Temoù
Partiañ
-
🔗 aze zo partiet un toullad ur pennad zo hañ
['ɑhe zo par'tiə 'ntuləd 'pɛnə so ɑ̃]
là il y a en quelques uns qui sont partis [décédés] depuis un moment
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evit ar bloaz zo partiet ur bern 'vat
[wid blɑ: zo par'tiə bɛrn vɑt]
cette année beaucoup sont partis [décédés]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar c'hentañ eo ar gwellañ dezhañ partiañ
['hentɑ̃ ɛ 'ngwɛlɑ̃ deɑ̃ pɑr'tiɑ̃]
le plus tôt sera le mieux pour lui de partir [mourir]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un dro bennak ec'h aio an nen tout peogwir e renkomp partiañ
[ndɾo bə’nɑg ’hajo nen tut py’gy:r ’rɛŋkɔ̃m par’tiɑ̃]
un jour ou l'autre on mourra tous [litt. ira] puisque nous devons mourir
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ ar reoù zo arri fepl aze a-wechoù, ar reoù gozh, a barti gantañ, gant ar grip hañ
[’bomɑ̃ ʁew zo ɑj fɛb ’ɑ:he ’we:ʒo ʁew go:s ’bɑʁti gɑ̃tɑ̃ gɑ̃n gʁip ɑ̃]
maintenant ceux qui sont arrivés faibles là parfois, les anciens, en meurent, de la grippe hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ret e vo partiañ
[ʁɛd vo paʁ'ti:ɑ̃]
il faudra mourir [un jour]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall e oa Aogust Chañsae aze, pa 'meus anavet, met marv eo... hag e wreg ha... he breur 'neus gwerzhet ha... partiet pep hini war e bord
[...]
autrefois Auguste Chansay était là, puisque j'ai connu, mais il est mort... et sa femme et... son frère a vendu et... chacun est parti de son côté [décédé ?]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi