Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

poazh(et)

Gwelet an tem Poazh

cuit

  • 👂 🔗 Heu, ar re-mañ n'int ket poazh. Met ma vijent bet muioc'h poazh e vije bet... e vijent bet devet.

    Eu, ar ré-mañ n'int ke poah. Mé ma vijènt bét muioc'h poah vijé bét... vijènt bé dèwet.

    Heu, ceux-ci ne sont pas cuits. Mais s'ils avaient été plus cuits, ils auraient été brûlés.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha hennezh eo an avani n'eo ket poazhet...

    A eñs hè navèin né ke poahet.

    Et ça c'est parce qu'il n'est pas cuit.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah, ur voestad... Per en boest eo ? Per e-barzh... deus ur voest ? Ah ya. Per poazhet tout quoi e-barzh ar voest.

    A eu wéstat... Pér en gwést è ? Pér barh... deus eu wést ? A ya. Pér poahet tout kwa barh wést.

    Ah une boîte... C'est des poires en boîtes ? Des poires dans... d'une boîte ? Ah oui. Des poires déjà cuites quoi, dans la boîte.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze goude neuze, pa vije arri hanter boazh, neuze gant ar sklisenn, a vije graet deus hennezh...

    A neuhé goudé neuhé, pé vijé ai anter boah, neuhé gan skliñsenn, vijé gwèt deus heñs...

    Et alors, quand elle [la crêpe] était à moitié cuite, alors avec la spatule, comme on l'appelait...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 brasañ pesk zo 'ba ar mor bras, gant ur berv zo poazh

    [’brɑsɑ̃ pesk so bah mo:r brɑ:s gɑ̃n ə bɛrw zo pwɑh]

    le plus grand poisson qu'il y a dans l'océan, avec un [seul] bouillon est cuit

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 un u molet hag un u poazh kalet

    [nyː ˈmɔlə a nyː pwɑs ˈkɑ:lat]

    un œuf molet et un œuf dur

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

pourri

  • 👂 🔗 met ar c'halonenn, ar c'halonenn diouti a oa... poazh-mat kwa

    [mɛd ha’loən ha’loən dɔ̃nti wa pwɑh’mɑt kwa]

    mais le cœur de l'arbre, son cœur était... complètement cuit quoi [pourri]

    ??? Prononciation curieuse

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi