Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
trompañ (en em d–)
tromper (se –)
-
🔗 en em drompet oa 'ba e goñchoù
[nɔ̃n 'drɔ̃mpəd wa ba i 'gõʃɔ]
il s'était trompé dans ses comptes
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne soñj ket din en em drompan
[ʒɔ̃:s kə tĩ nɔ̃n ’dʁɔ̃mpɑ̃]
je ne pense pas me tromper
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze en em drompañ deus an devezhioù marteze
['ɑhe nɔ̃n 'drɔ̃mpɑ̃ dœz ən de'we:ʒo ma'te:ze]
là je me trompes de journées peut-être
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 en em drompet out, evel-se eo ret ober
[nɔ̃n 'drɔ̃mpəd ut 'vise e rɛd 'o:bər]
tu t'es trompé, c'est comme ça qu'il faut faire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arru a ran d'en em dromplañ gante kar ne vez ket komzet ken... deus an traoù-se
[ɑj rɑ̃ də nɔ̃n 'drɔ̃pɑ̃ gɑ̃tɛ kar ve kə 'kɔ̃mzə ken dəs trɛw ze]
j'arrive à me tromper sur eux car on ne parle plus... de ces choses-là
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 n'ez ket d'en em drompañ !
[nɛs kə də nɔ̃n 'drɔ̃mpɑ̃]
ne vas pas te tromper [fais attention de ne pas te tromper] !
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bep tro en em drompe Sesil
[bo̞p tʁo̞ nɔ̃n 'dʁɔ̃mpɛ se'sil]
Cécile se trompait à chaque fois
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 abaoe... abaoe 'h on en oa... abaoe 'h on en oad da... da votañ, ma wech kentañ ya, ma gartenn 'meus... 'meus anezhi, 'meus ket c'hoant d'en em drompañ, xxx ( ?) lâret dit hañ, abaoe 'h on o votañ e votan kommunist, met ma gartenn 'meus anezhi neuze abaoe...
[bwe bwe hɔ̃ nwɑ - bwe hɔ̃ nwɑ:d də də 'vo̞tã - mə weʃ 'kentɑ̃ ja - mə 'gɑɹtən møs møz nɛj - møs kə hwɑ̃n də nɔ̃n 'dɾɔ̃mpɑ̃ - pəbulz 'lɑ:ɹə tid ɑ̃ - bwe hɔ̃ 'vo̞tã 'vo̞tã komy'nist - mɛ mə 'gɑɹtən møz nɛj 'nœ:he bwe]
depuis... depuis que j'ai l'âg... depuis que j'ai l'âge de... de voter, ma première fois oui, ma carte je l'ai... je l'ai, je n'ai pas envie de me tromper, xxx ( ?) te dire hein, depuis que je vote je vote communiste, mais ma carte je l'ai alors depuis...
???
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi