Temoù
An hent hep goudron
-
👂 🔗 toulloù 'ba 'n hent ha pezhioù mein o roulañ war an hent
[’tulo bɑh nɛn ɑ ’pe:ʒo mɛɲ ’ʁulɑ̃ waʁ nɛn]
des trous dans la route et des grosses pierres qui roulaient sur la route
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-raok e oant 'ba an douar tout
[ʁo:g wɑ̃ɲ ban 'du:aʁ tut]
avant elles étaient toutes en terre [routes]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e oa meinet kwa
['ɑ:he wa 'mɛɲɛt kwa]
là c'était empierré quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall gant kirri ha traoù ne veze ket nemet poultr
[gwe'ʒɑl gɑ̃n 'kiɾi a tɾɛw viʒe kə mɛ pult]
autrefois avec les charrettes et tout il n'y avait que de la poussière
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an henchou ac'h ae d'ar parkoù kwa, henchou 'h ae d'ar parkoù, 'oant ket... 'oant ket meinet na... na mann ebet kazi
[ˈnĩʃo a hɛ də ˈpɑɹko kwa - ˈhĩʃo hɛ də ˈpɑɹko - ˌwɑ̃ŋ cə - ˌwɑ̃ŋ cə ˈmɛɲət na - na ˈmɑ̃n bet ˌkɑhe]
les chemins pour aller aux champs quoi, des chemins qui allaient aux champs, ils n'étaient pas... ils n'étaient pas empierrés ni... ni rien quasiment
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Filous, ganet e 1931 e Peurid-ar-Roc'h, o chom e Mousteruz, marvet e 2024, tud bet ganet e Mantallod / Rospez.
bet maer Mousteruz e-pad ur pennad-matDastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ eo bet... eo bet meinennet muioc'h
[ˌbʁœmɑ̃ e̞ ˌbet - e̞ ˌbed mɛˈɲenəd ˈmyˑɔx]
maintenant il a été... il a été davantage empierré [chemin]
Gant : Ivoñ Brochen, ganet e 1952 e Berc'hed, o chom e Berc'hed, tud bet ganet e Prad / Berc'hed.
Dastumer : Tangi