Temoù
Soufrañ ar gwenan
-
🔗 ... e veze ret soufrañ anezhe, e veze ret lazhañ ar gwenan
['viʒe rɛt 'sufrɑ̃ nɛ: 'viʒe rɛt 'lɑ:hɑ̃ 'gwe:nən]
... il fallait les soufrer, il fallait tuer les abeilles
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 soufrañ anezhe
['zufrɑ̃ nɛ:]
les soufrer
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwezhall 'h eo abalamour e veze soufret ar gwenan
['gwe:ʒal he blɑ̃m 'viʒe be 'zufrət 'gwe:nən]
autrefois c'était parce que les abeilles étaient soufrées
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, e vez laket soufr e-barzh hag e vougont
[ja ve 'lɑkə zuv barz a 'vu:gɛɲ]
oui, on met du souffre dedans et elles étouffent
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwenan, ti ma mamm-gozh e oa gwenan, e vezent soufret
['gwe:nən ti mə mɑ̃m'go:z wa 'gwe:nən viʒɛɲ 'zufrət]
des abeilles, il y avait chez ma grand-mère des abeilles, elles étaient soufrées
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e vezent soufret kwa, se... 'da ket tapet an tu da... d'ober lakat an eil war eben da... hag e vezent soufret da dennañ ar mel er-maez kwa, e veze lazhet ar gwenan
[a 'gu:de viʒɛɲ 'zufrət kwa ze da kə 'tɑpə nty: də 'do:bər 'lɑkə nɛʎ war ni'be:n də a viʒɛɲ 'zufrət də 'dɛnɑ̃ me:l me̞:s kwa viʒe 'lɑhə 'gwe:nən]
et après on les soufrait quoi, ça... ils n'avaient pas trouvé le moyen de... de faire mettre l'une sur l'autre pour... et elles étaient soufrées pour tirer le miel à l'extérieur quoi, on tuait les abeilles
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vije soufret e vije stouvet gant... gant un tamm... un tamm pri kwa, harz... harz anezhe da vont e-barzh kwa heg evel-se... aze e klevez anezhe o vreskenn pa vije soufret « brrrou ! »
[pe viʒe 'zufɾəd viʒe 'stu:vəd gɑ̃n gɑ̃n tɑ̃m tɑ̃m pɾi: kwa hɑɹs hɑɾz nɛ: də vɔ̃n bɑɹs kwa a və'se 'ɑ:he 'glɛwe̞z nɛ: 'vɾeskən pe viʒe 'zufɾət bɾu:]
quand elles étaient soufrées on bouchait avec... avec un peu... un peu d'argile quoi, empêcher... pour les empêcher d'aller dedans quoi et comme ça... là tu les entendais s'agiter quand elles étaient soufrées « brrrou ! »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi