Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
revr
Gwelet an tem Ar revr
Stummioù :
cul
-
👂 🔗 ar pezhioù kefioù-se 'h eo pa divarrez, pa divarrez da goad hir neuze, pa divarrez da goad, ha egile all a lâre dit war ar c'hleuz aze « met aze 'teus ket ezhomm mont da gac'hat peotramant ec'h ey euh... ar c'hefioù-se 'ba... 'ba... 'ba da revr » pe tu bennaket
[’pe:ʒo ’ke:ljo hɛ pa di’vɑrɛs pa ’divɑrɛs də gwɑt hi:r ’nœhe pa ’divɑrɛs də gwɑt a: e’gi:le al ’lɑ:rɛ dit war hlœ̃: ’ɑhe mɛ ’ɑhe tøs ke:m mɔ̃n də ’gɑhat pə’tɑ̃mɑ̃n hɛj ə ’he:vjo ze ba ba ba də rɛ:r pe ty bə’nɑkət]
ces grosses souches-là c'est quand tu élagues, quand tu élagues trop long le bois alors, quand tu élagues le bois, et l'autre te disait sur le talus là « mais là il ne faut pas que tu ailles chier sinon tu vas t'enfoncer euh... ces souches dans... dans... dans le cul » ou quelque part
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 Krog eo an tan en e revr !
[kʁog ɛ tɑ̃ːn ni ʁɛːʁ]
Il est pressé ! [litt. « il a le feu aux fesses »]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 eñ 'neus ur revr kaouenn, hennezh zo kat da gac'hat 'ba ar voutailh
[hẽ: nøz rɛ:r 'kowən hẽ:s zo kɑt tə 'gɑhad bar 'vutaʎ]
il a un cul de chouette, il est capable de chier dans une bouteille [personne ayant un petit cul]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
pied (au – de l'arbre)
-
👂 🔗 met me n'onn ket d'ober petra e deu an iliav-se war revr ur wezenn
[mɛ me nɔ̃ kə do:r bɾɑ: da ə ’niʎɛwse war ɾɛ:ɾ ə ’weən]
mais moi je ne sais pas pourquoi ce lierre-là vient au pied de l'arbre
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ec'h aen da c'hoari tro ar parkeier da droc'hañ ar yeot diwar revr... diwar revr ar wezenn ordin, dam d'an iliav pas da vont d'ar brankoù na mann ebet, ha neuze e veze brankoù naet da divarrañ, 'tije ket iliav met xxx(?) war... war ar gwez aze euh... ne veze ket gwelet ur bod, e renk... e renkes divachañ, divachañ (?) an iliav-se a-raok... a-raok skeiñ da hach, ha goude e oarez pelec'h skeiñ da hach neuze
[hɛn də hwɑj tɾo ə paɾ'kɛjɛɾ də 'drohəd ə jɛwt diwar ɾɛ:ɾ diwar ɾɛ:ɾ 'weən ɔr'di:n dɑ̃m də 'niʎɛw pas tə vɔ̃n də 'bɾɑ̃ŋko na mɑ̃n'bet a 'nœe viʃe 'brɑ̃ŋko nɛt də di'vɑrɑ̃ tiʃe kə 'iʎɛw mɛ avi ə rɛs waɾ war gwẽ: 'ɑhe ə viʃe kə 'gwɛ:lə bu:t 'rɛŋkə 'rɛŋkɛz di'vɑʃə di'vɑʃə 'niʎɛwze ɾog ɾok 'skɛĩ də hɑʃ a 'gu:de 'wɑ:rɛs pleh 'skɛĩ də hɑʃ 'nœhe]
j'allais faire le tour des champs pour couper l'herbe au pied... au pied de l'arbre tout le temps, à cause du lierre pour qu'il n'aille pas jusqu'aux branches ni rien, et alors il y avait des branches nettes à couper, tu n'avais pas de lière mais xxx (?) sur... sur les arbres là euh... on ne voyait pas une branche, tu de... tu devais enlever (?), enlever le lierre-là avant... avant de frapper avec ta hache, et après tu sais où frapper avec ta hache alors
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi