Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

te

Gwelet an tem Te !

Stummioù :

toi

  • 👂 🔗 Te 'tije tud da sikour ac'hanout.

    Té tijé tut de jikour hañout.

    Toi, il y avait du monde qui t'aidait.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Te ne 'teus ket soñj.

    Té teus ke joñj.

    Tu ne t'en souviens pas.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Te a oa dougerez d'ar c'houlz-se.

    Té oa dougéres de houls-sé.

    Tu étais enceinte à cette époque.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Te a oar se... petra a oa du-mañ !

    Té oar zé... pra oa du-mañ !

    Toi tu sais ça ? Ce qu'il y avait chez nous. [ironique]

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Pa oas te yaouank sur a-walc'h ne vije ket familiales a-benn neuze. 2. Bije. 1. Bije ? 2. Bije laouen. 2. Ya ? 2. Ya ! Memestra . Ya. 1. Se n'on ket kat da lavaret hañ, met... 2. Geo.

    1. Pé oas té yowañk zur wah vijé ke familiales bènn neuhé. 2. Bijé. 1. Bijé ? 2. Bijé lowen. 1. Ya ? 2. Ya, mostra. Ya. 1. Zé n’on kat te lâred añ, mè... 2. Gè.

    1. Toi, quand tu étais jeune, il n'y avais probablement pas d'aides familiales à cette époque. 2. Si. 1. Si ? 2. Bien sur que si. 1. Ah bon ? 2. Oui, quand même. 1. Moi je ne sais pas, mais... 2. Si.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-benn neuze 'ma lavaret da ma vamm-gaer, bremañ emezon-me 'meump podoù, te ne deski ket goro evel se, emezon-me, me a raio ma-unan.

    Bènn neuhé ma lât de me vamm-gèr, brémañ momé meum poujo, té diski ke goro vesé, mome, mé rèi mehun.

    À cette époque, j'avais dit à ma belle-mère : Maintenant, dis-je, nous vons des pots [sur la machine à traire], tu n'as pas besoin d'apprendre à traire comme ça, je le ferai seule.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Moc'h a vije ivez ha feiz... 2. Ah nann, me 'ma ket moc'h. 1. Ah nann ? Te 'tije ket moc'h ? 2. Nann.

    1. Moh vijé ie a fé… 2. A nann, mé ma ke moh. 1. A nann ? Té tijé ke moh ? 2. Nann.

    1. Il y avait des porcs et... 2. Ah non, moi je n'avais pas de porcs. 1. Ah non ? Tu n'avais pas de porcs ? 2. Non.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Piv 'neus komzet dit-te deus Maria An Arzul ?

    [piw nøs ˈkɔ̃m di te də ˈmɑja ˈnaʁzyl]

    Qui t'a parlé de Marie Arzul ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te teus (?) plijadur hañ o sellet deus Julien hañ.

    [te tøs pliˈʒɑːdyʁ ɑ̃ zɛl də ˈʒyljɛ̃ ɑ̃]

    Tu aimes bien observer Julien hein.

    [dit à un enfant en bas âge]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te teus soñj hañ.

    [te tø ʒɔ̃ːz ɑ̃]

    Tu te rappels hein, tu te souviens.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te a zo mignon hañ ? Hañ ? Te a zo ur bugel bihan koant hañ ?

    [te zo ˈmiɲɔ̃n ɑ̃ ɑ̃ te zo ˈbygəl ’biən kwɑ̃n ɑ̃]

    Tu es mignon hein ? Hein ? Tu es un mignon petit enfant.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Muioc'h fur eo da c'hoar bihan evitout neuze ? (T: Sur !) Te a zo ur marmouz bihan neuze !

    [myːh vyʁ e̞ te hwɑːʁ ˈbiən witut ˈnœe te zo ˈmɑːʁmus ˈbiən ˈnœe]

    Alors ta sœur est plus sage que toi ? (T : Certainement ! ) Alors tu es un petit garnement, un petit fripon, une petite canaille !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 War al lec'h out te eo gwasket a-walc'h marteze.

    [wa le̞χ uːte e̞ ˈgwɑskə wɑχ maˈtee]

    Là où tu es [où tu habites] c'est assez abrité peut-être.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Hañ ? Te a zo ur c'hwil bihan, hañ ? Ya hañ ? deus piv eo hañval ? deus e dad pe deus e vamm ? (T : Deus e... deus e vamm kentoc'h !) Ah ya ma 'h eo ur marmouz bihan ya lâr se ya ! gwelloc'h eo lâr (?) se hañ !

    [ɑ̃ te zo wil ˈbiən ɑ̃ ja ɑ̃ døs piw e̞ ˈhɑ̃vəl døs i dɑːd pe døs i vɑ̃m ɑ̃ ja ma ɛ ˈmaʁmuːs ˈbiən ja lɑːʁ ze ja welɔχ ɛ zɑːd ze ɑ̃]

    Hein ? Tu es un petit espiègle, un petit filou, hein ? Oui, hein ? Oui hein ? À qui il ressemble ? À son père ou à sa mère ? (T : À sa mère plutôt !) Ah oui si c'est un petit coquin oui il vaut mieux dire ça !

  • 🔗 Hañ ? (V : Riagad an hini a oa ober marteze.) Marteze an hini a oa ya, eñ a oa eksplikañ dit-te penaos ober !

    [hẽː wa ɛsˈplikɑ̃ peˈnɔ̃ːz oːʁ]

    Hein ? (V : C'est Riagad qui faisait peut-être) C'était peut-être lui oui, il t'expliquait comment faire ! [les gâteaux]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Bremañ te a gas anezhi da Trezelan neuze.

    [ˈbɔmɑ̃ te gɑːs nɛj tʁeˈzelən nœː]

    Tu l'amènes à Trezelan maintenant alors.

    Bear

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te a oar leun a draoù, kerzh te d'ober !

    [te waʁ lœːn dʁɛw kɛs te doːʁ]

    Toi tu sais pleins de choses, vas-y toi !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Piv na lâret se dit-te ?

    [piw na ˈlɑʁə ze ˈdite]

    Qui t'a dit ça ?

    [litt. « qui t'avait dit ça »]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ne ta... Ne ta ket bet kemeret anezhañ ?

    [ta ˈta kə be koˈmɛʁə neː]

    Tu ne l'avais pas pris ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te ta kemeret al listenn, ne ta ket ?

    [te ta ˈkomɛːt ˈlistən ˈta kə]

    Tu avais pris la liste [des champs] non ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ya peseurt anvioù e lâren dit-te... park ar groaz, park nevez, park lann, park kreiz, park euh...

    [ja pəˈsœ ɑ̃ˈnojo ˈlaʁɛn diˈte wɛl paʁk gʁwɑːz paʁk ˈnewe paʁk lɑ̃n paʁk kʁɛjs paʁk əː]

    Oui quels noms je te disais... comme le champ de la croix, le nouveau champ, le champ du milieu, euh...

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te a oar traoù hañ.

    [te waʁ tʁɛw ɑ̃]

    Tu en sais des choses.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Arri out te !

    [aj u te]

    Te voilà !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te ne lârez ket evelton ?

    [te laˈʁes kə ˈwɛltɔ̃]

    Toi tu ne dis pas comme moi ? [Tu n'es pas d'accord avec moi ?]

    [question attribuée à François Moullec, qu'il répétait souvent]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te teus kollet da hent !

    [te tøs ˈkolət te hɛn]

    Toi tu as perdu ta route ! [ce dit en voyant arriver quelqu'un qui passe rarement]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te eo fall da daoulagad.

    [te ɛ val tə dowˈlɑːga]

    Tu ne vois pas clair, tu n'as pas de bons yeux, tu as une mauvaise vue.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

[interjection]

  • 👂 🔗 Ret e vije d'an nen mont eeun te, abalamour d'ober ur regenn eeun.

    Rê(d) vijé (d) nén mon eñven té, bañw t'or rigienn eñven.

    Il fallait aller droit, tiens, pour faire une rangée droite.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh me 'meus amzer da drailhañ patatez te, kar ne vin ket pell oc'h ober se.

    O mé meus amzer de drailhañ patates té, ka vin ke pell 'h or zé.

    Oh j'ai encore le temps de mettre les pommes de terre en morceaux, car ça ne me prendra pas longtemps.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Arabat e vije ober re, ah ya kar... Ha pa vije re domm ar billig, te, kazi ne oa ket a voaien delc'hen d'ober krampouezh, peogwir neuze 'h aent du.

    (A)rabat vijé or ré, a ya ka... A pa vijé ré domm billik, té, kahé oa ke vwoien dèrhen dor krampous, pegur neuhé 'h ènt du.

    Il ne fallait pas en faire trop [du feu], car... Et quand la galetière était trop chaude, on ne pouvaient presque plus faire de crêpes, car elles noircissaient.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ar re-se zo bet diveget te

    [’ree zo be di’ve:gət te]

    ceux-là ont été étêtés

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Met se n'eo ket drol te, peogwir a-wechoù zo moaien da boz e dorn, ha e vez rampet ha fidedoulle avat, ec'h afe ba ar stank a-walc'h, met nann nann, gouzout a ouient... gouzout a ouient en em diwall.

    [mɛ ze nɛ kə 'dʁoːl te – pəgyːʁ 'we̞ʒo zo 'mwɔjən də 'boz i 'dɔːn – a ve ʁãmpə a fidœ'dule hat – 'hafe bah 'stãŋk waχ – mɛ nãn nãn – 'guːd ə ujɛŋ – guːd ə ujɛŋ nõn 'diwal]

    Mais ça ce n'est pas bizarre [étonnant], puisque des fois on pouvait poser sa main et glisser, et nom d'un chien, tomber facilement dans le lavoir, mais non, elles savaient faire attention.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met arru a raent da louzañ. Aezet. Ya. Ar c'hoef zo gwenn te.

    [mɛ 'aj ə ʁɛŋ tə 'luːzã – 'ɛːzət – ja – 'hwef so 'gwɛn te]

    Mais elles se salissaient facilement. Oui. Les coiffes sont blanches, bien sûr.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha ne oa ket ezhomm da stokañ dionti re, kar, me a lavar dit, honnezh a rae vil, hañ. Beñ, honnezh a oa kat da droc'hañ koad te.

    [a wa kəd 'eːm də 'stɔkã 'dõnti 'ʁeː ka 'me 'laːʁ dit hõ ʁe 'viːl ã – bɛ̃ 'hõ wa 'kat tə 'dʁɔhã 'kwat te]

    Et il ne fallait pas trop la toucher [approcher ses doigts], car, je te dis, elle pouvait faire du dégât. Ben, elle était capable de couper du bois pardi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal