Temoù
Soagnal
-
🔗 ar veterinaerien
[ˌveteri'nɛrjɛn]
les vétérinaires
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 purjañ anezhe
['pyrʒɑ̃ nɛ:]
les purger [animaux, avec des graines de lin]
Gant : Jañ ar Moulleg, ganet e ? e ?, o chom e Sant Laorañs.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha soagnet mat
[a 'swɑɲə mɑ:t]
et bien soignée
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar reoù gozh a c'houveze penaos soagnal al loened
[rew’go:s hu'veɛ pə'no:s 'swɑɲə 'lwɛ:ɲət]
les vieux savaient comment soigner les animaux
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag ar veterinaer zo bet n'onn ket pet gwech war he zro
[a veteri'nɛ:r zo be nɔ̃ kə pet kweʃ war i zɾo:]
et le vétérinaire est venu je ne sais combien de fois s'occuper d'elle
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Noel Bernard a oa veutriner
[noɛl bɛʁnɑʁ wa vœ'tri:nɛr]
Noël Bernard était vétérinaire
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag Ar C'hlec'h a oa veutrinaer bepred d'ar c'houlz-se
[a hleh wa vœtʁi'nɛʁ 'bopə də 'huls:e]
et Le Clec'h était vétérinaire toujours à cette époque-là
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha tout e benn en bouillie... en bouillie. 'Vije gwelet lagad ebet dezhañ na mann ebet. 'Mamp renket dougen anezhañ da... d'ar gêr. Ha petra 'namp graet nemet mont... ti veteri... ti veterinaer Lezardrev gantañ. Ha 'dant gwalc'het e benn... e benn dezhañ gant... eoul devet ! Ha... ha... hag e oa... hag e oa yac'heet ! Met 'oa... met ar blev 'na ket boutet war e benn ken.
[...]
Et toute sa tête en bouillie... en bouillie [chien]. On ne voyait plus un œil ni rien. Nous avions dû le porter à... à la maison. Et qu'avions-nous fait mais aller... chez le vétéri... chez le vétérinaire de Lezardrev avec lui. Et ils avaient lavé sa tête... sa tête avec... de l'huile brûlée ! Et... et... et il avait... et il avait guéri ! Mais il n'y avait... mais les poils n'avaient plus poussé sur sa tête.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 oh, n'onn ket n'eo ket veterinaer en-dro da kezeg 'ba eu... les haras me n'onn ket deus a belec'h, ha eben 'meus ket soñj petra, deskiñ spontus a reont !
[...]
oh, je ne sais pas si elle n'est pas vétérinaire auprès des chevaux dans euh... les haras de je ne sais où, et l'autre, je ne me souviens pas quoi, ils ont des facultés d'apprentissage [litt. ils apprennent terriblement] !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 Pier 'na roet traoù dezhañ, Annie a oa aet goude da welet anezhañ, Annie 'na adroet traoù dezhañ adarre 'ba e... gant ur seringenn, n'eo ket brav kaout loened hañ !
[...]
Pierre lui avait donné des médicaments [poney malade], Annie était allée le voir après, Annie lui avait redonné des médicaments dans son... avec une seringue, ce n'est pas simple d'avoir des animaux hein !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)