Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

oblijet

Stummioù :

obligé

  • 👂 🔗 Evel e vez lavaret, n'eus ket 'met traoù mat e-barzh, han-se eo oblijet da vezañ mat, met se, se, ne gerzh ket ordin bepred.

    Vèl vé lât, neus ke mé trèw mat bars, ansé è oblijet te véañ mat, mèt sé, zé, gèrs ked ordin bopet.

    Comme on dit, il n'y a que des bonnes choses dedans, par conséquent il est obligé d'être bon, mais ça, ça ne marche pas toujours.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Beñ, oblijet eo da vezañ mat peogwir n'eus ket met traoù mat e-barzh. Daon bezañ 'h eo, mat eo avat.

    Beñ, oblijet è de véañ mat pugur neus ke mé trèw mat bars. Daon, béañ hè, mat è ha.

    Ben, il est obligé d'être bon puisqu'il n'y a que de bonnes choses dedans. Dame, il l'est, il est bon.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya. Oblijet e vije d'ober gantañ evel e oa.

    Ya. Oblijed vijé d'or gantañ vèl oa.

    Oui. [On était bien] obligé de faire avec lui comme il était.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne blije ket e appareil dezhañ. Pa vije oblijet e lake anezhañ quoi. Beñ, se zo fasil, n'eo ket... Met, n'eo ket aezet bezañ gant kezeg, gant ar machin evel se ivez.

    Blijé ked i appareil déañ. Pa vijé oblijet lake néañ quoi. Beñ, zé zo vasil, n’è ket... Mè n’è ked èzet béañ gant kézek, gan machin vesé ie.

    Il n'aimait pas son appareil [auditif]. Il le mettait quand il était obligé. Ben, c'est évident, ce n'est pas facile d'être [de travailler] avec les chevaux, avec un machin comme ça non plus.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 oblijet eo da vezañ

    [o'bli:ʒəd e də 'veɑ̃]

    elle est obligée de l'être [fatiguée]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

dépendant

  • 🔗 oblijet on dezhañ han-se

    [o'bli:ʒəd ɔ̃ 'deɑ̃ ɑ̃se]

    je suis dépendante de lui alors

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 oblijet on dezhañ

    [o'bli:ʒɛd ɔ̃ 'deɑ̃]

    je suis obligée envers lui

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi