Temoù
Ar gle
-
👂 🔗 eñ 'neus ur skodenn din
[hẽ̞: nəs 'sko:dən dĩ]
il a une ardoise envers moi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e c'hlean bern arc'hant dezhañ
['hleɑ̃ bɛrn 'ɑrhɑ̃n 'deɑ̃]
je lui dois beaucoup d'argent
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ zo gant kalz gle war e gein
[hẽ: zo gɑ̃n kɑlz gle: war i gɛɲ]
il a plein de dettes sur le dos
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne glean mann ebet
['gleɑ̃ mɑ̃n bet]
je ne dois rien [argent]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Kaout gle.
Kad glé.
[kad gle]
Avoir des dettes.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 unan zo un ardoazenn gantañ
[yn zo naɾ'dwɑ:zən gɑ̃tɑ̃]
il y en a un qui a une ardoise
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gle dezhe ya
[gle: dɛ: ja]
ayant des dettes oui
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dit e c'hlean an arc'hant ?
[dit 'hle:ɑ̃ 'nɑʁhɑ̃n]
c'est à toi que je dois l'argent ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 derc'het d'ober gle kwa hein, paeañ a vez d'ober !
[’dɛɹhɛd do̞:ɹ gle: kwa ɛ̃ ’pɛ:ɑ̃ ve do̞:ɹ]
continuer à s'endetter quoi hein, il faut payer !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa ret ober gle evit gallet mont war-raok kwa
[wa ɹɛd o̞:ɹ gle: wid 'gɑləd mɔ̃n wa'ɹo:k kwa]
il fallait faire des dettes pour pouvoir avancer quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag evel-se ma zad 'na paeet e gle dezhañ
[a vi'se ma zɑ:d na 'pɛ:əd i gle: deɑ̃]
et comme ça mon père lui avait payé sa dette
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se e oa avañtaj ober gle evit esa paeañ bep ma 'h ae
[də 'hulse wa a'vɑ̃taʃ 'o̞:bəʁ gle: wit 'hɛsa 'pɛ:ɑ̃ bɔp tə he]
à cette époque-là il y avait avantage à s'endetter plutôt que payer au fur et à mesure
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oan ket dic'hle c'hoazh, « prenit anezhañ emezañ, 'po ket a geuz emezañ »
[wɑ̃ŋ kə 'dihle hwɑs kuɾa 'pɹe:nəd neɑ̃ meɑ̃ po kə gœ̃: meɑ̃]
je n'étais pas encore sans dette quoi, « achetez-la, disait-il, vous ne regretterez pas disait-il »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 re a c'hle a oa kwa
[ɹe 'hle: wa kwa]
il y avait trop de dettes quoi
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout
['gle:ut]
devoir [argent]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur choukad gle
[ə 'ʃukəd gle:]
criblé de dettes
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evel-se 'mo paeet ma gle
[vi'se mo 'pɛ:əd mə gle:]
comme ça j'aurai payé ma dette
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, an hini 'na kustumet... bezañ... bezañ e oa familhoù evel e vez lâret eu... bugale evel-se, eñ a vije o labourat ur stumm bennak hag egile ne rae mann ebet eu... ne vije ket pae bras koura, hag adalek ec'h arrie ur familh all e veze d'ober paeañ ar pezh... a-benn... a-benn... a-raok hanter-viz e veze debret tout ar pezh... prest d'ober gle adarre, hag ur wech kustum da reiñ d'ar memes reoù, feiz... divalav ! divalav !
[ja 'ni:ni na kys'tymət be be wa fɑ̃'miʎo wɛl ve lɑ:d ə by'gɑ:le və'se ẽ̞: viʒe la'bu:ɹəd stym bə'nɑ:g a e'gi:le ɹɛ mɑ̃n'bed ə viʒe kə pɛ'bɾɑ:z 'ku:ɾa a 'dɑ:lɛk 'hɑje 'fɑ̃miʎ al viʒe do̞:ɹ 'pɛ:ɑ̃ pe:z bɛn bɛn viʒe ɹog viʒe ˌhɑ̃ntəɹ'vi:z viʒe 'dɛ:bət tut pe:z pɹe̞st to̞:ɹ gle: ɑj a weʃ 'kystym də 'ɹɛĩ də mɔ̃z ɹew fe: di'vɑ:lo di'vɑ:lo]
oui, celui qui s'était habitué... il y... il y avait des familles comme on dit euh... des enfants comme ça, lui travaillait d'une façon ou d'une autre et l'autre ne faisait rien euh... la paye n'était pas grosse quoi, et dès qu'arrivait une autre famille il fallait payer ce qui... pour... pour... avant la moitié du mois était liquidé tout ce qui... prêts à faire des dettes de nouveau, et une fois habitué à donner aux mêmes, ma foi... moche ! Moche !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, hi 'da lesket gle war-he-lerc'h
[ja hi da 'lɛskə gle: waɹ i lɛɹχ]
oui, elle avait laissé des dettes derrière elle
Gant : Michel Bonno, ganet e 1939 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Prad / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'deus gwerzhet anezhañ, kazi mann ebet, peogwir 'na ket nemet gle ha gle ha gle
[døz ˈgwɛɹzə ˌneˑɑ̃ - ˌkɑhe ˈmɑ̃n əˌbet - pyˌgyˑɹ ˈna kə mɛ ˈgleˑ a ˈgleˑ a ˈgleˑ]
ils l'ont vendu, pratiquement pour rien, puisqu'ils étaient criblés de dettes
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kaout gle
kad glé
[kad gle]
être redevable (litt. Avoir des dettes)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien