Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

mat (bezañ – da)

pouvoir

  • 👂 🔗 Ha 'ma goulennet gant Maman hag-eñ e oa mat din chom er gêr ha e oan chomet er gêr abalamour da se.

    A ma goûlet gan Maman ag-eñ oa mat tin chom gêr, a oan chome gêr bañw te zé.

    Et j'avais demandé à Maman si je pouvais rester à la maison, et j'étais restée à la maison pour cette raison.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

convenir

  • 👂 🔗 Ma 'h eo mat dit gwelet ac'hanon o vont, me eo kenkoulz din emezon-me mont d'ar c'hlinique emezon-me da Lannuon ivez evel chom e-barzh ar gêr d'ober ivez.

    Ma ’h è mat tit gwéled añw von, mé ’h è kènkouls tin, moñmé, mon de hlinik, moñmé, de Lannuon ie vèl chom bah gêr d’or ie.

    Si ça te va que j'y aille, pour moi c'est tout aussi bien que j'aille à la clinique, dis-je, à Lannion, que de rester à la maison [pour accoucher].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 hi a vo mat dezhi lâret tout

    [hi vo mɑ:t tɛj lɑ:r tut]

    elle ça lui convient de tout dire

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 fidambie, hi zo mat dezhi lâret tout

    [ˌfidɑ̃m'biɛ hi zo mɑ:t tɛj 'lɑ:rə tut]

    bon dieu, elle ça lui convient de tout dire [toutes ses vérités]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag e oa mat da lâret, oh, forzh pegement vil din

    [a wa mɑ:d lɑ:r o: fɔrs pe'gemən vi:l dĩ]

    et ça convenait [ne dérangeait pas] de me dire, oh, n'importe quelle méchanceté

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 forzh pegement vil a vije graet dezhi ganti... 'ba... e vije... e serre he genoù ordin, met hi ne oa ket mat dezhi lâret mann ebet dezhi ivez

    [fɔrs pe’gemən vi:l viʃe gwɛt tɛj gɑ̃ti ba viʃe ’zɛrɛ i ’ge:no ɔr’di:n mɛ hi wa kə mɑ:t tɛj ’lɑ:rəd mɑ̃n’bet tɛj ije]

    n'importe quelle méchanceté qu'elle lui faisait dans... elle était... elle fermait sa bouche tout le temps, mais elle, ça ne lui convenait pas qu'on lui dise la moindre chose non plus

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 peogwir ne vez ket mat evel-se dezhe

    [pə'gu:r ve kə mɑ:d vi'se dɛ:]

    puisque ça ne leur convient pas comme ça

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oa ket mat dezhañ

    [wa kə mɑ:t 'teã]

    ça ne lui plaisait, convenait pas [d'aller à l'école]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 mat e veze dezhañ ordin

    [mɑ:d viʒe 'deɑ̃ ɔr'din]

    ça lui convenait toujours

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'na gouvezet neuze ne oa ket mat dezhañ chom

    [na gu'veɛd 'nœe wa kə mɑ:t teɑ̃ ʃɔm]

    il avait sû alors que ce n'était pas bon pour lui de rester

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket mat dezhañ

    [ne kə mɑ:t 'teɑ̃]

    ça ne lui convient pas [brouette]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me 'h eo mat din

    [me he mat tĩ]

    ça me convient

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ya peogwir vez mat dezhañ ober tout

    [ja py'gy:r ve mɑ:t 'teã o:r tut]

    oui puisque cela lui convient de tout faire

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 mat e vefe dezhañ

    [mɑ:d vefe deɑ̃]

    ça lui conviendrait [il serait d'accord]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 mat eo dezhe

    [mɑ:d ɛ dɛ:]

    ça leur convient [ils sont d'accords]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 tout a oa mat dimp evit chom er gêr

    [tud wa mɑ:d dim wi ʒom ge̞:r]

    tout était bon [valable] pour rester à la maison

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 piv eo mat dezhañ dont ?

    [piw ɛ mɑ:t 'teɑ̃ dɔ̃n]

    qui veut bien venir [est content de venir] ?

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 six cent cinquante emezañ, ma eo mat dit emezañ ?

    [si sɑ̃ sɛ̃kɑ̃n meɑ̃ ma e̞ mɑ:d did meɑ̃]

    six cent cinquante dit-il, si ça te convient ?

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 unan deus ar Gouent a deuio aze da... sage-femme eu... ya, hoñ zo o la... he den zo o labourat 'ba ar Gouent ha... ha... xxx (?), hoñ a dey da diskwel dit penaos e vez roet bain dezhañ, oh non de die ! me a oare reiñ ar bain dezhañ met 'ma ket c'hoant da chom, « ha goude na chomin ket hañ ! » met alors e derc'hen da lâret 'chomfen ket hañ ! d'en em okupiñ deus an hini bihan, traoù all eo mat din ober met pas en em okupiñ deus an hini bihan, dija 'da bet un mal fou da gaout unan bihan, ha ma... ma 'h arrife un dra bennak gant hennezh emezon-me, ha... ha... ha... ma ra une fausse-couche adarre, ah nann ! nann ! nann ! pour rien au monde, n'houllen ket hañ !

    [yn dəz ˈguːən ˈdɛjo ˈɑhe̞ də - ... - ja hɔ̃ː zo la - i ˈdeːn zo laˈbuːʁə bah ˈguːən a a ? - hɔ̃ dɛj də ˈdiskwɛl dit pəˈnɔ̃ːz ve ˈʁoːə bɛ̃ː ˈdeɑ̃ - o nɔ̃ de ˈdje - me ˈwɑːʁe̞ ˈʁɛĩ bɛ̃ ˈdeɑ̃ mɛ ˈma kə hwɑ̃n də ˈʃo̞m - a ˈguːde na ʃo̞ˈmiŋ kəd ɑ̃ - mɛ aˌlɔʁ ˈdɛʁhɛn də ˈlɑːʁ ʃo̞mˈfe̞n kəd ɑ̃ - də nɔ̃n oˈkypĩ dəz nːi ˈbiːən - tʁɛˈwɑl e̞ mad dĩ o̞ːʁ mɛ paz nɔ̃n oˈkypĩ dəz nːi ˈbiːən - deˈʒa da bed ... də gɑːd yn ˈbiːən - a ma ma ˈhɑjfe ndʁa məˈnɑg gɑ̃ hẽːz ˈmɔ̃me̞ - a a a - ma ʁa ... ˈɑʁe - a nɑ̃n nɑ̃n nɑ̃n - ... nuˈle̞ŋ kəd ɑ̃]

    une du Couvent viendra là pour... une sage-femme euh... oui, elle trav... son mari travaille au Couvent et... et... xxx ( ?), elle viendra te montrer comment on donne le bain, oh nom de dieu ! moi je savais lui donner le bain mais je ne voulais pas rester, « et après je ne resterai pas hein ! » mais alors je continuais de dire que je ne resterais pas hein ! pour m'occuper du bébé, je veux bien faire d'autres choses mais pas m'occuper du bébé, déjà elle avait eu un mal fou à avoir un bébé, et si... si quelque chose lui arrivait je dis, et... et... et... si elle fait une fausse-couche de nouveau, et non ! non ! non ! pour rien au monde, je ne voulais pas rester hein !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

bon (être – pour)

  • 🔗 oh geo, n'eo ket mat dezhe kaout re ivez

    [o gɛw nɛ kə mɑ:t tɛ: kɑ: re 'ie]

    oh si, ce n'est bon pour eux d'avoir trop [peur] aussi

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 mat eo dezhe debriñ un tamm bennak met pas da lâret...

    [mɑ:d ɛ dɛ: 'di:bĩ tɑ̃m mə'nɑ:g mɛ pɑs tə 'lɑ:ɹət]

    c'est bon pour eux d'en manger un petit peu mais de là à dire...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi