Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
gouzout (ouve-)
savoir
-
👂 🔗 Ne oa ket brav bezañ e-kichen d'ar skol evel se, evel se e vije gouvezet pegoulz e vije e pinijenn.
Oa ke braw béañ kichen te skol vesé, vesé vijé gouvéet pégoulz vijé pinijenn.
Ce n'était pas bien d'être à côté de l'école comme ça, [car] comme ça on [les parents] savaient quand on [les enfants] était punis.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 se 'vije ket gouvezet hañ !
[ze vi’ʒe kə gu've:ɛd ɑ̃]
ça on ne le savait pas hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gouvezout a rez petra eo se ?
['gu:ve rɛs pra ɛ ze]
tu sais ce que c'est ?
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gouvezout a ran petra 'h eo
['gu:ve ə rɑ̃ prɑ hɛ]
je sais ce que c'est
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 se a ouvezan
[ze hu'veã]
ça je sais
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gouvezout a rae ar brezhoneg
['gu:ve ə rɛ bre'zõ:nək]
il connaissait le breton
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 se n'ouvezan ket ivez
[ze nu'veã kəd je]
ça je ne sais pas non plus
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gouvezout a raen
['gu:ve ə rɛn]
je savais
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 koulskoude 'h ouvezan se
[kus'ku:de hu'veɑ̃ ze]
pourtant je sais ça
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 marteze 'meus gouvezet ha 'meus ankouaet
[ma'tee møz gu'veɛd a møz ɑ̃ŋ'kwɑ:t]
j'ai peut-être su et j'ai oublié
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gouvezout a raemp se
['gu:ve a rɛm ze]
nous connaissions bien ça
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me ac'h ouvez traoù, me zo savant
[me 'hu:ve trɛw me zo 'zɑ:vɑ̃n]
moi je sais des choses, je suis savante
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 met koulskoude ec'h ouvezan
[mɛt kus'ku:de u'veɑ̃]
mais pourtant je sais
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Tangi a ouvezo
['tɑ̃ŋgi u'veo]
Tangi saura
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'ouveze ket kalz tra
[nu'veɛ kə kɑls trɑ]
il ne savait pas grand-chose
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'ouvezomp ket
[nu'veɑ̃m kət]
nous ne savons pas
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gouvezout a ra kalz ?
['gu:ve ə ra kɑls]
il sait beaucoup [de breton] ?
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gouvezout a rez ober ?
['gu:ve ə rɛz o:r]
tu sais faire ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 neuze e vo adgraet te, marteze 'deuint ket c'hoant da vezañ gwelet, gouvezet pelec'h emaint
[’nœe vo ’hɑdgwɛt te mɛ’tehe dœɲ kəd hwɑ̃n də ’veɑ̃ ’gwɛ:lət gu’veə ble̞h mɑɲ]
alors ça va être refait, peut-être qu'ils ne veulent pas être vus, su où ils sont
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket gouvezet kaer petra e oant
[møs kə gu’veə kɛ:r pɾa wɛɲ]
je n'ai pas trop sû ce qu'ils étaient
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'ouvezez ket, emezañ, petra... petra zo arru ganimp ?
[nu’veɛs kə meɑ̃ pɾɑ pɾɑ zo ɑj gə’nym]
tu ne sais pas, dit-il, qu'est ce... qu'est qui nous est arrivé ?
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gouvezout a ra brezhoneg ?
['gu:ve ə ra brɛ'zɔ̃:nək]
elle sait le breton ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag abaoe 'meus ket gouvezet mann ebet diouti
[a bwe møs kə gu'veɛd mɑ̃n'be dɔ̃nti]
et depuis je n'ai jamais rien sû sur elle
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh, te ac'h ouvez
[o: te 'hu:ve]
oh, toi tu sais
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket bet gouvezet kaer petra eo
[møs kə be gu'veət kɛ:r pɾɑ hɛ]
je n'ai pas trop sû ce que c'était
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gouvezout a rez petra eo « al lutig » ?
['gu:ve ə rɛs prɑ ɛ 'lytic]
tu sais ce que sais que « la petite lampe » ?
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ ec'h ouvezin 'vat emezon-me
['bremɑ̃ hu'veĩ hɑ 'mɔ̃mɛ]
maintenant je saurais dis-je
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 te a ouvez se
[te 'hu:ve ze]
tu sais ça
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar pezh a ouvezan
[pez hu've:ɑ̃]
ce que je sais
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 gouvezout a ran
['gu:ve ə rɑ̃]
je sais
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... ouveza
[u'vea]
... sait
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Gouvezet a ran.
Gouvé é ran.
[guve e ʁã]
Je sais.
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 se zo kaoz ec'h ouvezomp piv eo
[ze zo ko: u'veɑ̃m piw ɛ]
c'est pour ça que nous savons qui c'est
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gouvezout a ra ober
['gu:ve ra o:r]
il sait faire
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, gouvezet a ran !
[ja gu've: ə ʁɑ̃]
oui, je sais !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ... eñ a ouveze... eñ a ouveze brezhoneg
[hẽ̞: hẽ̞: u've:ɛ hẽ̞: u've:ɛ bɾe̞'zɔ̃:nək]
il... il savait... il savait le breton
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se 'meus ket soñj kaer, la déportation, un tamm a oa ouvezemp se kwa
[ze møs kə ʒɔ̃:ʃ kɛ:ɹ - ... - tɑ̃m ə wa u've:ɛm ze kwa]
de ça je ne me souviens pas trop, la déportation, nous le savions depuis un moment
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi