Temoù
Gwelet fall
-
👂 🔗 sellet a-dreuz aze
['zɛlɛd dɾœ:z 'ɑhɛ]
regarder de travers là [loucher]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, eñ zo tarluch
[ja hẽ̞: zo 'tɑrlyʃ]
oui, il louche
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne welan ket nemet brouilhet tout
['wɛ:lɑ̃ kə mɛ 'bruʎət tut]
je ne vois que tout brouillé [quand on ne vois plus clair]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 berr eo ma gweled
[bɛr ɛ mə 'gwɛ:lət]
j'ai la vue courte
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 ne wele ket un tu
['wɛ:lɛ kən ty:]
elle ne voyait pas d'un côté
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 peogwir e welan fall-daonet
[pə'gu:r wɛ:lɑ̃ vɑl'dɑ̃wnət]
puisque je vois horriblement mal
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne welez ket sklaer aze
['wɛ:lɛs kə skle̞:r 'ahe]
tu ne vois pas clair là
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne welent ket sklaer o vont d'ar gêr
[’wɛ:lɛɲ kə skle̞:r vɔ̃n tə ge̞:r]
ils ne voyaient pas clair en rentrant à la maison
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma welfen sklaer !
[mə 'wɛlfɛn skle̞:r]
si [au moins] je voyais clair !
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me, peogwir ne welan ket sklaer, ne vez ket aezet din gwelet anezhe
[me py 'wɛ:lɑ̃ kə skle̞:r vɑ:t ve kəd 'ɛ:zəd dĩ 'gwɛ:lə nɛ:]
moi, puisque je ne vois pas clair, ce n'est pas facile pour moi de les voir
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne wel ket ervat-kaer da gentañ
[wɛl kə vɑ:t kɛ:r də ’gentɑ̃]
il [l'enfant] ne voit pas parfaitement au début
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'meus graet un tamm lenn met 'meus ket lennet anezhañ tout kar skuizh e vez ma daoulagad o lenn
[a møz gwɛt tɑ̃m lɛn mɛ møs kə 'lɛnə neɑ̃ tut kaʁ skwi:z ve mə do̞w'lɑ:gə lɛn]
et j'ai fait un peu de lecture mais je ne l'ai pas lu en entier car mes yeux sont fatigués de lire
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Yvonne ne wel ket sklaer kaer
[i'vɔ:n we̞:l kə sklɛ:ʁ kɛ:ʁ]
Yvonne ne voit pas très clair
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur pezh takadenn du
[pes ta’kɑ:n dy:]
une grosse tache noire [dans l'œil, DMLA]
Gant : Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze emañ bepred ar feunteun, e-tal ar chapel e oa ur feunteun hag a oa evit an daoulagad, ha 'meus soñj memes pa oan... pa oan bihan ma kerez, me 'meus soñj da welet tud, merc'hed kozh, o tont, o tont amañ da... da welet ma mamm, da gerc'hat dour da... peogwir e gomañsent kaout teñval-gweled e deuent aze da welet eu... hag e vije roet ur voutailhad dour dezhe da vont d'ar gêr, ar re-seoù a deu d'evañ kafe gant ma mamm hag e vijent o tiskutiñ ha tout ha me a vije lâret din mont da gerc'hat dour d'ar feunteun, ar feunteun zo uheloc'h evit an dro-gorn diouzhtu aze, me n'aen ket ordin da gerc'hat dour d'ar feunteun, me a dape dour a deue deus lec'h all hag a rae memes efed
[’ɑ:he mɑ̃ ’bopəd ə ’vœntən tal ’ʃɑpəl wa ’vœntən ag ə wa win do̞w’lɑ:gət a mœz ʒɔ̃:s ’mɔ̃məs pwɑ̃n pə wɑ̃n ’bi:ən ma ’ke:ʁes me mœz ʒɔ̃:s də ’we̞:lət tyt ’mɛʁhɛt ko:s dɔ̃n dɔ̃n ’ɑ̃mɑ̃ də də we̞:l mə mɑ̃m də ’gɛʁhəd du:ʁ də pu ko’mɑ̃sɛɲ kɑ:t ’tẽ:vəl ’gwe̞:lət dɛɲ ’ɑ:he də ’we̞:ləd ə a viʃe ’ɹo:əd ə vu’tɑjə du:ɹ dɛ: də vɔ̃n də ge̞:ɹ zew dɛ ’ɑ:he ’de:və ’kɑfe gɑ̃n mə mɑ̃m a viʃe tis’kytĩ a tut a me viʃe lɑ:d dĩ mɔ̃n də ’gɛʁhə du:ɹ də ’vœntən ə ’vœntən zo y’ɛlɔx win dʁo’gɔɹn dys’ty ’ɑ:he me nɛŋ kəd ɔɹ’din də ’gɛʁhə du:ɹ də ’vœntən me ’dɑpɛ du:ɹ dɛ dəz le̞h al a ʁɛ ’mɔ̃məz ’efət]
la fontaine est toujours là, à côté de la chapelle il y avait une fontaine pour les yeux, et je me souviens même quand j'étais... quand j'étais petit si tu veux, je me souviens de voir des gens, de vieilles femmes, venir... venir ici pour voir ma mère, pour aller chercher de l'eau pour... puisqu'elles commençaient à mal voir elles venaient là pour voir euh... et on leur donnait une bouteille d'eau pour chez elle, celles-là venaient boire le café avec ma mère et elles discutaient et tout et moi on me disait d'aller chercher de l'eau à la fontaine, la fontaine qui est plus haut que le virage totu de suite là, moi je n'allais pas tout le temps chercher de l'eau à la fontaine, moi je prenais de l'eau qui arrivait d'ailleurs et qui faisait le même effet
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan deus ma lagad a ra ur son, hag egile a ra ur son all, ha n'out ket kat da lakat anezhe asambles peogwir e welan... pennoù, pevar, c'hwec'h hag eizh, pep penn, penn an den evel-se, ha 'da lâret din, « bon, n'eus ket nemet eu... gwriziañ anezhañ ha mat ! »
[ˈyˑn dœz mə ˈlɑːgad ɹa ˈzɔːn - ag eˈgiːle ɹa ˌzɔ̃ˑn ˈɑl - a ˌnu kə ˌkɑt tə ˌlɑkə ˌne̞ ˈsɑ̃məs pyˌgyˑɹ ˈwe̞ˑlɑ̃ - ˈpe̞no - ˈpɛwaɹ ˈhwɛx a ˈɛjs - pop ˈpe̞n - ˈpe̞n ən ˈdeːn vəˌse̞ - a da ˌlɑɹt ˌtĩ - bo̞n ə - ˌnøs kə ˌmɛd ə - ˈgɹwiˑɑ̃ ˌneˑɑ̃ a ˈmɑˑt ha]
un de mes yeux donne une version, et l'autre donne une autre version, et tu ne peux pas les coordonner parce que je vois... des têtes, quatre, six et huit, chaque tête, la tête de la personne comme ça, et ils m'avaient dit, « bon, il n'y a qu'à... et coudre et puis c'est tout ! »
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eskuz ac'hanon met ret eo din gwelet penaos... kement ha ur wech... kement ha gwelet, kement ha... 'h an da dapet ma lunedoù kar... ma daoulagad 'h a da fall ivez, se an hini eo an gwashañ
[ˌɛskyz ˈɑ̃ːnɔ̃ mɛ ˌɹɛd e̞ ˌdĩ ˈgwe̞lt pəˌnɔ̃ˑz - ˌkemnta ˈweʃ - ˌkemnta ˈgwe̞ˑlə - ˌkemnta - ˌhɑ̃ də ˌdɑpə mə lyˈneːdo kaɹ - mə do̞wˈlɑːgəd ˌhɑ də ˈvɑl ˌiˑe - ˌze ni e̞ ˈngwɑsɑ̃]
excuse-moi mais il faut que je vois comment... tant qu'à une fois... tant qu'à voir, tant qu'à... je vais prendre mes lunettes car... ma vue baisse aussi, c'est ça le pire
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « 'h ez da graou-saout 'ta ! » emezañ, da... eme... eme... eme Job... ha Mari-Louiz, da diskouez anvioù ar saout da... da Pierrig, da Pierrig « homañ eo Canette, emezon-me » « Canette ?! eme Pierrig » Pierrig a oa un espes... un tamm bihan... kazi evel un diaoul ivez, ha Mari-Louiz a oa luch, Mari-Louiz 'na ul lagad luch « ha homañ eo Lunette » « memestra, eme... eme... eme Pierrig, 'peus... 'peus muioc'h ezhomm c'hwi » 'na lâret da Mari-Louiz diouzhtu, « c'hwi 'peus... 'peus muioc'h ezhomm c'hwi lunettes, emezañ, evit 'neus homañ ! » ha fachet Mari-Louiz ! ha lâret da Pierrig... da tad Pierrig Gwern « kasit ho mab ganac'h d'ar gêr »
[...]
« tu vas à l'étable des vaches donc ! » dit-il, pour... dit... dit... dit Joseph... et Marie-Louise, pour montrer les noms des vaches à... à Pierrot, à Pierrot « elle c'est Canette, dis-je » « Canette ?! que dit Pierrot » Pierrot était une espèce... un petit peu... presqu'un diable aussi, et Marie-Louise louchait, Marie-Louise avait un oeil qui louchait « et elle c'est Lunette » « quand même, dit... dit... dit Pierrot, vous... vous avez davantage besoin » qu'il avait dit à Marie-Louise tout de suite, « vous avez... vous avez davantage besoin de lunettes, dit-il, que celle-là ! » et fâchée Marie-Louise ! et de dire à Pierrot... au père de Pierrot Le Guern « ramener votre fils à la maison »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 se a oa vekset ivez, da Mari-Louiz, dre an avani... 'da ul lagad... ul lagad luch, gwelet a rez, ya ! « lagalouek » a vije graet duzh se, ya, « lagalouek », ya, a vije graet duzh se, ar re... ar re... ar reoù a vije luch evel-se, e vije graet « lagalouek » doute
[ˌlagaˈlwɛk]
ça c'était vexant aussi, pour Marie-Louise, parce que... elle avait un oeil... un oeil qui louchait, tu vois, oui ! « bigleux » qu'on disait de ça, oui, « bigleux », oui, qu'on appelait ça, ceux... ceux... ceux qui louchaient comme ça, on les désignaient comme « bigleux »
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
🔗 louchañ
louchan
[luʃã]
loucher
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 luchañ
luchan
[lyʃã]
loucher
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 luchañ a-dreuz
luchan dreuz
[lyʃã dʁøz]
loucher
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Louchañ a ra.
Louchan ra.
[luʃã ʁa]
Il louche.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien