Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kavout da

croire

  • 👂 🔗 Me a gav din eo se eo tout ar pezh a oarfen.

    Mé gaf tin 'h è zé ê toud péz oarfèn.

    Je crois que c'est tout ce que je sais.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 C'hoazh 'h aent podoù ha tout, a gav din, gant al laitier, n'aent ket ?

    hoas 'h ènt, poujo a tout, gaf tin, gan laitier, n'ènt ket ?

    Et encore, le laitier emportait tous les pots, non ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Bloavezh pe daou a gav din e oa dornet gant, gant... Penaos e vije... Ar machin da dornañ,

    Blawes pé dow, gaf tin, oa dornet gan, gan... Penoz vijé... Machin de dornañ.

    Un an ou deux, je crois, on avait battu avec... Comment... La machine de battage.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Honnezh a oa e-barzh ar memes klas ganin ivez, met honnezh ne oa ket e pension, met e chome bepred, peogwir he dud, a gav din, a oa o terc'hel ur boulañjiri, ha e chome e-barzh an étude neuze a-raok mont d'ar gêr.

    Hoñ oa bah momes klas kenin ie, mè hoñ oa ke pañsïon, mè chomé bopet, pegur i dut, gaf tin, oa tèrhèl boulañjiri, a chomé bah 'n étude neuhé rok mon te gêr.

    Elle était dans la même classe que moi, mais elle n'était pas en pension. Mais en tout cas, elle restait... parce que ses parents, je crois, tenait une boulangerie, et alors elle restait en étude avant d'aller chez elle.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ar re-se, a gav din, e raent gant podoù a-benn neuze, ne raent ket ? 2. Ya ya, ar re-se a rae gant podoù a-benn neuze, a soñj din. 1. A-raok e oan dimezet.

    1. Ré-zé, gaf tin, rènt gan poujo bènn neuhé, rènt ket ? 2. Ya, ya, ré-zé rè gan poujo bènn neuhé, joñch tin. 1. Rog oan diméet.

    1. Eux, je crois qu'ils utilisaient des pots [sur la machine de traite] à cette époque, non ? 2. Oui, ils utilisaient des pots à cette époque, je crois bien. 1. Avant que je me marie.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, an hini gentañ a oa bet, honnezh a oa deus pelec'h ? Honnezh a oa deus Bear, a gav din. Me a gav din e oa deus Bear, honnezh.

    Ya, ’n ni gèntañ oa bét, hoñ oa deus plèh ? Hoñ oa deus Béar, gaf tin. Mé gaf tin oa deus Béar, hoñs.

    Oui, la première qu'on a eu, d'où elle était ? Elle était de Bégard je crois. Je crois qu'elle était de Bégard celle-là.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 me a gav din hañ

    [me gɑf tĩ ɑ̃]

    je crois [il me semble]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kavet a ra din e veze ur poële bennak e-barzh

    [kɑ: ʁa dĩ viʒe pwɛl bə’nɑ:g baʁs]

    je crois qu'il y avait un poële dedans

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me a gav din 'na bet ar re-se deus...

    [me gɑf tĩn na be 'reze døz]

    il me semble qu'il avait eu ceux-là de [Hollande]

    Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me a gave ganin

    [me 'gɛ:vɛ gə'nĩ]

    je trouvais [je pensais, je croyais]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me a gave din e oa an deiz ma oa lazhet euh...

    [me 'ge:ve dĩ wa nde: wa 'lɑhəd ə]

    je pensais que c'était le jour où avait été tué euh...

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Kavet a ra dit.

    Kara dit.

    [kaʁa dit]

    Tu crois.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 me a gav din eo ur c'hreion, n'eo ket ?

    [me gɑf tĩ ɛ 'hrɛjɔ̃n nɛ kə]

    je crois que c'est un crayon, non ?

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a gav din bepred hañ

    [gɑf tĩ 'bopəd ɑ̃]

    je crois toujours hein

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi