Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

hini (an –)

celui, celle

  • 👂 🔗 Lavaret 'na ivez, an hini 'na c'hoant da chom er gêr 'na ket 'met goulenn ur paper... gant e dud quoi, ha neuze e oa kap da chom er gêr.

    Lâ na ie, 'n ni na hoan te chom gêr na ke mê goul e paper gan i dut quoi, a neuhe oa kap de chom gêr.

    Elle avait dit aussi que celui qui voulait rester à la maison n'avait qu'à demander un mot à ses parents, et il pouvait rester à la maison.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Gouzout a oarez, ar re-se, an hini ne ouie ket mann ebet a vije reoù all oc'h ober goap diontañ.

    Goûd e oares, ré-zé, nini ouié ke mann bét vijé réw all ’h or goab diontañ.

    Tu sais, ceux-là, celui qui ne savait rien, les autres se moquaient de lui.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Anfin, an hini deus du-mañ a oa a vent vrav. 2. Ne oa ket bihan bihan.

    Añfin, 'n ni deus tu-mañ oa vèn vraw. Oa ke bïen bïen.

    Enfin, le nôtre était de grande taille. Il n'était pas tout petit.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 An hini 'neus ket c'hoant da vezañ re bourdet gante e vez ret dezhañ ober kement all, kement bemdez ha kement...

    Ni neus ke hoan te véañ ré bou(r)det gantè vé rét téañ or kémènd all, kémèn bañwdé a kémèn...

    Celui qui ne veut pas être débordé à cause d'eux, il faut qu'il en fasse autant chaque jour.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met hini ebet ne oa bet evel an hini 'ma graet, ha a oa un troc'h a-dreuz hag unan all... hag unan all a-hed e-barzh ar sañs all. Eñ a oa diaesoc'h d'ober met deut e oa e-barzh bepred.

    Mè hini béd oa bé vèl ’n ni ma gwèt, a oa ’n troh dreus ag un all... ah un all hêt bah sañz all. Eñ oa dièsoh t’or, mè deu oa bars bopet.

    Mais aucun n'était comme celui dont je m'étais occupée, qui avait un coupure en travers, et une autre tout droit dans l'autre sens. Celui-ci était plus difficile [à soigner], mais il avait guéri.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah geo, goude, an hini 'nefe c'hoant da lakat un tamm koñfitur pe un dra bennak war e hini quoi, ya.

    A gè, goudé, ’n ni néfé hoan de lake ’n tamm koñfitur pé ’n dra bénnak war i ini quoi, ya.

    Ah si, ensuite, celui qui voulait mettre un peu de confiture ou quelque chose sur la sienne, oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 an hini a vez o kanañ e komañsamant an hañv ?

    [’nini ve ’kɑ̃:nɑ̃ komɑ̃’sɑ̃mɑ̃n nɑ̃:]

    celui qui chante au début de l'été ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Hañ ? (V : Riagad an hini a oa ober marteze.) Marteze an hini a oa ya, eñ a oa eksplikañ dit-te penaos ober !

    [hẽː wa ɛsˈplikɑ̃ peˈnɔ̃ːz oːʁ]

    Hein ? (V : C'est Riagad qui faisait peut-être) C'était peut-être lui oui, il t'expliquait comment faire ! [les gâteaux]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 55 eo an hini a oa yaouank ?

    [sɛ̃kɑ̃tˈsɛ̃k ɛ ni wa ˈjɔwɑ̃ŋg]

    Le jeune était de 55 (?) ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

[emphase]

  • 👂 🔗 N'eo ket du-mañ hañ. N'eo ket e lec'h on me bremañ, e-barzh ar Veuzit an hini a oa.

    N’è ke du-mañ añ. N’è ke lèh ’h on mé brœmañ, bah Veuzit ’n ni oa.

    Ce n'est pas chez moi. Ce n'est pas là où j'habite maintenant, c'était au Veuzit.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 se an hini eo

    [ze ni hɛ]

    c'est ça

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se an hini eo ar gwashañ d'e oad

    [ze n:i ɛ 'ngwɑ:sɑ̃ di nwɑ:t]

    c'est ça le pire à son âge

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se an hini 'h eo kwa

    [ze 'ni:ni hɛ kwa]

    c'est ça quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi