Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
diwall
Gwelet an temoù Diwall ha Diwall ar vugale
Stummioù :
attention (faire –)
-
👂 🔗 En em broteje a rae an nen bepred, diwall a rae an nen bepred ma kerez da nompas ober re quoi hañ.
Non brotéjé rê ’n nén bopet, diwall rè ’n nén bopet, ma kées, de nompas or ré quoi añ.
On se protégeai en tout cas, on faisait attention, si tu veux, de ne pas trop en faire [quand on était enceinte].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa vijen arriet e-barzh ar park e renke digoriñ ar robinet abalamour dezhañ da flistrañ, met a-wezhioù... e vije ret din diwall nompas mont re brim kuit, peotramant 'mije arozet anezhañ.
Pé vijèn ai(et) bah park rènké dioiñ robinet bañw téañ de flistañ, mè (a)wêjo vijé rét tin diwall nompas mon ré brim kuit, pétaman mijé arozet néañ.
Quand j'arrivais au champ, il fallait que j'ouvre le robinet pour éclabousser, mais parfois je devais faire attention de ne pas partir trop vite, sinon je l'aurais arrosé.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Diwall da gouezhañ 'teus ezhomm d'ober.
[ˈdiwal də ˈgwe:ɑ̃ tøz em doːʁ]
Il faut que tu fasses attention de ne pas tomber. [litt. "attention de tomber"]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 ar vugale a vez ret diwall gante
[vy'gɑ:le ve rɛt 'tiwal 'gɑ̃ntɛ]
il faut faire attention avec les enfants
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da diwall 'nije an nen dioute
[də 'diwal 'niʒɛ 'ne:n 'dõntɛ]
il fallait faire attention à eux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an nen 'nije da diwall dioute
[ɑ̃n nen niʒe ’diwal dɔ̃ntɛ]
il fallait faire attention à eux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hiniennoù, n'onn ket hag-eñ zo kement-se ken kar bremañ vez diwallet deus an traoù evel-se
[i’ɲeno nɔ̃ kə gẽ zo ke’mese ken kɑr ’bɔmɑ̃ ve di’wɑləd døs trɛw və’se]
quelques uns, je ne sais pas s'il y en a tant que ça car maintenant on fait attention à ces choses-là
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koulskoude 'na diwallet
[kus'ku:de na di'wɑlət]
pourtant il avait fait attention
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 En em diwallet 'neus.
[nɔ̃n ˈdiwal nøs]
Il a fait attention, il a fait gaffe.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Met se n'eo ket drol te, peogwir a-wechoù zo moaien da boz e dorn, ha e vez rampet ha fidedoulle avat, ec'h afe ba ar stank a-walc'h, met nann nann, gouzout a ouient... gouzout a ouient en em diwall.
[mɛ ze nɛ kə 'dʁoːl te – pəgyːʁ 'we̞ʒo zo 'mwɔjən də 'boz i 'dɔːn – a ve ʁãmpə a fidœ'dule hat – 'hafe bah 'stãŋk waχ – mɛ nãn nãn – 'guːd ə ujɛŋ – guːd ə ujɛŋ nõn 'diwal]
Mais ça ce n'est pas bizarre [étonnant], puisque des fois on pouvait poser sa main et glisser, et nom d'un chien, tomber facilement dans le lavoir, mais non, elles savaient faire attention.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 diwall ec'h arrife d'ober... e veze lâret gwechall « hemañ a gaozee galleg poudoù »
['diwal 'hɑjfe 'do:bər viʒe 'lɑ:ʁə gwe'ʒɑl 'hemɑ̃ 'go̞:ze 'gɑlək 'pu:do]
fais attention qu'il aille faire [qu'il devienne un mauvais francophone]... autrefois on disait « celui-ci parle un mauvais français »
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ar min-se zo poner paotr, diwall na gouezhfe ket-eñ war da droad
[mɛ ə mi:n ze zo ’pɔ̃ˑnəʁ po̞t - ’diwal ’gwefe ẽ war də drwɑt]
mais cette pierre-là c'est lourd mon gars, fais attention qu'elle ne tombe sur ton pied
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, ret diwall hardi
[ja ʁɛd 'diwal 'hɑʁdi]
oui, il fallait faire très attention [chevaux violents]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
protéger
-
👂 🔗 an delioù a diwalle ar greun-se
['ndɛʎo di'wɑlɛ ə grœ:n ze]
les feuilles protégaient ces graines-là
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 esa en em diwall
['hɛsa nɔ̃n 'diwɑl]
essayer de se protéger
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 diwall anezhañ
['diwal 'neɑ̃]
le protéger
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha evel-se, feiz, me a vije diwallet mat gant ma daou vreur evel just, ne 'peus ket ezhomm da c'houlenn.
[a vəse fe 'me viʒe di'walə maːt gãn mə 'dɔwbʁœʁ ve̞l'ʒyst pøs kəd 'eːm də 'huːl]
Et ainsi, mes deux frères faisaient attention à moi bien sûr, pas besoin de demander.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ne oas ket kat d'en em diwall
[was kə kɑt tə nɔ̃n 'diwal kwa]
tu ne pouvais pas te protéger [quand on glissait sur la glace]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'na c'hoant d'en em diwall ivez deus euh...
[a na hwɑ̃n də nɔ̃n 'diwal ije dœz ə]
et il voulait se protéger aussi de...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ... diwall tout ma draoù gant... gant eu... fileioù peotramant e vezont debret din gant... gant pichoned ha chevreuilhed
['diwal tud mə dɾɛw gɑ̃n gɑ̃n ə fi'lɛjo pe'tɑ̃mɑ̃n vɛɲ 'dɛ:bət tĩ gɑ̃n gɑ̃n pi'ʃɔ̃:nət pe'tɑ̃mɑ̃n gɑ̃n ʃœ'vʁœjət]
... protéger toutes mes choses [plantations] avec... avec euh... des filets sinon on me les mange avec... avec les pigeons et les chevreuils
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
surveiller
-
👂 🔗 eñ zo maltouter, d'ar c'houlz-se e oa... e veze gwelet... e veze ar sort-se 'ba... an aodoù aze, war bord an aod aze gouez dezhe, o tiwall ober trafik, met bepred e veze graet ivez
[hẽ: zo ma'tutʲər də 'huls:e wa viʒe 'gwɛ:lɛt viʒe 'sɔrse bah 'otʃo 'ɑhe war bɔr no:d 'ɑhe gwes tɛ: 'tiwal o:r trafik mɛ 'bopəd viʒe gwɛd ije]
il est douanier, à cette époque-là il y avait... on voyait... il y avait cette catégorie-là sur... les côtes là, au bord de la côte là comme ils disent, à surveiller les trafics, mais on faisait quand même
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 diwall
[’diwal]
surveiller, garder
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 met diwall anezhe da vont e-barzh 'ma d'ober
[mɛ 'diwal nɛ: dɔ̃:n barz ma do:r]
mais je devais les surveiller qu'ils n'aillent pas dedans
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ezhomm e vez da diwall hañ 'h afent war o genoù
[e:m ve də 'diwal ã 'hafɛɲ war o 'ge:no]
il y a besoin de surveiller qu'ils ne se mettent pas sur la bouche
??? Tomber la tête la première ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 met o tiwall e vezen ordin ivez hañ
[mɛt 'tiwal 'viʒɛn 'ɔrdin je ã]
mais je surveillais tout le temps
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi