Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
droed
Stummioù :
droit
-
👂 🔗 ... e oas deut da welet ac'hanon, peogwir e oan e-barzh ar pension evel just quoi, hañ, ha evel se ne deuen ket d'ar gêr 'met ur wezh ar miz, met seulamant da Sul, e oa droed da dont da welet ac'hanomp goude merenn.
Oas teut te wéled añoñ, pegur oan bah pension vêl-just quoi, añ, a vesé dên ke de gêr mèd e wêj mis, mè seulaman de Zul oa drèt te don te wéled añm goudé mèrn.
Tu étais venue me voir, parce que j'étais en pension bien sûr, et par conséquent je ne rentrais à la maison qu'une fois par mois. Mais seulement, le dimanche, on pouvait venir nous voir l'après midi.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Me n'aen ket bep Sadorn. Nann, ne 'mije ket bet droed da vont ivez, nag 'mije bet c'hoant da vont, met ne 'mije ket c'hoant da vont kement se.
Mé n'èn ke bop saan. Nann, mijé ke bé droèt te von ie, nag e mijé bé hoan de von, mè mijé ke hoan de von kémé sé.
Moi je n'y allais pas tous les samedis [au fest-noz]. Non, je n'aurais pas eu le droit d'y aller non plus, quand bien même j'en aurais eu envie, mais je n'en avais pas envie tant que ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ur blantenn vihan war ar c'hleuz, 'ta ket droed... 'ta ket droed da droc'hañ anezhi
[ə 'blɑ̃ntən 'viən war hlœ̃: ta kə dwɛt ta kə dwɛd də 'dɾohə nɛj]
un petit plant sur le talus, tu n'avais pas le droit de le couper
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 'teus ket an droed
[tøs kə drœt]
tu n'as pas le droit
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oa ket nemet ar baotred 'na droed da se
[wa kə mɛ ’bɔtəd na drwɛt tə ze]
il n'y avait que les garçons qui avaient droit à ça
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bet 'deus an droed d'ober se
[bed døz drœd do:r ze]
elle a eu le droit [l'agrément] pour le faire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pe int 'deus an droed hañ ! mais la bonne femme 'deus ket droed
[pe iɲ døz ˈdʁœt ɑ̃ - ... ˈdøs kə ˈdʁœt]
ou eux ils ont le droit hein ! mais la bonne femme n'a pas le droit [de se marier plusieurs fois]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket droed
[wa kə drwɛt]
il n'y avait pas le droit, cétait défendu
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 droed 'deus da debriñ
[drwɛd døs də ’di:bi]
elle a le droit de manger
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 met bremañ 'deus droed da skrivañ gant o dorn kleiz
[mɛt bre’mã døs drwɛd də ’skrwĩ:vã gãn o dɔrn klɛj]
mais désormais, maintenant ils ont droit d'écrire avec leur main gauche
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eus ket droed da vutunat
[nøs kə drwɛd də vy’ty:nət]
il n'y a pas le droit de fumer
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'to ket droed da debriñ kig
[to kə drɛd ’di:bĩ kic]
tu n'auras [tu n'as] pas le droit de manger de la viande
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 int 'na ket droed da sortial
[hiɲ na kə drwɛt tə sɔr’tiəl]
ils n'avaient pas le droit de sortir [gendarmes pendant mai 68]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kemer an droed
[’kemər drœt]
prends le droit [outrepasser le droit]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hep droed e vez graet
[hep drwɛd ve gwɛt]
sans en avoir le droit on le fait
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket droed d'ar charkutiri na sall
[møs kə dʁwɛd də ʃaʁky’ti:ʁi na zɑl]
je n'ai pas le droit à la charcuterie ni au salé
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi