Temoù
Goulenn ar badelezh
-
🔗 1. ya, n'eus ket pell abaoe eo bet 2. pegoulz e oa bet neuze ? 1. oh, ma Doue, petra zo ? pemp... n'eus ket pemp... pemzekteiz zo ? 2. pemp ! 1. teir sizhun zo arri bremañ 2. oh, ya... 1. e oa bet amañ hec'h-unan, hec'h-unan 2. c'hoazh 'na kroget ar chas en enni an deiz-se ? 1. hec'h-unan 2. an deiz-se 'na graet ?
[nœs kə pɛl bwe ɛ bet - o: ma 'due pra zo - pɛm'zete zo - 'krɔ:gə ʃa:s 'neni]
1. oui, ça ne fait pas longtemps depuis qu'elle est venue 2. quand était-elle venue alors ? 1. oh, mon Dieu, ça fait quoi ? quin... il n'y a pas quin... il y a quinze jours ? 2. cinq ! 1. ça fait maintenant trois semaines 2. oh, oui... 1. elle était venue ici toute seule, toute seule 2. encore que les chiens l'avaient mordue ce jour-là ? 1. toute seule 2. c'est ce jour-là qu'ils avaient fait ?
Gant :
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.Dastumer : Tangi
-
🔗 pegement amzer ?
[pe'gemən 'ɑ̃mzər]
combien de temps ?
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 moarvat 'deus gouvezet pegement oa da...
[ma'had døz gu'veəd pe'gemən wa də]
elle a sans doute su combien [durée du congé de maternité] il y aurait à...
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eus ket keit-se zo 'vat, petra zo ? eu... n'eus ket hanter-kant vloaz c'hoazh
[nøs kə kɛj se zo ha pɹɑ zo ə nøs kə ˌhɑ̃ntəˈkãˑla hwɑs]
il n'y a pas si longtemps que ça, combien il y a ? euh... il n'y a pas cinquante ans encore
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi