Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

sabr

Gwelet an tem La sève

Stummioù :

humidité

  • 🔗 sabr oa

    [zɑb wa]

    la terre était humide

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant da ibil pa dennez da ibil er-maez, un tamm... tamm fortoc'h aze, ha neuze goude e deu da ibil e-barzh, a-benn neuze e veze sabr ha ne gouezhe ket ar poultr e-barzh an toull

    [gɑ̃n də ’ibiʎ pe ’dɛnɛs tə ’ibiʎ me̞:s tɑ̃m tɑ̃m ’fɔrtɔh ’ɑhe ɑ ’nœhe ’gu:de dɑ də ’ibiʎ bɑrs bɛn ’nœhe viʒe zɑ:p a ’gweɛ kə pult bɑh ntul]

    avec ton plantoir [pour piquer les betteraves] quand tu sors ton plantoir, un peu plus gros là, et alors après ton plantoir vient dedans, pour alors il y a de l'humidité et la poussière ne tombait pas dans le trou

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 sabr e veze 'ba 'n douar

    [zɑb viʒe ban 'duar]

    il y avait de l'humidité dans la terre

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 lâret e oa e vije hañ, me zo kontant o welet anezhe oc'h ober ur bannac'h bihan kar an douar zo sec'h war-benn hañ, sabr zo e-barzh met euh...

    ['lɑ:rə wa viʒe ɑ̃ me zo 'kɔ̃ntɑ̃n wɛl nɛ o:r bɑ̃h 'piən kar ə 'duar zo zeh war'bɛn ɑ̃ zɑ:p so barz mɛd ə]

    on a dit [météo] qu'il ferait hein, je suis content de voir qu'il en fait un peu [de pluie] car la terre est sèche en surface, il y a de la sève dedans mais euh...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha lec'h e veze 'ba an traoñiennoù 'ba... lec'h e oa e bord an dour un tamm 'tije muioc'h kwa, aze 'dije... aze 'dije muioc'h sabr kwa

    [a le̞h viʒe ba tʁo̞w'jeno ba le̞h wa bɔʁn du:ʁ tɑ̃m tiʒe 'my:ɔx kwa 'ɑ:he diʒe 'ɑ:he diʒe 'my:ɔh zɑ:p kwa]

    et là où il y avait dans les vallées dans... là où c'était au bord de l'eau un peu tu avais plus quoi, là elles avaient... là elles avaient plus de sève [d'humidité]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi