Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

pet

Gwelet an tem Pet

Stummioù :

combien

  • 👂 🔗 Allis Chalmer ya a oa e anv. Met ne 'meus ket soñj pet a gezeg sañset a rae.

    Allis Chalmer ya oa i hano. Mè meus ke joñj ped gézek sañse ré.

    Son nom [la marque du tracteur] c'était Alice Chalmer, oui. Mais je ne me souviens pas combien de chevaux il faisait.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-benn neuze e oan arri pet vloaz ?

    Bènn neuhé oan ai péd la ?

    Quel âge j'avais à cette époque ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met ur wezh e oamp bet e Gwengamp, o kas ne 'meus ket soñj pet kochon, eizh pe dek a gav din, met lavaret 'ma dezhañ : Aze deui ganin. Ya ya emezañ, ne laoskin ket ac'hanout da vont da-unan da Wengamp emezañ gant kargad ar seurt-se.

    Mèd er wêj oam bé Gwéniom, kas meus ke joñj pét kochon, èis pé dék, gaf tin, mè laat ma déañ : Ahé di genin. Ya ya, méañ, loskin ked añwt te von tehun de Wéniom méañ, gan kargat sort-sé.

    Mais une fois nous étions allés à Guingamp, pour amener je ne sais plus combien de cochons, huit ou dix, mais je lui avait dit : là tu viendras avec moi. Oui, qu'il dit, je ne te laisserai pas aller seule à Guingamp, avec un chargement de ce genre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Arri e zo bet n'onn ket pet kwech.

    [ˈaj zo be ˈnɔ̃ kə pet kweʃ]

    Il y en a eu je ne sais combien de fois. [du vent]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien