Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
abominabl
Gwelet an tem Abominabl !
Stummioù :
abominable
-
👂 🔗 Ar pell gwinizh a-wezhioù a-blasoù a vije roet d'ar moc'h e-barzh o boued. Ya. Hennezh a vije gleb ha... Met pas kement-se, hennezh a oa ul labour abominapl.
Pèll gwiniz wéjo blaso vijé roet da moc’h bah no bouét. Ya. Heñ vijé glêp ha... mé pas kémé-sé, heñ oa labour abominabl.
La balle de blé, parfois, dans certaines fermes, était mise dans la nourriture des cochons. Oui. Elle était humide et... Mais pas tant que ça (pas si souvent), [car] ça c'était un travail horrible, très dur.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'ba ar mor hervez, zo arri abominapl, hervez, an diabarzh
[bɑh mo:r ’hɛrwe zo ɑj ˌabo’mi:nap ’hɛrwe ˌdia’bɑrs]
dans la mer, à ce qu'il paraît, c'est abominable, à ce qu'il paraît, à l'intérieur [pollution]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
très
-
🔗 Bras-abominapl.
Vraiment très grand, extrêmement grand.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met ma Doue... eñ a oa jentil avat. Jentil-abominapl.
Mé ma Doue... eñ oa jèntil ha. Jèntil abominabl.
Mais mon Dieu... Il était gentil. Vraiment très jentil.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Eñ a oa paotr bihan e vamm. Abominapl.
Heñ oa pot pihan i vamm. Abominabl.
C'était le petit garçon à sa mère (= sa mère le couvait). Vraiment beaucoup.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Peogwir e huchent evel unan bennaket ha e vijer bet o vougañ anezhe pe oc'h ober... ne oar ket an nen petra, met oc'h ober poan, peotramant unan bennaket gant poan abominapl.
Pugur huchènt vèl un bennaket ha vijèr béd vougañ nè pé ’h or... oar ke ’n nèn pra, mé ’h or poan, pétaman un bénnaket gan poan abominabl.
Parce qu'ils criaient comme des gens qu'on aurait étouffés ou... on ne sait pas, mais [des gens] à qui on aurait fait mal, ou bien des gens qui auraient vraiment très mal.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal