Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
plantañ
Stummioù :
planter
-
👂 🔗 ha me da glevet ur c'hoz, une taupe, « kwik », dam hoñ a gri avat, ha me... ur garidenn a oa, 'ba ar c'haridenn e oa xxx (?) ar garidenn a derc'he da dont, dam honnezh euh... ha me a oa ur vazh ganin, pa oa arri tost din, me o plantañ ar vazh 'ba an toull hag e oa deut ar goz er-maez, hag e oa ur belette war he lerc'h
[a me glɛw ə ho: yn top kwik dɑ̃m hɔ̃: gri ha a me ə ga’ri:dən wa bah χa’ri:dən wa olɛn ga’ri:dən ’dɛrχe də dɔ̃n dɑ̃m hɔ̃:z ə a me wa vɑs kə’nĩ pe wa ɑj tɔst tĩ me ’plɑ̃tɑ̃ vɑs ban tul a wa dœd go: me̞:s a wa bə’lɛt war i lɛrχ]
et moi d'entendre une taupe, une taupe, « couic », mais elle crie, et moi... il y avait une galerie, elle était dans la galerie xxx(?) la galerie elle continuait de venir, bon sang, celle-là euh... et j'avais un bâton, quand elle était arrivée près de moi, moi de planter le bâton dans le trou et la taupe était sortie, et il y avait une belette après elle
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 plant anezhe 'ba da jardin ha goude e derc'hi da gaout had diwar ar re-se
[plɑ̃n nɛ: ba də ʒɛɲ a ’gu:de ’dɛrhi də gɑ: hɑ:d diwar ə ’rehe]
plante-les dans ton jardin et tu vas avoir de la semence à partir de celles-là
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
enterrer
-
👂 🔗 kar 'mamp ket droed da blantañ loened
[kar mɔ̃m pə dwɛd də 'blɑ̃ntɑ̃ 'lwẽ̞:nət]
car nous n'avions pas le droit d'enterrer des bêtes
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma zad a lâre « na leskit ket ar re-seoù aze bepred rak ma gouezh ar boched warne emezañ, omp lazhet tout kwa », rezon 'neva, hag e plantemp anezhe 'ba an douar kwa hein
[mə zɑ:d 'lɑ:ʁe 'lɛske kə ʁezew 'ɑe 'bo̞pəd ʁag ma gwe 'bo̞ʃəd waʁnɛ meɑ̃ hɔ̃m 'lɑ:hət tut kwa 'ʁe:zɔ̃n neva a 'blɑ̃ntɛm nɛ ban 'du:aʁ kwa ɛ̃]
mon père disait « ne laissez pas ceux-là là toujours car si les boches tombent dessus, disait-il, nous sommes tous tués quoi », il avait raison, et nous les enterrions dans la terre quoi hein
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 'teus ket nemet dont en traoñ emezon-me, 'h an da blantañ ac'hanout
[tœs kə mɛ dɔ̃n tɾo̞w 'mɔ̃mɛ hɑ̃ də 'blɑ̃ntɑ̃ o̞wd]
tu n'as qu'à venir en bas, dis-je, je vais t'embourber [dit à un conducteur d'engin saccageant tout pendant le remembrement]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi