Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

etat

Stummioù :

état

  • 👂 🔗 ret e oa gwelet 'vat e peseurt etat e oa

    [ɹɛd wa 'gwe̞:lət hat pə'sœɹd 'etad wa]

    il fallait voir dans quel état c'était

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Tol ya, gwel a rez, e-barzh peseurt etat emaint. Merglet int tout ya.

    ['toːl ja gwe̞lə'ʁɛs ba 'pesəʁ 'etad maŋ – 'mɛlgəd iŋ tud ja]

    Des tôles oui, tu vois, dans quel état elles sont. Elles sont toutes rouillées oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal