Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

mann ebet

Gwelet an temoù Mann ebet ha Mann all ebet

rien

  • 👂 🔗 Ya, pa rae glav ne vije ket graet mann ebet.

    Ya, pé rè glaw vijé ket... gwèt mann bét.

    Oui, quand il pleuvait, on ne faisait rien.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Gouzout a oarez, ar re-se, an hini ne ouie ket mann ebet a vije reoù all oc'h ober goap diontañ.

    Goûd e oares, ré-zé, nini ouié ke mann bét vijé réw all ’h or goab diontañ.

    Tu sais, ceux-là, celui qui ne savait rien, les autres se moquaient de lui.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ac'hanta c'hoazh goude e vije saout war an hent alies, ac'hanta 'neus ket bet an nen aksidanchoù na mann ebet evel se.

    Hanta, hoas goudé vijé zowt war ’n èn alies, hanta neus ke béd ’n én aksideñcho na mann bét vesé.

    Bien que les vaches étaient souvent sur la route, eh bien on n'a pas eu d'accidents ni rien comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'H eo mat din ma 'mije ket bet ezhomm diontañ da vann ebet hañ.

    'h è mat tin ma mijé ke béd émm diontañ de vann béd añ.

    C'était bien si je n'avais pas besoin de lui.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 hag an hini bihan a chome xxx (?) an daou gozh 'da gwelet ac'hanon hag e oa karzhet met an hini bihan, eñ n'anaveze ket mann ebet c'hoazh, an hini bihan a oa chomet

    [a n:i 'biən 'ʃɔmɛ ? ndɔw go:z da gwɛ:ld ɑ̃w wa 'kɑrzət mɛ n:i 'biən hẽ̞: hɑ̃n'veɛ mɑ̃n'be hwas n:i 'biən wa 'ʃɔmət]

    et le petit [renardeau] restait, xxx (?) les deux adultes m'avaient vu et ils avaient détalé mais le petit, il ne connaissait rien encore, le petit était resté

    ???

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya, a... aze emañ ar waegenn sell, sell, aze, se 'h eo... ar re-seoù zo arri gwevn, kazi mat da skeiñ er bern teil, ya, ya, brein int sell, n'eus mann ebet en enne

    [jɑ ɑ 'ɑhe mɑ̃ 'wɛ:gən sɛl sɛl 'ɑhe ze hɛ zew zo ɑj gwɛwn 'kɑhe mɑ:d də skwɛj bɛrn tɛʎ ja ja bɾɛɲ iɲ sɛl nøz mɑ̃n'be nenɛ]

    oui, l... là c'est la peau regarde, regarde, là, c'est... ceux-là se sont devenues plastiques, presque bonnes à jeter au tas fumier, oui oui, elles sont pourries regarde, il n'y a rien dedans

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ne oaran ket petra sinifi met se eo mann ebet.

    [waˈʁɑ̃ kə pʁa ziˈnifi mɛ ze ɛ mɑ̃n bet]

    Je ne sais pas ce que ça signfie mais ce n'est rien.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Me ne gomprenan ket mann ebet gant tout stal-se !

    [me gɔ̃pʁeˈnɑ̃ kə mɑ̃n bet gɑ̃n tut stɑːl ze]

    Je ne comprends rien à tout ce bazar !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ne teus mann ebet da welet gant se.

    [tøs mɑ̃n bet də ˈwɛlət gɑ̃n ze]

    Tu n'as rien à voir avec ça, ça ne te regarde pas, tu n'es pas concerné.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Skuizh on oc'h ober mann ebet.

    [skwiz ɔ̃ oːʁ mɑ̃n bet]

    Je suis fatigué à ne rien faire.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

grave (pas –)

  • 👂 🔗 (R. : Sell, debret 'meump an hanter.) Etrezomp hom-daou, se a ra mann ebet. Barrek e oamp warnañ.

    (…) Tréom om-dow, zé ra mann bet. Barrek oam warnañ.

    (R. : Regarde, on en a mangé la moitié.) À nous deux, c'est pas grave. On aurait pu tout manger.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 mann ebet

    [mɑ̃n bet]

    rien, rien du tout

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Oh ma Doue c'hoazh hañ ! (J : Petra a zo ?) Mann ebet !

    [oː maː ˈdue hwɑz ɑ̃] [mɑ̃n bet]

    Oh mon Dieu encore hein ! (J : Qu'est-ce qu'il y a ?) Rien !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien