Temoù
En heol
-
🔗 mont 'ba an heol
[mɔ̃n bah 'nɛwəl]
aller au soleil
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 heoliañ
[hɛ'wɛʎɑ̃]
prendre le soleil [objets que l'on met à sécher]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 laket eo ar gwele da heoliañ
['lɑkəd e 'gwe:le də hɛ'wɛʎɑ̃]
le lit (les draps du lit) est mis au soleil
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arru on poazh
[aj õ pwah]
je suis cuite [sous le soleil]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne chomin ket 'ba 'n heol tomm
['ʃomiŋ kə ba 'nɛw ɔl tom]
je ne resterai pas sous le soleil chaud
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar re-se a arru an heol warne muioc'h
['rehe aj 'nɛwɔl warnɛ 'myɔh]
ceux-là le soleil arrive plus sur eux [ils sont plus exposés]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ni a oa war ar min oc'h heoliat
[nim wa war mi:n hɛ’wɛʎət]
nous étions sur la pierre à prendre le soleil
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aze e oamp o heoliat hom-daou
['ahe wɑ̃m hɛ'weʎəd ɔ̃mdow]
nous étions en train de prendre le soleil tous les deux là
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an heol a oa warne
['nɛwɔl wa warnɛ]
le soleil était dessus [les légumes]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 charreat plouz ? bremañ e vo sec'h ar plouz ma chom en heol ya
['ʃɑrət plu:s 'bœmɑ̃ vo zeh plu:z ma ʃɔm 'nɛwɔl ja] J
charroyer de la paille ? maintenant elle va être sèche la paille si elle reste au soleil oui
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a vez muioc'h 'ba an heol
[ẽ̞: ve 'myɔh bah 'nɛwɔl]
il est plus au soleil
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket bet 'ba an heol c'hoazh
[nɛ kə be bah 'nɛwɔl hwɑs]
il n'a pas encore été au soleil
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, pa oa deut an heol warnañ e oa... e oa devet gant an heol, moarvat a-raok 'na bet lañs da... evel al louzoù pa vezont binetennet aze kwa, e deu ur c'houad heol warne pa vezont gwak evel-se e grog an heol en enne kwa, ur wech distroadet
[ja pe wa dœd ’nɛwɔl waɹnɑ̃ wa wa ’dɛwət kɑ̃n ’nɛwɔl ma’hɑd ə’ɹo:g na be lɑ̃:s tə wɛl ’lu:zo pe vɛɲ binɛ’tenəd ’ɑ:he kwa dœ ’hu:at ’hɛwɔl waɹnɛ pe vɛɲ gwɑ:g və’se gɾɔ:g ’nɛwɔl nenɛ kwa weʃ di’stwɑ:dət]
oui, quand le soleil était venu dessus il était... était brûlé par le soleil, sans doute qu'il avait eu le temps de... comme les mauvaises herbes quand elles sont binées là quoi, il vient un peu d'ensoleillement dessus et quand elles sont molles comme ça le soleil les dessèche quoi, une fois mises au sol
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 diouzhtu pe daou devezh goude neuze e vez sec'h, hag an disterañ gouad heol... a domm
[dy'sty: pe do̞w 'dewəz 'gu:de 'nœ:e ve zeh a dis'te:ɹɑ̃ 'gu:əd 'hɛwɔl do̞m]
tout de suite ou deux journées plus tard alors c'est sec, et le moindre moment ensoleillé... chauffe [terre pierreuse]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 amañ zo re heol din
['ɑ̃mɑ̃ zo ʁe 'hɛwɔl dĩ]
ici il y a trop de soleil pour moi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba an heol eo brav
[ba 'nɛwɔl he̞ bɾɑw]
au soleil il fait beau
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. ya, heoliat a vije lâret amañ, heoliat 2. heoliat a vije lâret 1. ya, ni a lâre se, añfin boñ... hennezh zo o heoliat aze
1. [ja - hɛˈwejəd viʒe ˈlɑːɹəd ˈɑ̃mɑ̃ - hɛˈwejə] 2. [hɛˈwejəd ve ˈlɑːt] 1. [ja - nim ˈlɑːɹɛ ze ɑ̃ˈfin bɔ̃ - hẽːs so hɛˈwejəd ˈɑhe]
1. oui, prendre le soleil que l'on disait ici, prendre le soleil 2. on disait prendre le soleil 1. oui, nous disions ça, enfin bon... il est en train de prendre le soleil là
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi