Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
barrek
Stummioù :
compétent
-
🔗 barrekoc'h
[ba'rɛkɔh]
plus exercé [plus entraîné, plus fort, plus compétent]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 plegañ dilhad on barrek
['ple:gɑ̃ 'diʎəd ɔ̃ 'bɑrɛk]
je suis forte, compétente, capable de plier les habits
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Eñ zo barrekoc'h.
E zo barèkoc'h.
[e zo baʁɛkox]
Il est meilleur.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
possible
-
👂 🔗 barrek eo da vezañ
['bɑrɛg ɛ də 'veɑ̃]
c'est possible que ça soit ça
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 barrek da vezañ arriet tud du-se ivez
[’bɑrɛg də ’veɑ̃ ɑj tyd ’dyhe ije]
c'est possible que des gens soient arrivés chez toi aussi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya boñ barrek a-walc'h parce que...
[ja bɔ̃ ’bɑrɛg wɑh paskə]
oui bon, c'est assez possible parce que...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek da dont
[barɛg də dõn]
capable de venir
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek eo d'arriet
[’bɑrɛg e ’dɑjət]
il est capable d'arriver
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek oc'h da gaout
['bɑrɛg ɔɦ tə gɑ:t]
vous êtes capables d'en avoir [il est possible que vous en ayez, des souris]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek eo da gouezhañ
['bɑrɛg e də 'gweɑ̃]
il est capable de tomber [possibilité]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek eo
['bɑrɛg ɛ]
c'est possible [que ce soit ça]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma gomzez da Lucienne diouti 'h eo barrek da lâret dit
[ma 'gɔ̃mzɛz də ly’sjɛn 'dɔ̃nti ɛ 'bɑrɛg lɑ:r tit]
si tu parles d'elle à Lucienne, elle est capable de te dire
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek eo se da vezañ
['bɑrɛg ɛ ze də 'veɑ̃]
possible que cela soit ça
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek out da welet anezhañ ma vez arru a-benn neuze
['bɑrɛg ut tə 'wɛl neɑ̃ ma ve ɑj bɛn 'nœhe]
tu es capable de [tu peux] le voir, s'il est arrivé pour alors
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 honnezh zo barrek da vont penn evel-se c'hoazh
[hɔ̃:s so ’bɑrɛk tə vɔ̃n pɛn və’se hwɑs]
elle est capable d'aller au bout comme ça encore [sans douleur]
???
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 barrek d'en em dapet gantañ
['bɑrɛg dɔ̃:n 'dɑpə gɑ̃tɑ̃]
capable de se blesser avec [couteau]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze eo barrek d'en em dapet kar eñ... a droc'h hañ
['bɑrɛg də nɔ̃n 'dɑpəd hwɑs kar ẽ̞: drɔh ɑ̃]
et alors il est capable de se blesser car il... coupe hein [couteau]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 barrek eo da c'honit marteze
['bɑrɛg ɛ də 'hɔ̃:nit ma'tee]
il est capable de gagner peut-être [possibilité]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ... barrek da lakat anezhe da ruilhal
['bɑrɛg də 'lɑkə nɛ: də 'ryʎəl]
... capables de les faire tomber [de vélo]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 barrek eo da... d'ober poan dezhañ
['bɑrɛg ɛ do:r pwɑ̃:n deɑ̃]
il est capable de... de lui faire mal
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 barrek on d'ankouaout
[’bɑrɛg ɔ̃ dɑ̃’kwɑut]
je suis capable d'oublier
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek eo d'en em distagañ
['bɑrɛg ɛ də nɔ̃n di'stɑ:gɑ̃]
il est capable de se détacher [possibilité]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek !
['bɑrɛk]
possible !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh zo barrek da servijet
[hẽ:s so 'bɑrɛg də zɛr'vi:ʒət]
il est capable de servir [tournevis]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 geo, d'an ostaleri ec'h in... on barrek da vont ganit
[də ˌnɔstə'le:ri hĩ hɔ̃ 'bɑrɛg də vɔ̃n gənit]
si, j'irai au bar... je suis capable d'aller avec toi
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar voutailhad win-se zo barrek da vezañ aze c'hwec'h miz war an daol ha ne vo ket touchet diouti, ma n'arri ket den ebet
[vu'tɑʎə wi:n ze zo 'bɑrɛg də 'veɑ̃ 'ɑhɛ hwɛh mi:z warn do:l a vo kə 'tuʃəd dɔ̃ti ma nɑj kə den'bet]
cette bouteille de vin-là peut rester là six mois sur la table et on n'y touchera pas, si personne ne vient
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 barrek eo da vont seize pe dix-sept ans
[’bɑrɛg ɛ də vɔ̃:n sɛz pe disɛtɑ̃]
il est capable d'aller à seize ans ou dix-sept ans [âge du pigeon]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant... gant... gant da droad out barrek da gas an dour d'ar gêr pe d'ar Gindi, evel 'tevez... evel eu... evel 'tevez c'hoant
[gɑ̃n gɑ̃nt gɑ̃n tə dwɑ:t hud ’bɑʁɛg də gɑs ən du:ɹ de ge̞:ɹ pe də gɛ̃di wɛl teve wɛl ə wɛl teve hwɑ̃n]
avec... avec... avec ton pied tu as la possibilité de diriger l'eau vers la maison ou vers le Gindi, comme tu... comme euh... comme tu veux
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 barrek omp da vont da welet anezhi avat
['bɑɹɛg ɔ̃m də vɔ̃n də we̞:l nɛj hɑt]
on peut aller la voir
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 hopala ! marteze 'neus arri sec'hed ivez ? ah ya ! ah ya ! ma ruilh e voutailh n'eo ket... ya, ma eo digor eo barrek d'en em glebiañ, met an dour zo... 'louzo ket e dilhad
[ˌɔpəˈlɑ - maˈtehe nøz ɑj ˈzehɛd ˌiˑe - a ja - a ja - ma ˌɹyj i ˈvutɑj ˌne̞ kə - jɑ - ma he̞ ˈdiˑɔɹ he̞ ˈbɑɹɛk tə nɔ̃n ˈhleːbjɑ̃ - mɛ ˈduːr zo - luˌzo kəd i ˈdijət]
hop là ! peut-être qu'il a soif aussi ? ah oui ! ah oui ! s'il renverse sa bouteille ce n'est pas... oui, si elle est ouverte il est capable de se mouiller, mais l'eau est... il ne salira pas ses vêtements
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
paré
-
👂 🔗 barrek betek an noz !
['bɑrɛk 'bekə nɔ̃:s]
débarrassé jusqu'à ce soir [avec son goûter dans le ventre] !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 barrek euh... euh... peogwir 'neus debret e adverenn 'h eo kap mont betek e goan bremañ
['bɑrɛk ə ə pə'gu:r nøz 'dɛ:bəd i ha'vɛrn hɛ kab mɔ̃n 'bekəd i gwɑ̃:n 'bœmɑ̃]
débarrassé euh... euh... puisqu'il amangé son goûter il peut aller jusqu'à son dîner maintenant
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel pa 'meus labouret 'ba... arru on barrek gant ma... gant ma labour 'ba 'r jardin
[wɛl pa møz la'bu:rəd ba ɑj ɔ̃ 'bɑrɛg gɑ̃n mə gɑ̃n mə 'lɑ:bur bah ʒɛɲ]
comme quand j'ai travaillé dans... je suis bien avancé avec mon... avec travail dans le jardin
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 barrek on arru 'ba 'r jardin bremañ
['bɑrɛg ɔ̃ ɑj bah ʒɛɲ 'bœmɑ̃]
je suis bien avancé dans mon jardin maintenant
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 goret 'meus an hirrev, bremañ on barrek
['go:ɾɛ møz 'nĩɾɛw 'bomɑ̃ hɔ̃ 'bɑrɛk]
j'ai réchauffé l'onglée, maintenant je suis apte, paré [après avoir eu les mains gelées]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek omp
['bɑrɛg ɔ̃m]
nous sommes bons [dans les temps]
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me zo barrek da vont
[me zo 'barɛk də võn]
je peux aller
Gant :
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek oc'h ? kae a-raok neuze !
['barɛg ɔh kɛ ro:k 'nœhe]
vous êtes parés ? pars alors !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Hemañ zo barrek.
Hémañ zo barèg.
[hemã zo 'baʁɛg]
Celui-ci est avancé.
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 feiz, bremañ emezañ omp barrek
[brəmɑ̃ meɑ̃ ɔ̃m 'bɑrɛk]
maintenant dit-il nous sommes parés [équipés, après avoir acheté une voiture]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha feiz, aze bepred e oan... e oan barrek 'vat
[a fe: 'ɑ:he 'bopəd wɑ̃n ə wɑ̃n 'bɑrɛk hɑ]
et ma foi, là toujours j'étais... j'étais bien avancé [ironie]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek out ?
['bɑʁɛg ut]
tu es paré [à quelqu'un s'apprêtant à prendre la voiture après avoir acheté des choses] ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Teo Godo, ganet e 1938 e Treglañviz, o chom e Bear, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-raok... a-raok divarrañ, an hini a veze barrek gant e labour en em lake d'ober, ec'h ae d'ober un dro 'ba... 'ba ar c'hoadoù, da droc'hañ an iliav kwa, a-benn neuze e vezent sec'h a-benn ur bloaz war-lerc'h
[ɹo:g di'vɑɹɑ̃ n:i viʒe 'bɑɹɛg gɑ̃n i 'lɑ:buɹ nɔ̃n 'lɑke do̞:ɹ he do̞:ɹ ndɾo: bah bah 'hwɑ:ʒo də 'dɾo̞:hɑ̃ 'niʎɛw kwa bɛn 'nœ:he 'viʒɛɲ zeh bɛn bla waɹ'lɛɹx]
avant... avant d'émonder, celui qui était en avance sur son travail se mettait à le faire, il allait faire un tour dans... dans les bois, pour couper les lierres quoi, pour alors ils étaient secs pour l'année suivante
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 barrek out ?
['bɑʁɛg ut]
ça va [enfant tombé] ?
??? à vérifier
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « lañset 'teus ac'hanon », Jean a lâre se din pa vezen bet o sikour anezhañ un tamm, « bremañ e vin barrek gant ar jardin, lañset 'teus ac'hanon un tamm »
['lɑ̃sɛt tøz ɑ̃w ʒɑ̃ 'lɑ:rɛ ze dĩ pa viʃɛn be 'ʃikur neɑ̃ tɑ̃m 'bœmɑ̃ vĩn 'bɑrɛg gɑ̃n ʒɛɲ 'lɑ̃sɛt tøz ɑ̃w tɑ̃m]
« tu m'as avancé », Jean me disait ça quand j'avais été l'aider, « maintenant je serai à jour dans mon jardin, tu m'a avancé un peu »
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. deus ar beure ec'h evan soixante centilitre 'vat 2. ah ya ? kement-se ? 1. ya 2. hola ! 1. ur pezh bolenn 'meus 2. goude e vezez barrek neuze ! 1. xxx ( ?) 2. gant bara ? 1. oh ! ur vagetenn 'h a ganin a-wechoù 2. ah ya ? 1. me a debr ur bern deus ar beure, ha da... da greistez ha da noz e ran xxx ( ?), kreiztre ar predoù 'vez ket debret, met debriñ mat a ran, xxx ( ?)
1. [dəz ˈbœːʁe ˈheːvɑ̃ ... a] 2. [a ja - keˈmese] 1. [ja] 2. [ˈhoːla] 1. [pez ˈbo̞ːlən møs] 2. [ˈgu ve̞ːz ˈbɑɹɛg ˈnœe] 1. [?] 2. [gɑ̃n ˈbɑːɹa] 1. [o - əʁ vaˈgɛtən ha gəˌnĩ ˈweːʒo] 2. [a ja] 1. [ˈme de̞b ˈbɛɾn dəz ˈbœːɾe - a də - də gɾɛjsˈteː a də ˈnɔ̃ːs ɾɑ̃ ? - ˈkɾɛjstɾe ˈpɾeːʒo ve kə ˈde̞ːbət - mɛ ˈdiːbĩ mɑːd ɹɑ̃ - ?]
1. le matin je bois soixante centilitre 2. ah oui ? tant que ça ? 1. oui 2. hola ! 1. j'ai un grand bol 2. après tu es paré alors ! 1. xxx ( ?) 2. avec du pain ? 1. oh ! je m'enfile une baguette parfois 2. ah oui ? 1. moi je mange beaucoup le matin, et au... à midi et le soir xxx ( ?), entre les repas on ne mange pas, mais je mange bien, xxx ( ?)
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 une cocotte c'est fait pour durer dix ans, oh daoñ neuze on barrek 'vat ! trente ans !
[... - o dɑ̃w ˈnœhe hɔ̃ ˈbɑɹɛg ha - ...]
une cocotte c'est fait pour durer dix ans, oh dame alors je suis vernie ! trente [qu'elle a]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze out barrek, aze 'to tomm bremañ !
[...]
là tu es parée, là tu vas avoir chaud maintenant [avec l'écharpe et les gants] !
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)