Temoù
Bezañ intañv
-
🔗 intañvez eo
[in'tɑ̃:vəz ɛ]
elle est veuve
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 he-unan emañ, intañvez eo
[i'hyn mã in'tã:vəz ɛ]
elle est seule, elle est veuve
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 div intañvez int
[diw in'tã:vəz iɲ]
ce sont deux veuves
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hoñ oa intañvez yaouank
[hɔ̃: wa in'tɑ̃:vəz 'jowɑ̃ŋk]
elle était jeune veuve
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 intañv eo moarvat pell zo
['intãv ɛ 'mahat pɛl zo]
il est veuf sans doute depuis longtemps
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tremen ugent vloaz zo eo intañv
[’tremɛn yˈge̞nlaˌso hɛ ’intãf]
cela fait vingt ans passés qu'il est veuf
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 intañv
['intɑ̃f]
veuf
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 intañvezed
[ˌintɑ̃'ve:zɛt]
des veuves
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 intañvezed
[ˌintɑ̃'ve:zət]
des veuves
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir ma mamm a oa intañvez euh...
[py'gy:r mə vɑ̃m wa i'tɑ̃:vəs ə]
puisque ma mère était veuve euh...
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Jeanne a oa intañvez deus If ar C'hozh
[ʒɑn wɑ in’tɑ̃:vəz dəs if ə ho:s]
elle était veuve d'Yves Le Coz
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 intañv
i-n-tanf
[intãnf]
veuf
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 intañvet
idanveut
[idãvət]
veufs
??? distagadur
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 intañvez
i-n-tan-neus
[intãnəs]
veuve
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 intañvezed
itanwézeut
[itãwezət]
veuves
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 a-hend-all e oa div pe deir intañvez aze
[hɛn'dɑl zo diw pe dɛ:r in'tɑ̃:vəz ‘a:e]
sinon il y a deux ou trois veuves là [vieilles femmes]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Iv ar C'hog a oa intañv hag eñ 'na pevar vugel
[if’ho:g wa ’ĩntɑ̃f a hẽ̞: na ’pɛwaʁ ’vy:gəl]
Yves Le Coq était veuf et il avait quatre enfants
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 intañv e oa
['intɑ̃w wa]
il était veuf
Gant : Rene ar Sec'h, o chom e Bear, marvet e 2019.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 intañvez Ar Baodour e oa
[in'tɑ̃:vəz 'bo̞wduʁ wa]
c'était la veuve Le Baudour
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Pichouron a oa bet manet intañv kwa
[pi'ʃu:ɹɔ̃n wa be 'mɑ̃:nəd 'intɑ̃w kwa]
Pichouron était resté veuf quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hoñ a oa intañvez ivez kwa, 'da ket... na 'da ket a vugale
[hɔ̃: wa in'tɑ̃wəz ie kwa da kə na da kə vy'gɑ:le]
elle était veuve aussi quoi, elle n'avait pas... elle n'avait pas d'enfant
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma dad ha ma vamm, feiz, pa oa... pa oa o eured, e oa tad ma dad ha neuze e oa ar c'hoar d'hom vamm, e oant intañv o-daou, hag a-benn c'hwec'h miz goude e oa eured an daou all, e oant en em lakeet asambles, met e oa pemzek vloaz pe c'hwezek vloaz etreze, met ar re-seoù en em gleve paotr-kaezh, ne oa ket ezhomm da lâret mann ebet hañ
[mə dɑ:d a mə vɑ̃m fe: pe wa pe wa o ’œ:ɾət wa tɑ:d mə dɑ:d a ’nœ:e wa hwɑ:ɹ dɔ̃m vɑ̃m wɑ̃ɲ ’intɑ̃w o’do̞w a bɛn ’hwɛhmiz ’gu:de wa ’nœ:ɾə ndo̞w al wɑ̃ɲ nɔ̃n la’ke:ə ’sɑ̃məs mɛ wa pe̞m’zegla pe hweˈzegla ’tɾe:ɛ mɛ zew nɔ̃n ’glɛwɛ pot’kɛ:s wa kəd em də lɑ:ʁ mɑ̃n’bed ɑ̃]
mon père et ma mère, ma foi, quand c'était... quand c'était leur mariage, il y avait le père de mon père et une soeur de ma mère, et ils étaient veufs tous les deux, et six mois après il y avait le mariage des deux autres, ils s'étaient mis ensemble, mais il y avait quinze ans ou seize ans entre eux, mais ceux-là s'entendaient mon pauvre, il n'y avait pas besoin de dire quoi que ce soit hein
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha me a oa ma-unan amañ, evel ur c'hog eu... yaouank, e oa tout an intañvezed o lampat warnon aze
[a ˌme wa məˌhyˑn ˈɑ̃mɑ̃ - ve̞l ə ˈhok ə - ˈjo̞wɑ̃ŋg ɑhe̞ - wa ˌtud nintɑ̃ˈveːzə ˌlɑ̃mpə ˌwaɹnɔ̃ ˌɑhe̞]
et moi j'étais tout seul ici, comme un coq euh... jeune là, et il y avait toutes les veuves qui me sautaient dessus
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma dad... a oa intañv ivez
[mə ˈdɑːd - wa ˈintɑ̃ ˌiˑe]
mon père... était veuf aussi
Gant : Ivoñ an Aofred, ganet e 1937 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Kawan / Sant Kleve.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh zo intañv ivez, kollet e wreg gantañ yaouank
[ˌhẽˑs so ˈintɑ̃v ˌiˑe - ˈko̞ləd i ˈweg ˌgɑ̃tɑ̃ ˈjo̞wɑ̃ŋk - ˌjɑ]
lui est veuf aussi, [ayant] perdu sa femme jeune
Gant : Mari ar Vey, ganet e 1924 e Kervorc'h, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha hoñ a oa dimezet gant Frañsoa ar Moulleg, pa oa bet intañv, pa oant intañv o-daou, 'deuint... 'deuint dimezet, ha Jañ eo o mab, met pas mab honnezh ! ah non ! hoñ 'da... hoñ 'deus ket eu... hoñ 'deus ket bet a vugale, nann, hag eñ 'na pevar
[a ˌhɔ̃ˑ wa diˈme̞ˑɛd gɑ̃n ˌvɹɑ̃swa ˈmulək - pe wa ˌbed ˈintɑ̃ˑf - pe wɑ̃ɲ ˈintɑ̃ˑv oˌdo̞w - dœɲ dœɲ diˈme̞ˑɛt - a ˈʒɑ̃ he̞ o ˈmɑːp - mɛ pa ˌmɑˑb ˈhɔ̃ˑs - a ˌnɔ̃ - ˌhɔ̃ da ˌhɔ̃ døs kəd ə - ˌhɔ̃ døs kə ˌbe vyˈgɑːle - ˈnɑ̃n - a ˌẽ na ˈpɛwaɹ]
et elle était mariée à François Le Moullec, puisqu'il avait été veuf, puisqu'ils avaient été veufs tous les deux, ils se sont... 'ils se sont mariés, et Jean est leur fils, mais pas son fils à elle ! ah non ! elle avait... elle n'a pas euh... elle n'a pas eu d'enfants, non, et lui en avait quatre
Gant : Mari ar Vey, ganet e 1924 e Kervorc'h, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met me... me a wel anezhañ o vont da... o vont d'e labour d'ar garierenn gant e bod-soubenn war e velo, peogwir e rae e voued peogwir e oa intañv
[mɛ ˈme - ˈme ˌwe̞ˑl ˈneˑɑ̃ ˌvɔ̃n də - ˌvɔ̃n di ˈlɑːbuꝛ də gaˈꝛjɛꝛən gɑ̃n i budˈsuːbən waꝛ i ˈveːlo - pyˈgyˑꝛ ɣe i ˈvwet pyˈgyˑꝛ wa ˈĩntɑ̃w]
mais moi... moi je le vois aller à... aller à son travail à la carrière avec son pot à soupe à vélo, puisqu'il faisait sa nourriture puisqu'il était veuf
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Pichon, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2022, tud bet ganet e Sant Kleve / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ma c'hoar-gaer a oa intañvez
[a mə ˌhwɑꝛ ˈgɛˑꝛ wa inˈtɑ̃wəs]
et ma belle-sœur était veuve
Gant : Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Yves a oa dimezet d'un intañvez a-hont
[... inˈtɑ̃wəz ...]
Yves était mariée à une veuve là-bas
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Pleuvihan (EHPAD).
dilojet da 6 vloaz da Bleuveur lec'h 'neus tremenet lodenn vrasañ e vuhezDastumer : Tangi
-
👂 🔗 Gilchar a oa... oa intañv, e oa... hag e oa marv e wreg
[... - ... ˈintãʷ - ... ˈmaɹʷ ...]
Guilchar était... était veuf, il était... et sa femme était morte
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Konan, ganet e 1931 e Kemper, o chom e Kemper, tud bet ganet e Pleuzal / Kemper.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e oa en em gavet intañv abred, met añfin, kollet 'da e wreg, me n'onn ket petra 'deva, met 'oa bugel ebet
[...]
et il s'était retrouvé veuf de bonne heure, mais enfin, il avait perdu sa femme, moi je ne sais ce qu'elle avait, mais il n'y avait aucun enfant
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 c'hwec'h miz goude e oa marvet ma mamm, e oa addimezet ma dad, d'un intañvez-vrezel
[...]
six mois après que ma mère ne meure, mon père s'était remarié, à une veuve de guerre
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 intañv eo
[ˈintɑ̃w e̞]
il est veuf
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 femme décédée, intañv eo
[ˈintɑ̃v e̞]
femme décédée, il est veuf
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 intañv, ha hi zo intañvez
[ˈintɑ̃f]
veuf, et elle est veuve
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 intañvezed ya
[ˌitɑ̃ˈveˑzəd ja]
des veuves oui
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 intañveziñ
[ˌintɑ̃ˈveˑĩ]
devenir veuf
???
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 intañved
[inˈtɑ̃ˑvət]
des veufs
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)