Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
badeziñ
Gwelet an tem Ar vadeziant
baptiser
-
👂 🔗 bepred e oac'h bet badezet
['bopəd wɑh bed ba'deɛt]
toujours est-il que vous aviez été baptisés
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Badezet eo tout !
Badéhèt è tout !
[badehɛt ɛ tut]
Ils sont tous baptisés ! [en parlant des noms donnés aux doigts en breton]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 D'an iliz ec'h aent da vadeziñ quoi. Met ne vije ket oferenn ebet met e vijent heu... e vijent heu... badezet ma kerez... gant ar person. Se a oa lakat anezhe bugale d'an iliz quoi.
da vadeziñ [də va'dɛj]
Ils allaient baptiser à l'église. Mais il n'y avait pas de messe, mais ils étaient... baptisés, si tu veux... par le curé. Ça c'était les faire devenir enfants de l'église.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
nommer
-
👂 🔗 gwechall e vijent badezet tout kwa
[gwe'ʒɑl viʒɛɲ ba'de:ɛt tut kwa]
autrefois ils étaient tous baptisés quoi [dénommés, les champs]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall e oa badezet tout an traoù
[gwe'ʒɑl wa ba'de:ɛt tun tɾɛw]
autrefois tout était baptisé [avait un nom]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e oa... e oa halet ar gazeg e-barzh, e oa bet ur marc'h bihan ha 'neva badezet anezhañ Coup de chef
[a ’gu:de wa wa ’hɑ:lət ’gɑ:zəg baʁs wa bet mɑɾx ’bi:ən a neva ba’de:ɛd neɑ̃ kutʃɛf]
et après on avait... avait pouliné la jument là-bas, et il y avait eu un petit étalon et il l'avait baptisé Coup de chef
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'meus ket bet badezet eñ nemet nivo ordin
[me møs kə be ba'de:ə hẽ̞: mɛ 'ni:vo ɔɹ'din]
moi je ne l'ai pas baptisé autrement que niveau
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket badezet fall !
[wa kə ba'de:ə fɑl]
il n'a pas été mal baptisé [nom de lieu situé en hauteur et appelé Kêruhel] !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 badezet 'deva anezhe
[ba’de:əd deva nɛ:]
elle les avait baptisées [nommées, poules]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi