini ses sept années. Et le garçon, saperlipopette ! [Il avait] bu un verre, bu deux ou trois, voilà ! Éméché. Mais là il y avait je ne sais qui qui venait, des... des recruteurs comme nous disons, si tu veux bien le dire. Car à cette époque-là, quand ils avaient de l'argent, ils payaient un autre pour aller à leur place ! Ils n'étaient pas obligés de le faire. Maintenant on ne pourrait pas faire ça quoi. Avec de l'argent, non, ni avec de l'or non plus. Mais... là ça se passait comme ça. Et ils trouvaient des gens, contents d'aller à leur place en étant payés quoi. Ils avaient de l'or hein ! Bon...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Ha 'h aent aze deus eu... ma zad-iou-gozh a oa deus bord ar mor. Hag e oa aet du-hont evel-just, war e dreid kwa. Me n'onn ket pe 'neva ur gazeg, pe ur vuoc'h a oa aet gantañ. Bepred pa oa kistion dezhañ da dont en-dro, a oa bet aretet aze evel-se e Kroaz ar Pinenno. Sell ! Aze eo Kroaz ar Pinenno ! A soñj din. N'eo ket se ? 'Oa ket merket evel-se ? Kroaz ar Pinenno, a soñj din. Ha feiz... met, peneogwir 'nea bet... 'nea graet eu... gortoz ! pevarzek vloaz servij, 'nea graet. Peneogwir e oa arri... seiz vloaz d'ar c'houlz-se... obligatoire kwa. Se a oa en 1780, un dra bennak evel-s... ya ! Voilà !
[... - ˌkɾ̥wazapiˈne̞no - ... - ... ˌkɾ̥wazapiˈne̞no - ... - ... - ˌkɹ̥wazapiˈne̞no - ...]
Et ils allaient là de euh... mon arrière-grand-père était de la côte. Et il était allé là-bas, bien sûr, à pied quoi. Moi je ne sais pas s'il avait emmené un cheval, ou une vache. Toujours est-il que quand il fut question pour lui de revenir, il avait été arrêt comme ça à Kroaz ar Pinenno. Tiens ! Là c'est Kroaz ar Pinenno ! Il me semble. Ce n'est pas ça ? Ce n'était pas marqué comme ça ? Kroaz ar Pinenno, je crois. Et ma foi... mais, puisqu'il avait eu... il avait fait euh... attends ! quatorze ans de service militaire, qu'il avait fait. Puisqu'il était arrivé à... sept ans à cette époque-là... obligatoire quoi. Ca c'était en 1780, quelque chose comme ç... oui ! Voilà !
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Kervorgan, ah, ya ! hopala ! met eno... hennezh zo des ruines, me anavez hennezh, ma zad-kozh a oa eno o terc'hel menaj, ha ma zad-iou-gozh, ma zud-kozh a oa eno, Kervorgan
[ke̞ꝛˈvoɾgɑ̃n a ja - ... - ... - ... - ... - ... - ke̞ɾˈvoɾgɑ̃n]
Tredraezh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Amede Gwignañwac'h, ganet e 1934 e Tredraezh, o chom e Tredraezh, marvet e 2025, tud bet ganet e Plouilio / Logivi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya ! ma zad-iou zad-iou-gozh a oa arri... pemp ha pevar-ugent ivez, han-se int ur familh eu...
[ja - ma zaˌdiˑo zaˌdiˑo ˈgoˑz wa ˌɑj - ɑ̃nˈse ...]
oui ! mon (arrière ?)-arrière grand-père avait atteint... quatre-vingt cinq ans aussi, donc c'est une famille euh...
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed ar Bever, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Trezeni / Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ar Peuc'h a oa ma zad-iou-gozh
[pœh wa mə daˌdio’go:s]
Le Peuc'h était mon arrière-grand-père
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi