Temoù
Bezañ war ar renk
-
🔗 Eñ zo war ar renk.
é zo war rè:g.
[e zo waʁ ʁɛ:g]
il est sur le rang. [il est en lice]
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 hoñ a oa bet evit bezañ maer
[hɔ̃: wa bed wid 'be:ɑ̃ mɛ:ʁ]
elle s'était présentée pour être maire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met eu... 'da ket kaozeet re war ar reoù a oa sañset war ar renk hañ
[mɛd ə da kə ko'ze:ə ʁe waʁ ʁew wa 'sɑ̃sə waʁ ʁɛ̃ŋg ɑ̃]
mais euh... ils n'ont pas trop parlé de ceux qui étaient en principe candidats hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ... war al listenn ?
[waʁ 'listən]
... elle se présente [litt. être sur la liste ; élection]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, ar reoù a vije war ar renk amañ da... da vont da goñseilher, ya, a baee chopinadoù 'ba ar bourk
[ˌjɑ - a ˈɹew ˌviˑʒe waɹ ˈɹɛŋg ˌɑ̃mɑ̃ də - də ˌvɔ̃n də gɔ̃ˈzɛjəɹ - ˌjɑ - ˈbɛˑe ˌʃopiˈnɑːdo bah ˈbuɹk]
oui, ceux qui étaient en course ici pour... pour devenir conseiller, oui, payaient des coups au bourg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Damani, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Prad, tud bet ganet e Kamlez / Berc'hed.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 piv zo aze o chom aze ? hen... hennezh zo... zo bet war ar renk koñseilher aze, alies aze
[ˌpiw zo ˌɑhe ˌʃo̞m ˌɑhe - ˈhẽ ˈhẽˑs so - zo ˌbe waꝛ ˈɹɛŋk kɔ̃ˈsɛjəꝛ ˌɑhe - aˈliˑɛz ˌɑhe]
qui habite là ? lu... lui il est... a été candidat pour être conseiller là, souvent là
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Alan Herveig, ganet e 1954 e Pleuzal, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / .
mab Janin HerveigDastumer : Tangi
-
👂 🔗 adjoint e oan, maer 'oan ket aet kar... tud re desket a oa ganin war ma listenn, ha 'vijen ket bet kat evite, 'ma ket nemet ma sertifikad, hag e vijen bet gwintet gante
[...]
j'étais adjoint, je ne m'étais pas présenté comme maire car... il y avait des gens trop instruits avec moi sur ma liste, et je n'aurais pas pu me mesurer à eux, je n'avais que mon certificat, et ils m'auraient renversé
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ujen Boverje, ganet e 1930 e Hengoad, o chom e Pleuzal, marvet e 2023.Dastumer : Tangi