Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

da vat

pour de bon

  • 🔗 Ha da... da gentañ a lâre... a 'na komzet deus kant ugent pe kant tregont neuze (T : Ya ya.) abaoe eo bet fortoc'h, fortoc'h eo bet (T : Ah ya.) met c'hwezhañ a rae da vat dec'h da noz amañ hou ! XXX(?) hent (?), evel des rafales aze.

    [a da də ˈgɛntɑ̃ ˈlɑːʁɛ na kɔ̃m døs kɑ̃n ˈygən pe kɑ̃n ˈtʁegɔ̃n nœː bwe e̞ be ˈfoʁtɔh ˈfoʁtɔh ɛ bet mɛ hwe ʁɛ də vat deχ tə nɔ̃ːz ˈɑ̃mɑ̃ (?) wɛl ʁafal ˈɑe]

    Le premier jour ils ont dit...il a parlé de 120 ou 130 depuis ça a été plus fort, ça soufflait pour de bon ici hier soir (?) comme des rafales là.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Hoñ a gerzhe, kerzhe da vat hañ.

    [ˈhɔ̃ː ˈgɛʁzɛ kɛʁzɛ də vat ɑ̃]

    Elle marchait, marchait beaucoup hein.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

complètement

  • 👂 🔗 krog eo ar wezenn da vreinañ da vat, ar c'halonenn ar wezenn

    [krɔ:g ɛ ’weən də ’vrɛɲɑ̃ də vɑd ə ha’loən ’weən]

    l'arbre a commencé à pourrir complètement, le cœur de l'arbre

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

beaucoup

  • 👂 🔗 tu-traoñ e oa dour da vat

    [ty’tɾo̞w wa du:ʁ də vɑt]

    du côté bas il y avait beaucoup d'eau

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ... deut da dommañ da vat ma vez...

    [dœd də 'do̞mɑ̃ də vɑt ma ve]

    ... il vient à chauffer dur si c'est...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

très

  • 👂 🔗 yenoc'h eo da vat klevet komz koura, gant tammoù dioutañ eno

    [’ji:nɔh ɛ də vɑt ’klɛwə kɔ̃ms ’ku:ɾa gɑ̃n ’tɑ̃mo dɔ̃ntɑ̃ ’e:no]

    c'est plus glaçant d'en entendre parler quoi, avec les bouts qu'il y avait là-bas [du pilote allemand]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi