Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

bezañ gant

occuper (s'– de)

  • 👂 🔗 Ha me a vije, me a vije war ar machin, ha Papa a vije gant e gazeg.

    A mé vijé, mé vijé war machin, a Papa vijé gan i gazek.

    Et moi j'étais sur la machine, et Papa menait la jument.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 hag ar reoù yaouank, an hini zo gant e labour

    [a ɹew 'jo̞wɑ̃ŋg n:i zo gɑ̃n i 'lɑ:buɹ]

    et les jeunes, celui qui est pris par le travail

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

avoir

  • 👂 🔗 ha me da glevet ur c'hoz, une taupe, « kwik », dam hoñ a gri avat, ha me... ur garidenn a oa, 'ba ar c'haridenn e oa xxx (?) ar garidenn a derc'he da dont, dam honnezh euh... ha me a oa ur vazh ganin, pa oa arri tost din, me o plantañ ar vazh 'ba an toull hag e oa deut ar goz er-maez, hag e oa ur belette war he lerc'h

    [a me glɛw ə ho: yn top kwik dɑ̃m hɔ̃: gri ha a me ə ga’ri:dən wa bah χa’ri:dən wa olɛn ga’ri:dən ’dɛrχe də dɔ̃n dɑ̃m hɔ̃:z ə a me wa vɑs kə’nĩ pe wa ɑj tɔst tĩ me ’plɑ̃tɑ̃ vɑs ban tul a wa dœd go: me̞:s a wa bə’lɛt war i lɛrχ]

    et moi d'entendre une taupe, une taupe, « couic », mais elle crie, et moi... il y avait une galerie, elle était dans la galerie xxx(?) la galerie elle continuait de venir, bon sang, celle-là euh... et j'avais un bâton, quand elle était arrivée près de moi, moi de planter le bâton dans le trou et la taupe était sortie, et il y avait une belette après elle

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi