Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

pet ha pet

combien

  • 👂 🔗 pet ha pet plas zo e-giz-se, ken nemet mont da Sant-Laorañs lec'h emañ Daniel Jézéquel

    [pe:d a pe:t plɑs so gi’se ken mɛ mɔ̃n tə zɑ̃’lo:rɑ̃z le̞h mɑ̃ daɲɛl ʒezekɛl]

    combien et combien de fermes sont comme ça, il n'y a qu'à aller [rien que d'aller] à Sant-Laorañs où est Daniel Jézéquel

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pet ha pet gwech 'meus bet kreuvet deus an noz, a-greiz an noz o tont d'ar gêr deus kostez...

    [ped a pet kweʃ mœz be 'kʁœ:vəd dəz nɔ̃:z gʁɛjz'nɔ̃:s tɔ̃n tə ge̞:r dəs 'kɔste]

    combien de fois n'ai-je pas crevé la nuit, au milieu de la nuit, en rentrant à la maison de...

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pet ha pet all 'adkomañsont ket ?

    [peda’ped al hatkomɑ̃’sɑ̃ɲ cət]

    combien ne recommencent pas ?

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pet ha pet zo evel-se ?

    [peda'pe:d zo vise]

    combien y en a-t-il comme ça ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi