Temoù
Dastum unan bennak
-
👂 🔗 tennit ma minotezoù din
['tɛnɛ mə ˌminɔ'te:zo dĩ]
enlevez mes menottes
Favereau 1998 p.528. « minot […] menottes (Ku) […] var. minotes/-ez »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 dastumet gant ar jañdarmed
[da'styməd gɑ̃n ʒɑ̃'dɑrmət]
arrêté par les gendarmes
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kar eñ oa e dud gantañ prest da vont ma vije...
[kar ẽ: wa i dyt kɑ̃ntɑ̃ pre̞st də vɔ̃n ma viʒe]
car lui avait ses gens [ses hommes, gendarmes] prêts à aller s'il y avait eu...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met pas pa 'mez d'ober konduiñ, betegoût e gouezhje paotred Mari-Robin warnon kwa hein
[mɛ pɑs pe me do̞:ʁ kɔ̃’dy:ĩ ˌbite’gu:d gwẽʃe ’potəd maj’ʁo̞:bin waʁnɔ̃ kwa ɛ̃]
mais pas quand je dois conduire, de peur que les gendarmes ne me tombent dessus quoi hein
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 oblijet da gaout minotezoù ganimp ordin
[o'bli:ʒət tə gɑ:d mino'te:zo gə'nim ɔʁ'din]
étant tout le temps obligé d'avoir des menottes sur nous
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e oa adserret adarre
[a ’gu:de wa had’zɛʁəd ’dɑ:e]
et après il avait été de nouveau interpellé [par les gendarmes]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze, gwelet a rez, e oa dastumet unan ivez e bord ar mor hag e oa lâret dezhañ « taol p... taol plê mat ec'h afe... ec'h afe evel-se ken da redal e-mesk ar merc'hed »... e tispake ya, hag e flutenn gantañ da grec'h, hañ la la, gwashoc'h evit kole bras ar Roc'h
[’ɑhe gwɛ:l ə rez wa das’tyməd yn ije bɔrd’mo:r a: wa ’lɑ:rəd deɑ̃ top toplɛ mɑ:d ’hɛfe ’hɛfe vi’se ken da ’re:dəl mesk ə ’mɛrhɛt di’spɑkɛ ag i ’flytən gɑ̃tɑ̃ də kweχ hɑ̃lala ’wɑsɔh wid ə ’hwɛ:le bɾɑ:z ɾɔx]
là, tu vois, il y en avait eu un d'arrêté au bord de la mer et on lui avait dit « faites att... faites attention d'aller... de ne plus aller comme ça courir parmi les femmes [s'exhiber] »... il s'exhibait oui, avec la flute en l'air, oh la la, pire que le taureau [inséminateur] d'Ar Roc'h
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gallet 'na mont a-raok, dirak ar jañdarmed, peogwir 'na goullet gant ar jañdarmed, « ma 'peus c'hoant da... da diskouez pelec'h 'meus laket... l'arme du crime », ma kerez, « 'peus ket nemet lemel ar me... ar menotennoù ganin », ah, paotr kaezh ! ya, paotr ! eñ a oa aet a-raok, ha... kollet e oa !
[...]
il avait réussi à s'enfuir, devant les gendarmes, puisqu'il avait demandé aux gendarmes, « si vous voulez que... que je montre où j'ai mis... l'arme du crime », si tu veux, « vous n'avez qu'à m'enlever les me... les menottes », ah, mon pauvre ! oui, mon gars ! il s'était enfui, et... il était perdu [pour les gendarmes] !
Gant : Jañ-If Kawan, ganet e 1962 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Prad.
Dastumer : Tangi
Temoù dindan
- Ar souflez (1 frazenn)