Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

digemer (en em –)

prendre (s'y –)

  • 👂 🔗 darn deus an dud evel-se ne oaront ket... ne oaront ket kaer en em degemer ivez evit penaos ober evit bevañ ivez

    [dɑrn dən dyt və'se 'wɑ:rɛɲ cəd 'wɑ:rɛɲ cə kɛ:r nɔ̃n di'gemɛr ije wit pə'no:z o:r wid 'bewɑ̃ ije]

    une partie des gens comme ça ne sait... ne sait pas trop s'y prendre non plus pour comment faire pour vivre non plus

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 re diwezhat oa en em degemeret

    [re di’weɛ wa nɔ̃n ˌdigo’mɛ:rət]

    il s'y était pris trop tard

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eñ 'na un doñ, hag e oare penaos en em degemer

    [hẽ̞: na ndɔ̃: a ’wɑ:ɾe pə’nɔ̃:z nɔ̃n di’gemɛɾ]

    il avait un don, et il savait s'y prendre [soigner les bêtes]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi