Temoù
An dilhad dindan
-
👂 🔗 neuze 'ma un tamm kalson kwa, dindan
['nœe ma tɑ̃m 'kɑlsɔ̃n kwa di'nɑ̃:n]
alors j'avais un petit caleçon quoi, en-dessous
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 ur c'halson hir
['hɑlsɔ̃n hi:ɹ]
un caleçon long [porté l'hiver par les hommes]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur c'halson berr
['hɑlsɔ̃n bɛʁ]
un caleçon court [porté l'été par les hommes]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Un devezh e oan o chaseal ma-unan, ma-unan e-kichen... e-kichen tosenn... vihan zo e-kichen an e... an en... an enez... an uzin Penn al Lann aze. Hag a 'ma... hag a 'ma... 'ma lazhet eu... ur c'han... ur c'hanig evel-se. Hag e oa kouezhet en dour. Hag e oan o vont da dennañ ma bragoù evit... evit mont... evit mont gant... gant ma galson. Kalson hir a oa ganin dindan ma bragoù. Eu... ha 'ma lâret eu... « goude, emezon-me, e dennin ma... ma... ma galson, emezon-me, ha... hag e lakein ma bragoù en sec'h ».
[ˌpe̞nˈlɑ̃n]
Un jour je chassais tout seul, tout seul à côté... à côté de la petite... butte... qui est à côté de l'î... l'îl... l'île... de l'usine de Penn al Lann là. Et j'avais... et j'avais... j'avais tué euh... un can... un canard comme ça. Et il était tombé dans l'eau. Et j'allais enlever mon pantalon pour... pour aller... pour aller en... en caleçon. J'avais un caleçon long sous mon pantalon. Euh... et je m'étais dit euh... « après, dis-je, j'enlèverai mon... mon... mon caleçon, dis-je, et... et je mettrai mon pantalon au sec ».
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
🔗 oa ket nemet ur slip gantañ !
[...]
il n'avait qu'un slip sur lui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 1. ha c'hoazh... ur wech e oa aet da... da... da gargañ ur c'hole 2. ah, ya ! ya ! 1. hag e oa en petite tenue, et en tu-hont da se, hag e oa e-unan oc'h ober, en tu-hont da se 'nea laket ur c'halson ruz ! 2. ya, ya ! e deue ar c'hole dezhañ, ya 1. kar ar c'holeed 'blij ket al liv-se dezhe hañ !
[...]
1. et encore... une fois, il était allé... allé... allé charger un taureau 2. ah, oui ! oui ! 1. et il était en petite tenue, et en plus, et il était tout seul en train de faire, en plus de ça il avait mis un caleçon rouge ! 2. oui, oui ! le taureau l'attaquait, oui 1. car les taureaux n'aiment pas cette couleur-là hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
Temoù dindan
- Al lostenn (1 frazenn)