Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
dont gant
apporter
-
🔗 un dra zo deut ganit, un tamm rezin
[ən drɑ: zo død gɑ̃nit 'tɑ̃m 're:zin]
tu as apporté une chose, un peu de raisin
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
-
🔗 biskot 'neus ket deut ganit ?
[bi’skɔt nəs kə dəd gə’nit]
tu n'as pas apporté de biscottes ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket deut arc'hant ganin
[wa kə død 'ɑrhɑ̃n gɑ̃nĩ]
je n'avais pas apporté d'argent
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aze eo deut ar baner ganti herie
['ɑhe e død 'bɑ:nər 'gɑ̃nti 'hɛje]
là elle a apporté le panier aujourd'hui
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Deut zo bara ganit ?
Doet zo bara genit ?
[dœt zo baʁa gønit]
Tu as ramené du pain ?
Herve Seubil : Deuet zo bara ganit ? Eleze : degaset 'z veus bara ?
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 n'eo ket deut da garned ganit-te ?
[nɛ kə dœd də ’gɑʁnɛ gɑ̃nit:e]
tu n'as pas apporté ton carnet à toi ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 honnezh a oa deut ganin deus Tours
[hɔ̃:z wa dœt kɑ̃nĩ dəs tuɹ]
celle-là je l'avais ramenée de Tours
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lêr a deue gantañ da-heul
[le̞:ɹ de gɑ̃tɑ̃ də hœ:l]
il apportait du cuir en plus
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
accompagner
-
🔗 'teus ket lâret da Lucienne dont ganit ?
[tøs kə lɑ:t tə 'lysjɛn dõn gənit]
tu n'as pas dit à Lucienne de t'accompagner ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
rappeler (se –)
-
👂 🔗 me 'mez d'ober an anvioù dont ganin
[me me do̞:ʁ nɑ̃'nojo dɔ̃n gə'nĩ]
j'ai du mal à me rappeler les noms
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Tangi
réussir
-
🔗 deut eo ganit !
[død ɛ gənit]
tu as réussi !
Gant : Louis Aofred, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
dire
-
👂 🔗 bezañ zo reoù hag a deu gante, ar re-se a oa manet moarvat, ne oant ket en gortoz deus kement-se
['be:ɑ̃ zo ʁew a dœ gɑ̃tɛ 'ʁe:e wa 'mɑ̃:nəd ma'hɑt wɑ̃ɲ cə 'ngɔʁtoz dœs kemese]
il y en a qui ont de ses sorties, ceux-là étaient restés [interdits] certainement, ils ne s'attendaient pas à cela
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi