Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
marv
Gwelet an temoù Ar marv ha An dour marv
Stummioù :
mort
-
👂 🔗 evel se, feiz, evel just, goude, e vamm a oa kozh ha e dad a oa marv pa oa paotr yaouank, ha feiz avat evel se...
Vesé, fé, vèl just, goudé, i vamm ia kos, a i dad oa marw pé oa pod yowank, a fé hat vesé…
Sa mère était âgée et son père est mort quand il était jeune...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Pa oa seitek vloaz 'ta lavaret din e oa marv. 2. Seitek vloaz apeupre ya. Seitek vloaz ya, pe evel se, ya.
1. Pé oa sèitêg la ta lâret tin oa maro. 2. Sèitêg la apeuprè ya. Sèitêg la ya, pé vesé, ya.
1. Tu m'as dit qu'il [son père] était mort quand il avait dix-sept ans. 2. Dix-sept ans environ oui.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Feiz avat, ken fonnus all e oa barrek unan bennaket anezhe da vezañ marv pe un dra bennak, se 'h arri hañ. Prest... Ken fonnus all e vije unan bennaket anezhe a vije bet marvet pe un dra bennaket, ya, se 'h arri a-wezhioù, hañ, en ur dont war an douar hag a bep sort met...
Fé hat, kén vonnuz all oa barreg un bénnaket nè de véañ marw pé ’n dra bénnak, zé ’h ai añ. Prést... Kén vonnuz all vijé un bénnaket nè vijé bé marwet pé en dra bénnaket, ya, zé ’h ai wêjo, añ, non don war ’n douar a bop sort mèt...
L'un d'entre eux était tout aussi bien capable d'être mort, ça ça arrive parfois, en venant sur la terre.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz neuze e vije dreset ar c'hochon bihan ha 'h ae da gêr gantañ. Met hini ebet ne oa bet marv war ma lerc'h. Ah nann, tout e choment.
A fé neuhé vijé drèset hochon bien a ’h ê de gêr gantañ. Mè hini béd oa bé marw war me lèrh. A nann, toud chomènt.
Et alors on [= je] réparait [recousait] le petit cochon et elle retournait à la maison avec lui. Mais aucun n'était mort après mes soins. Ah non, tous avaient survécus.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ar gaerell n'eo ket bras... met euh... 'meus bet gwelet anezhe war... war-lerc'h logod, muloded, oh paotr kaezh, kregiñ en enne, marv diouzhtu... taol-taol (?)
[ə gɛrl nɛ kə brɑ:z mɛ ə møz be gwɛ:l nɛ war warlɛrχ ’lo:gɔt my’lo:dət hɔ pot’kɛ:s ’kri:gĩ nenɛ mɑrw dy’sty to:l to:l]
la belette n'est pas grande... mais euh... je les ai vu sur... après les souris, les mulots, oh mon vieux, les mordre, mort tout de suite, sur le coup (?)
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
éteint
-
🔗 marv
[mɑrw]
éteint [feu]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
stagnant
-
👂 🔗 dour marv
[du:r mɑɹw]
eau stagnante
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
hors d'usage
-
🔗 ar pomp zo marv
[pɔ̃p so mɑʁw]
la pompe est morte
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi