Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

en-dro

Gwelet an tem En-dro

Stummioù :

autour

  • 👂 🔗 eñ a gomañs du-hont 'ba... oh, en-dro da... izeloc'h evit Konvenant Gwenn, etrenek an tu-se, hag e oa d'arriout 'ba Gwenezhan

    [hẽ̞: ’gomɑ̃s ’tyən bah o ndro: də i’zɛlɔh wit kɔ̃vønɑ̃ gwɛn ’trɛnɛk ’tyze a wa ’dɑjəd bah gwe’ne:zən]

    il [ruisseau] commence là-bas à... oh, autour de... plus bas que Konvenant Gwenn, vers ce côté-là, et il devait arriver à Gwenezhan

    Bear-Gwenezhan

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Un espes rod a oa en-dro ha neuze, honnezh, ha e serre bep da 'h ae, e droc'he, ar machin a droc'he gwinizh da gentañ, ha neuze ar rod a deue en-dro ha neuze e lakae anezhe da vont e-barzh, da vont e-barzh ar machin, abalamour dezhe da en em serriñ un tamm bihan, ha neuze, goude gant ur fiselenn neuze, ar fiselenn a rae he skoulm quoi, abalamour da derc'hen ar fagodenn quoi, ha neuze goude e skoe anezhe en-dro. Ha neuze e derc'he da vont evel se quoi.

    'N èspes rod oa 'ndro, a neuzé, hoñs, a sèrré bop te 'h ê, drohê, machin drohê gwinis de gèntañ, a neuzé rod dé 'ndro, a neuzé lakê nè de von bars, de von bah machin, bañw tè de non sè(rr)iñ tamm bïen, a neuzé, goudé gan fisélenn neuzé, fisélenn rè i skourm quoi, bañw te dèrhen vagoenn quoi, a neuzé goudé skoé nè 'ndro. A neuzé dèrhé de von vesé quoi.

    Il y avait une sorte de roue autour, et elle ramassait à mesure qu'elle avançait, d'abord la machine coupait le froment, ensuite la roue tournait et le faisait rentrer dans la machine, pour qu'ils soient ramassés, et ensuite la ficelle faisait un noeud, pour maintenir le fagot, et alors elle les expulsait. Et elle continuait comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 ar sort-se a welan 'ba... zo bern, hag ar re-se a vez en-dro d'ar rec'hell

    ['sɔrse 'wɛ:lɑ̃ ba zo bɛrn a 'reze ve dro də 'rɛhɛl]

    cette sorte-là j'en vois dans... il y en a plein et ceux-là sont autour des rochers

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 En-dro eizh eur a sav apeupre met se n'eo ket ken diwezhat se c'hoazh. (T : N'eo ket nann nann nann.) Pa vezer en retred hañ, normalamant !

    [dʁo ˈe̞zəʁ zɑv apəˈpʁɛ mɛ ze ˈnɛ kə ken diwɛː se hwɑs – pe vɛːʁ ˈʁətʁɛt ɑ̃ normaˈlɑ̃mɑ̃n]

    Je me lève autour de huit heures mais ça n'est pas encore si tard que ça. (T : Oui ça n'est pas tard.) Quand on est en retraite hein, normalement !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 tud en-dro din

    [tyd dro dĩ]

    des gens autour de moi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'ba 'r Gwengamp pe en-dro da Wengamp ?

    [bah 'gwɛɲɔ̃m pe dro də 'wɛɲɔ̃m]

    à Gwengamp ou autour de Gwengamp ?

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kavet a ra bern labour en-dro d'e gêr

    [ka: ra bɛrn ’lɑ:bur dro di ge̞:r]

    il avait beaucoup de travail autour de chez lui

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ma veze un ti bennaket en-dro

    [ma viʒe ti: bə'nɑkəd dro:]

    s'il y avait une maison autour

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 trawalc'h oa en-dro dezhi

    [tɾɑ'wɑh wa dɾo dɛj]

    il y avait assez [de gens] autour d'elle

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha tout loened en-dro amañ a deue da...

    [a tud 'lwɛ:nə dro: 'ɑ̃mɑ̃ dɛ də]

    et toutes les bêtes des environs ici venaient pour...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e vezont en-dro din

    [vɛɲ ndro: dĩ]

    ils sont autour de moi [ils m'entourent au moment de distribuer les cadeaux]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar reoù oa en-dro din a anavezen ervat

    [rew wa dro dĩ hɑ̃n'veɛn vɑ:t]

    ceux qui étaient autour de moi je les connaissais bien

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an uzinioù gwezhall oa en-dro

    [ny'ziɲo gwe'ʒɑl wa dro:]

    les usines autrefois étaient autour [de Paris]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 sellet a ra en-dro dezhañ

    [zɛl ə ra ndɾo deɑ̃]

    il regarde autour de lui

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 sellet a ra ar pezh zo en-dro dezhañ

    [zɛl ə ra pe:s so ndɾo deɑ̃]

    il regarde ce qu'il y a autour de lui

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met en-dro da bro ar C'houerc'had aze, me n'onn ket pelec'h met en-dro da... en-dro d'an tu-se aze 'ba... bro Beffou pe tu bennak aze... ar C'houerc'had ya

    [mɛ dro də bro 'hwɛrhəd 'ɑhe me nɔ̃ kə ple̞h mɛ dro də dro dən 'tyze 'ɑe bah bro 'bɛfu pe ty bə'nɑg ɑe 'hwɛrhəd ja]

    mais autour du secteur d'ar C'houerc'had là, moi je ne sais pas où mais autour de... vers ce côté-là là à... dans le secteur de Beffou ou quelquepart là... ar C'houerc'had oui

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar pezh zo en-dro da se eo... eo tout an informatik

    [pe:s so ndʁo də ze hɛ hɛ tud nɛ̃fɔʁma'tik kwa ɛ̃]

    ce qu'il y a autour de ça c'est... c'est toute l'informatique quoi hein

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Bern charre en-dro da honnezh !

    [bɛʁn ˈʃɑʁɛ dʁo də hɔ̃ːs]

    Beaucoup de remue-ménage pour elle ! [litt. « autour d'elle »]

    [lors d’un déménagement]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 en-dro d'ar foyer tu bennak 'ma gwelet se

    [dʁo də fwɑje ty bə’nɑk ma ’gwɛ:lə se]

    autour du foyer quelque part j'avais vu ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 seizh pe eizh paotr 'meus aon, hag eu... feiz, e oant 'ba menajoù en-dro da Blijidi aze, kalz

    [sɛjs pe ɛjs pot møz'ɑ:ɔ̃n ag ə fe: wɑ̃ɲ bah me'nɑ:ʒo ndʁo də ble'zi:di 'ɑ:he kals]

    sept ou huit gars je crois, et euh... ma foi, ils étaient dans des fermes autour de Plijidi là, beaucoup

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

re-

  • 👂 🔗 Un espes rod a oa en-dro ha neuze, honnezh, ha e serre bep da 'h ae, e droc'he, ar machin a droc'he gwinizh da gentañ, ha neuze ar rod a deue en-dro ha neuze e lakae anezhe da vont e-barzh, da vont e-barzh ar machin, abalamour dezhe da en em serriñ un tamm bihan, ha neuze, goude gant ur fiselenn neuze, ar fiselenn a rae he skoulm quoi, abalamour da derc'hen ar fagodenn quoi, ha neuze goude e skoe anezhe en-dro. Ha neuze e derc'he da vont evel se quoi.

    'N èspes rod oa 'ndro, a neuzé, hoñs, a sèrré bop te 'h ê, drohê, machin drohê gwinis de gèntañ, a neuzé rod dé 'ndro, a neuzé lakê nè de von bars, de von bah machin, bañw tè de non sè(rr)iñ tamm bïen, a neuzé, goudé gan fisélenn neuzé, fisélenn rè i skourm quoi, bañw te dèrhen vagoenn quoi, a neuzé goudé skoé nè 'ndro. A neuzé dèrhé de von vesé quoi.

    Il y avait une sorte de roue autour, et elle ramassait à mesure qu'elle avançait, d'abord la machine coupait le froment, ensuite la roue tournait et le faisait rentrer dans la machine, pour qu'ils soient ramassés, et ensuite la ficelle faisait un noeud, pour maintenir le fagot, et alors elle les expulsait. Et elle continuait comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

environ

  • 🔗 en-dro da ugent

    [dro də 'y:gən]

    environ vingt, vingt à peu près

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi