Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

ched

Stummioù :

gîte

  • 🔗 Me meus gwelet ur c'had war e ched.

    Mé meus wéleut hat war i chét.

    [me møs welət hat waʁ i ʃet]

    J'ai vu un lièvre sur son gîte.

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 e-pad... e-pad ar chase 'neus tapet tri 'ba o ched

    [pat pat 'ʃɑse nøs 'tɑpə tɾi bah o ʃe:t]

    pendant... pendant la chasse, il en a attrapé trois dans leur gîte [lapin]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi