Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
forzh (dre –)
force (à – de)
-
👂 🔗 Ac'hanta ya, hennezh a oa en em grouget dre forzh klevet pet 'na arru graet marteze.
[’hãnta ja ’hẽ wa nõn ’gʁuːgət tʁe vɔʁs ’kle̞wət ’ped na aj ’gwɛt ma’tee]
Eh bien oui, il s'est peut-être pendu à force d'entendre combien d'autres l'avait fait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, el lec'h e vije ur c'horale e vije ar c'horale o kanañ, ha el lec'h ne vije ket, tout an dud a gane evel e vije kat d'ober ivez, heu, dre forzh ober, 'h arruer da deskiñ quoi.
[ja lɛh viʒe ə ho'ʁal viʒe ho'ʁal 'kãːnã – a lɛh vi'ʒe kət 'tundyt 'kãːne vɛl viʒe kat 'tɔːʁ ie – ø dʁe vɔʁs 'ɔːʁ 'hajɛʁ də 'diski kwa]
Oui, là où il y avait une chorale, c'est la chorale qui chantait, et là où il n'y en avait pas, tout le monde chantait comme il en était capable. À force de faire on apprend.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met anfin, dre forzh ec'h arrue an nen da vezañ kat da respont latin bepred met...
[mɛ ã'fin dʁe'vɔʁs 'haje 'nɛn də 'veã 'kat tə 'ʁɛspõn 'latin 'bɔpəd me̞dø]
Mais enfin, à force, on arrivait à répondre en latin mais...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 dre forzh
dré force
[dʁe foʁs]
à force
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 dre forzh derc'hen da hejañ e benn marteze 'h arrife da... ma vez stenn warni da... da flistrañ ur bannac'h laezh, « hopala ! » emezañ, pa 'nez santet un dra bennak, « aze zo emezañ »
[dɹe vɔɹz 'dɛɹhɛn də 'hĩ:ʒɑ̃ i bɛn ma'te:e 'hɑjfe də ma ve stɛn waɹni də də 'flistɑ̃ bɑ̃h le̞:s opə'la meɑ̃ pe ne 'zɑ̃təd ndɾɑ mə'nɑ:g 'ɑ:he zo meɑ̃]
à force de continuer à secouer sa tête peut-être qu'il arriverait à... si elle est tendu [de lait, jument] à... à gicler un coup de lait, « hop là ! » dit-il, quand il a senti quelque chose, « là il y en a, dit-il »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 marteze 'teus sec'hed dre forzh
[ma'tee tøz 'zehɛd dre vɔrs]
peut-être que tu as soif à force
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dre forzh lâret ec'h arri an nen da...
[dre vɔrz 'lɑ:d hɑj ne:n də]
à force de dire on arrive à...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 dre forzh...
[dre vɔrs]
à force de...
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi