Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

a-blasoù

Stummioù :

endroits (à certains –)

  • 👂 🔗 A-hend-all, bara ha traoù evel se ne vije ket. Geo, a-blasoù marteze, me ne oaran ket, me n'on ket bet gwech ebet e-barzh ur fest-noz e lec'h all.

    Hèndall, bara a trèw vesé vijé ket. Gè, blaso matéé, mé oaran ket, mé n’on ke bé gwéj ébét bah fès-noz lèh all.

    Et sinon, il n'y avait pas de pain ou de choses comme ça. Si, à certains endroits peut-être, je ne sais pas. Moi je ne suis jamais allé à un fest-noz ailleurs.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze e vije graet krampouezh. Ya. Heu, a-blasoù e vije graet Meurzh ha Gwener.

    A neuhé vijé gwèt krampous. Ya. Eu, blaso vijé gwèt meurs a gwéner.

    Et alors on faisait des crêpes. Oui. Par endroits, ils en faisaient le mardi et le vendredi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Div wech ar sizhun, apeupre e vije ribotet. A-blasoù e vije laosket pelloc'h, marteze e vije un tamm bihan muioc'h a amann, met... a-benn neuze ne vije ket ken mat ivez.

    Diw wêch zun, apeuprè, vijé ribotet. Blaso vijé losket pèlloh, matéé vijé tamm bien muoh amann, mèt... Bènn neuhé vijé ke kén mat ie.

    On barattait deux fois par semaine environ. Dans certaines fermes, ils le laissaient un peu plus longtemps, [comme ça] il y avait un peu plus de beurre, mais... pour alors il n'était plus aussi bon.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 kalz a blasoù

    [kɑlz 'blɑso]

    dans beaucoup d'endroits [sociétés]

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 a-blasoù

    [’blaso]

    par endroits

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ a deu a-blasoù

    [hẽ: dø 'blɑso]

    il vient par endroits

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 a-blasoù

    ['blaso]

    par endroits

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 marteze zo a-blasoù bepred

    [ma'tee zo 'blɑso 'bopət]

    il y a peut-être encore des places, des endroits [où l'on fait ça]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi