Temoù
Bezañ aezet
-
🔗 aze e kavez aezet bremañ ?
['ɑhe 'gɑ:vɛz ɛ:zət bɔmɑ̃]
là tu trouves confortable [ta nouvelle maison] maintenant ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwelet 'teus pegen chik eo laket
['gwɛlɛt tøs 'pe:gən ʃik ɛ 'lɑkət]
tu vois comme elle est bien installée
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e oan arriet da livrañ ar paotr-saout bepred hag e oa lâret din... 'oa ket kaer-kaer ar jeu hañ ! gwelet 'ma tan war an oaled, an traoù war an daol, añfin ! 'meus ket lâret penaos e oa ur plac'h... a oa... a oa... 'oa ket un tiegezh abominapl met añfin ! evel-se e oa, 'ba penn an daol e oa tout eu... ar c'houverchoù hag ar vesel 'oa ket graet ivez moarvat, e oa lâret din mont er penn all, ha neuze e oa (un torchenn, un torchenn xxx ?), « azezit en ho koaze bremañ, gwelet a ran 'peus... ur gotilhon sklaer aze emezi », soñjet 'ma se, « fidamdoue ! me, emezon-me, n'in ket ken gant gotilhennoù sklaer evel-se, emezon-me, d'ober ul labour... ar vicher 'h on oc'h ober », « me 'h a d'ober kafe, emezi », hag e oa graet kafe war an oaled
[... - ... kɛꝛ ˌkɛˑꝛ ˈʒœˑ ɑ̃ - ... - ... - ... - ˌwa kə ntiˈeˑgɛz aboˈmiˑnab ... - ... - ... - goˌtiʎɔ̃n ˈskle̞ˑꝛ ... - ... - ... gotiˌʎeno ˈskle̞ˑꝛ - ... - ...]
et toujours est-il que j'étais venue livrer cette clôture électrique et on m'avait dit... ce n'étaient pas des conditions de vie terribles ! j'avais vu le feu sur l'âtre, les choses sur la table, enfin ! je n'ai pas dit que c'était... c'était... c'était... ce n'était pas un gros ménage mais enfin ! c'était comme ça, au bout de la table il y avait tout eu... les couverts et la vaisselle n'était pas faite non plus, on m'avait dit d'aller à l'autre bout, et alors il y avait (un coussin, un coussin xxx ?), « asseyez-vous maintenant, je vois que vous avez... un cotillon clair là qu'elle me dit », je m'étais dit ça, « nom d'un chien ! moi, dis-je, je n'irai plus en cotillon clair comme ça, dis-je, faire un travail... le métier que je fais », « moi je vais faire du café, dit-elle », et on avait fait du café sur l'âtre
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed ar Bever, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Trezeni / Kaouenneg.Dastumer : Tangi