Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

lec'h (e – all)

ailleurs

  • 👂 🔗 A-hend-all, bara ha traoù evel se ne vije ket. Geo, a-blasoù marteze, me ne oaran ket, me n'on ket bet gwech ebet e-barzh ur fest-noz e lec'h all.

    Hèndall, bara a trèw vesé vijé ket. Gè, blaso matéé, mé oaran ket, mé n’on ke bé gwéj ébét bah fès-noz lèh all.

    Et sinon, il n'y avait pas de pain ou de choses comme ça. Si, à certains endroits peut-être, je ne sais pas. Moi je ne suis jamais allé à un fest-noz ailleurs.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-wezhioù 'h ae d'e verenn da Goad Gourae, e ti e genderv ivez, a-wezhioù 'h ae e lec'h all, se a depante, met anfin, heu, evel se feiz...

    Wêjo ’h ê d’i vèrn de Goat-Kourè, ti i ginderf ie, wêjo ’h ê lêc’h all, zé dépañté, mèd añfin, eu, vesé, fé...

    Parfois il allait manger le repas de midi à Koad-Gourae, chez son cousin, parfois il allait ailleurs, ça dépendait, mais enfin...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Person Trezelan normalamant a-wechoù n'ae ket e lec'h all da lavaret quoi. 'Met ha mank a rafe unan tu bennaket, neuze, 'h ae a-wechoù met heu... Normalamant, an hini a oa 'ba ar barrouz a oa sañset [?] 'ba ar barrouz quoi. Ya.

    ['pɛʁsõn tʁe'zelãn nɔʁma'laːmãn 'we̞:jo ne kə 'lɛχ al də 'laːt kwa] [mɛt a 'mãk ə 'ʁafe 'yn ty be̞'nakət 'nœhe 'he 'we̞:jo me̞dø] [nɔʁma'laːmãn 'niː wa bah 'baːʁus wa 'sãsət ? bah 'baːʁus kwa ja]

    Le curé de Trézélan normalement n'allait pas ailleurs dire [la messe]. À moins qu'il manquait quelqu'un quelque part, alors il y allait parfois, mais heu... Normalement, celui qui était dans la commune était censé [?] dans la commune. Oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 lak an asied lec'h all

    [lak na'siɛt le̞h al]

    mets l'assiette ailleurs

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lec'h all e rae erc'h, n'on ket pelec'h

    [le̞h al rɛ ɛrh nõ kə pele̞h]

    ailleurs il neigeait, je ne sais où

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me 'h ae lec'h all da labourat

    [me hɛ le̞h al də la'bu:rət]

    j'allais ailleurs travailler

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 evel e lec'h all d'ar c'houlz-se

    [wɛl le̞h al də 'hulse]

    comme ailleurs à cette époque

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 deus lec'h all

    [døz le̞h ɑl]

    d'ailleurs

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hoñ 'h a alies d'ar foyer, Yvette, peogwir 'vez ket 'ba ar gêr, e blij dezhi bezañ lec'h all met pas bezañ 'ba ar gêr, e vez o vale evel-se, ha trenañ, trenañ, hoñ 'h a bep sizhun d'ar foyer 'h on sur !

    [hɔ̃ː ha aˈliːɛz də fwaje iˈvɛt - pu ˈvekə ba ge̞ːʁ - biʃ tɛj ˈbeːə le̞hˈɑl mɛ paz ˈbeːɑ̃ bah ge̞ːʁ - ve ˈvɑːle viˈse̞ - a ˈtʁɛːnɑ̃ ˈtʁɛːnɑ̃ - hɔ̃ ha bo̞pˈsyːn də fwaje hɔ̃ zyːʁ]

    elle va souvent au foyer, Yvette, puisqu'elle n'est pas à la maison, elle aime être ailleurs mais pas être à la maison, elle se promène comme ça, et traîner, traîner, elle va toutes les semaines au foyer, je suis sûre !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi