Temoù
Ar c'habaliñ
-
👂 🔗 e vo bec'h etreze-tout
[vo beh treɛ tut]
ça va être la compétition entre eux tous [listes électorales]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kabaliñ a oa pa vez an eleksionoù
[ka'bɑ:li wa pe ve nelɛk'sjɔ̃:no]
faire campagne [payer des coups à boire] c'était quand il y avait les élections
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ, hennezh, boñ, pa arrio un toullad tud, boñ, a baeo ur bannac'h dezhe kwa, se zo kabaliñ kwa evit eu...
[hẽ̞: hẽ̞:s bɔ̃ pe ˈhɑjo 'ntulat tyt bɔ̃ 'bɛ:o bɑ̃x tɛ: kwa ze zo ka'bɑ:lĩ kwa wid ə]
lui, celui-là, bon, quand plusieurs personnes arrivent, bon, leur paiera un coup quoi, c'est ça faire campagne pour euh...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 meskailhez zo
[mes'kɑʎəs so]
c'est le bazar [campagne présidentielle agitée et incertaine]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vez an eleksionoù ivez e vezont o kabaliñ, e vez (graet lâret ?), ha pa arriont dre amañ deus an tu all du-hont... met deus Penn an Hae... pa arri amañ eo kollet-naet, n'an... n'anavez vilajenn ebet na mann ebet ivez
[pe ve nelɛkˈsjɔ̃ːno ˌiˑe vɛɲ kaˈbɑːlĩ - ve gwɛd ˌlɑˑt - a pe ˈhɑjɛɲ de̞ɹ ˈɑ̃mɑ̃ dəs tyˈɑl ˌdyˑən - mɛ dəs ˌpe̞nˈnɛ - pe ˌhɑj ˈɑ̃mɑ̃ e̞ ˌko̞ləˈnɛt - ˈnɑ̃n ˈnɑ̃nve viˈlɑːʒən bet na ˈmɑ̃n bed ˌiˑe]
quand c'est les élections aussi ils sont en campagne électorale, c'est xxx ( ?), et quand ils arrivent par ici de l'autre côté là-bas... mais de Penn an Hae... quand il arrive ici il est complètement perdu, il ne con... connait aucun village ni rien non plus
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi